Logos Multilingual Portal

Select Language

a b c d e f g h i j k l m n o p r s t u v w y z

kac'herien e vefe kalz a dud, mar o devije kalon a-walc'h
Thomas Fuller
kaerat e oa ma voe berzet outi tostaat ouzh Tour Pisa
Anónimo
kaerder ar brezel eo e laka pep penn-bras war ur bagad muntrerien bennigañ e vanniel, hag aspediñ a ra Doue, kent mont da beurzistrujañ e amezeien
Voltaire
kalite ul levr a zo diouzh e lenner
Emilio Praga
kalon eo a rank an den kaout a-benn sevel en e sav ha komz; kalon eo ivez a rank an den kaout evit mont en e goazez ha selaou
Winston Churchill
kalz a dud a vev laouen hep gouzout dezho
Luc de Clapiers Marquis de Vauvenargues
kalz eus hor politikourien zo divarrek. Ar re all zo barrek d'ober n'eus forzh petra
Boris Makaresko
kalz muioc'h a vez distrujet dre gomzoù mab-den eget dre e zilavar
Mohandas Karamchad Gandhi
kalz tud a garfe chom hep paeañ an tailhoù; nemet ar binvideien ne zeu a-benn d'en ober avat. Ar beorien a gompren, neuze, ez eo ret dezho paeañ memes evito
Carl William Brown
kannader: un den onest hag a gaser d'an estrenvro da gontañ gevier evit mad e vro
Sir Henry Wotton
kaout a c'haller ar yezh hep arc'hant, hep madoù, hep nerzh politikel ha hep an dimeziñ, met ne c'haller ket kaout arc'hant, madoù, nerzh politikel nag an dimeziñ hep ar yezh
John Searle
kaout disfiz er c'homzoù ne ra tamm ebet kement a zroug evel kaout re a fiziañs enno
Vaclav Havel
kaout kalon zo kaout aon da vezañ kemeret evel kac'her
Horace Smith
kaout kalz a vennozhioù n'eo ket a bouez, met kentoc'h bevañ unan anezho
Ugo Bernasconi
kaout kement a yezhoù disheñvel eo kevrinusañ fed an denelezh
Elias Canetti
kaout kement tra zo ret evit bezañ laouen n'eo ket abeg da vezañ laouen
Normand Jacques
kaout keuz ha neuze adkregiñ, eus ar penn kentañ - setu ar vuhez
Victor Cherbuliez
kaout lorc'h en deskamant eo ar gwashañ diouiziegezh
Jeremy Taylor
karg an arbennigour n'eo ket bezañ ar gwir gantañ muioc'h eget gant ar re all, met kentoc'h bezañ en e c'haou evit abegoù tri mil kempennetoc'h
David Butler
karout a ran ar merc'hed, met ne vaman ket outo
Charlie Chaplin
karout a ran bro-Alamagn kement ma kaven gwell kaout div
Giulio Andreotti
karout a ran, karout a rez, karout a ra, karout a reomp, karout a rit, karout a reont. Salv ne vefent ket displegadurioù, met ar gwirvoud
Mario Moreno (Cantinflas)
karout a reomp ar vuhez, n'eo ket dre ma'z omp boas da vevañ, met dre ma'z omp boas da garout
Friedrich Wilhelm Nietzsche
karout a ris, karet e voen, ha flouret e voe va dremm gant an heol. Buhez, ne zleez netra din! Buhez, kuitez omp!
