Logos Multilingual Portal

Select Language

a b c d e f g h i j k l m n o p r s t u v w y z

chadennoù an dimezelezh zo ken pounner ken na gemer daou d'o dougen, hag a-wechoù tri
Alexander Dumas
cheñchet e voe urzh ar melloù, met ar chadenn a zalc'he da vezañ chadenn
Gianni Rodari
chom a ran skodeoget gant daou dra: spered lemm al loened ha loenerezh mab-den
Flora Tristán
chom hep c'hoantaat ha perc'hennañ eo ar memes tra
Lucius Annaeus Seneca
chom hep kehentiñ n'eo ket bezañ marv; hep mar, bezañ erru dic'houest da vezañ komprenet zo bezañ marv
Pier Paolo Pasolini
chom hep krediñ e mann a zo ur relijion ivez
Cesare Pavese
chom hep krediñ er chañs zo emzalc'h boas an den hep skiant-prenañ
Joseph Conrad
chom hep ober droug zo mat-kenañ, fall-kenañ avat eo chom hep ober vad
Padre Alberto Hurtado
chom hep traoù c'hoantaet zo a zo un dra ret a-benn bezañ eürus
Bertrand Russell
Coca Cola zo mat evit yec'hed... armerzh SUA
Anónimo
c'hoantaat ar memes traoù ha nac'h ar memes traoù eo a ra ar gwir vignoniezh
Caius Sallustius Crispus
c'hoantek e lennan ar gelaouenn. Setu ar faltazi nemeti a gavan da'm diduellañ en un doare reoliek
Aneurin Bevan
c'hoari mat da roll; en dra-se emañ an enor
Edgar Lee Masters
c'hoazh n'hon eus ket desket n'eo nemet ar blijadur, ar youl hag ar c'hoarzhin a zegas ur gwir zeskadurezh sevenadurel
Dario Fo
c'hwitañ a oa savet da'm fenn
Ennio Flaiano
c’hwi hag a zo o chom diogel en tiez tommet, c’hwi hag a gav, pa zistroit d’ar gêr en noz, boued poazhet ha dremmoù anavezet, soñjit e kement-mañ: hag un den eo an hini a labour er fank, na anavez ket ar peoc’h, a’n emgann evit un tamm bara, a varv evit ur ‘ya’ pe un ‘nann’
Primo Levi