Amado Nervo
karout e labour eo an damheñvalañ tra ouzh an eurvad evit mab-den er bed-mañ
Rita Levi Montalcini
karout hon enebourien (evel ma c'houlenn an Aviel) n'eo ket ul labour evit an dud, met evit an aelez
Jorge Luis Borges
kavout a ra deomp ez eus ur gwir vro ac'hanomp; e gwirionez, avat, a-boan ma'z eus ac'hanomp muioc'h eget stumm ar maezioù
Nicanor Parra
kavout a ra din e c’hallfen mont gant al loened da chom, hag int ken habask ha ken distrafuilh; chom a ran da sellet outo e-pad pell, pell. Ne vrevont ket o c’horf ouzh al labour na klemmichal diwar-benn o stad; ne chomont ket dihun en deñvalijenn ha gouelañ en askont d’o fec’hedoù; ne heugont ket ac’hanon o vreutaat o dlead da Zoue; hini ebet n’eo drouklaouen – hini ebet n’eo sot gant an albac’henn ma rank bezañ perc’henn war draoù; hini ebet ne zaoulin ket dirak unan all, na dirak unan eus e seurt a voe bev miliadoù a vloavezhioù zo; hini ebet n’eo kiriek nag oberiant dre ar bed a-bezh
Walt Whitman
kavout a ra din e tellezimp, deiz pe zeiz, bezañ dieubet diouzh ar gouarnamantoù
Jorge Luis Borges
kavout a ra din em eus kavet al liamm a vank etre al loened hag homo sapiens sevenet: ni an hini eo
Konrad Lorenz
kavout a ra din eo Kissinger an anatañ torfedour brezel a zo libr er bed
Gore Vidal
kavout a ra din ez eo lazhañ n’eus forzh pe loen bev un tammig evel en em lazhañ hon-unan, ha ne welan diforc’h ebet etre poanioù ul loen ha poanioù un den
Margherita Hack
kavout a ra din ez eo ret doujañ al lezenn, gant ma vez implijet da zifenn ar re zinershañ en hon touez
Romano Prodi
kavout a ra din n'eo ket e pelec'h emaomp eo a gont er bed-mañ kement ha war-zu pelec'h emaomp o vont... ret merdeiñ, a-wechoù gant an avel hag a-wechoù a-benn d'an avel, ret deomp merediñ avat, ha n'eo ket bezañ kaset gant red an dour, na chom war an eor
Oliver Wendell Holmes
kavout a ra din, evel ma kav deoc'h-c'hwi, ez eo risklusoc'h an aozadurioù-bank eget an armeoù padel
Thomas Jefferson
kavout a ran ez eo barbar n'eus forzh pe dorfed graet a-enep un den o vezañ ma'z eo eus ur bobl pe eus ur relijion all, pe dre ma n'eo ket eus an hevelep live er gevredigezh, pe dre ma komz ur yezh all
Ludoviko Zamenhof
kazus e kaven ma bloavezhioù er Parlamant, ken kazus evel ma bloavezhioù er skol eil-derez e Torino. Ur c'holl amzer, penn da benn
Susanna Agnelli
kazus eo pizhoni speredel ar re a oar tra pe dra met a chom hep strivañ da dreuzkas ar ouiziegezh-se
Miguel de Unamuno
kefridi nemeti renkad ar vicherourien eo bezañ skouer vat
Oscar Wilde
keit ha ma seller ouzh ar brezel evel ar fallagriezh e talc'ho d'hon boemañ. Pa vo sellet outañ evel un dra ledet ne vo mui gwelet mat
Oscar Wilde
keit ha ma tegemer an dud loustajoù e tegasint korvoadur d'ar re o gwerzh
Dick Cavett
keit ha ma vez graet troidigezhioù, ur c'harbed zo eus ar yezh, ha n'eo ket penn an hent
Shashi Tharoor
keit ha ma'm bez tra pe dra d'ober c'hoazh, ne'm bo graet netra
Caius Iulius Caesar
kement a ijiner a zo gwir
Gustave Flaubert
kement a lezennoù zo ma n'eus den na c'hallfe ket bezañ krouget
Napoleon Bonaparte
kement den a vez ganet a rankfe bezañ fur, fur a-fed dibab al lec'h, ar bloaz hag ar gerent
Gesualdo Bufalino
kement eus ar pezh a vez graet 'ar renerezh' anezhañ a dalvez lakaat skoilhoù war hent an neb a labour
Peter Drucker
kement kemm a vez graet en hol lezennoù a gemer arc’hant eus godell un den hag en laka e godell un den all
George Bernard Shaw
kement mennozh zo a zo en empenn c'hoazh, dres evel emañ kement delwenn zo er maen-marbr
Carlo Dossi
kement tra a c'hall bezañ ijinet a vo sevenet, gant den pe zen, deiz pe zeiz
Jules Verne
kement tra a ouzon... n'her gouzon nemet dre ma karan
Leo Tolstoy
kement tra a vez termenet dizere ganeomp hiziv a zo bet dereat da soñj an dud ur wech bennak, tu pe du. Ha gwarantiñ a c'haller n'aio ket an istor war e c'hiz?
Friedrich Wilhelm Nietzsche
kement tra a zebromp hep na vefe ret evit gwir a zo preizh diouzh kofoù ar beorien
Mohandas Karamchad Gandhi
kement tra n'ouzon ket am eus desket er skol
Ennio Flaiano
kementad ar re zizesk hag ar re zesket a chom evel ma oa - bremañ avat e oar ar re zizesk skrivañ
Alberto Moravia
kemer an dramm evit an atletour zo evel kontañ gevier ha laerezh evit ar politikour. Diaes da chom hep ober
Anónimo
ken alies e vez sontet an dud ken n'o deus kollet pep barn
Jean Baudrillard
ken diaes eo d'ar fur da gaout pinvidigezh evel d'ar pinvidig da gaout furnez
Epictetus
ken na vo liv kroc'hen an den hep muioc'h a dalvoudegezh eget liv e zaoulagad, e vo brezel e pep lec'h
Bob Marley
ken na zeu e vennozh da vat, un den ideet eo an hini en deus ur mennozh nevez
Mark Twain
keneiled eo al lodenn-se eus ar ouenn denel a c'haller bezañ denel ganti
George Santayana
kent cheñch mennozh bezit sur hoc'h eus ur varn da cheñch
Albert Brie
kent soñjal penaos kelenn e vefe mat lakaat anat pe zisoc'hoù a glasker
Bertrand Russell
kentañ arouez ar marv eo ar c'hanedigezh
Stanislaw Jerzy Lec
Kentañ Lezenn ar C'hazetennerezh: kadarnaat ar rakvarnioù kentoc'h eget sevel en o enep
Alexander Cockburn
kentañ mojenn ar renerezh eo ez eus anezhañ. Eil mojenn ar renerezh eo e klot ar berzh a reer gant ar varregezh
Robert Heller
kentañ pal ar skoliour zo krouiñ tud hag a zo desket drezo o-unan
Daniel De Montmollin
kentoc'h eget ar garantez, an arc'hant hag ar brud, ro din ar wirionez
Henry David Thoreau
kentoc'h eget freuzañ ar binvideien e rankomp freuzañ ar beorien
George Bernard Shaw
kentoc'h eget na soñjer en em zigoro balioù bras, ha tud zieub a yelo hebiou a-benn sevel ur gevredigezh well
Salvador Allende
kentoc'h eget reiñ alc'hwezioù kêr d'ur politikour, e c'hallfe bezañ gwell cheñch an torzhelloù
Doug Larson
kerkent ha ma krog un den da gomz ur yezh estren e kemm e ardoù hag e jestroù, ha yezh e gorf. Un den all eo endeo
Isabelle Adjani
kerkent ha ma stag an den da c'houlenn petra eo ster ha talvoudegezh ar vuhez, eo klañv
Sigmund Freud
kerkent ha ma vez gouzañvet un dra bennak e teu da vezañ un dra hag a c'haller reuzañ, ha dindan nebeud amzer e teu da vezañ normal
Israel Zangwill
kevredad-labour ar vedisinerezh zo deuet da vat da c'hourdrouz ar yec'hed
Ivan Illich
kevredigezh Amerika zo aozet e doare ur c'henreizhadur plezhennet, anezhañ damunpiauoù, brudet evit bezañ aes da werzhañ, ha mouezherien, brudet evit bezañ dic'houiziek, hag a vez diheñchet gant ur yoc'hstlenn, brudet evit bezañ faos
Paul Goodman
kevrin an eürusted zo kouezhañ en temptadur
Oscar Wilde
kinnig a ran an embannadur-mañ da'm enebourien o deus va skoazellet kement em micher
Camilo José Cela
kinnig ar sevenadur zo kinnig ar sec'hed. Ar peurrest a zeu war-zilerc'h
Antoine de Saint-Exupéry
klask a dalvez kaout ur pal, met kavout a dalvez bezañ dieub, bezañ prest da zegemer, bezañ hep pal
Hermann Hesse
klask a ris ar bervezhded, ha distrujañ ar pezh a yae mat en-dro
Claude Monet
klaskit al lu e pep tra, hag e gavout a reoc'h
Jules Renard
klemm, evel ma vez graet abaoe pell, ez eo savet ar yoc'hsevenadur evit ar re unnek vloaz, a zo ur gaou mezhus. Ez hengounel ez eo bet e-tro pevarzek vloaz an oad diazez
Robert Christgau
komz a blij din. Alies ne gomzan nemet evit va c'hlevet va-unan o komz. A-wechoù e vezan ken ampart ken na gomprenan ket ar pezh am eus lavaret
Oscar Wilde
komz krenn-ha-krak ha frañchamant gant da alvokad... E labour-eñ, neuze, a vo luziañ pep tra
Anonymous
komz zo treiñ, selaou zo treiñ, lenn zo treiñ, skrivañ zo treiñ, soñjal zo treiñ. An holl dud a dro, war-bouez troourien zo
Anonimo
koñsul. E politikerezh Amerika, un den, pa n'eo ket deuet a-benn da gaout ur post dre an dilennadegoù, a zo roet unan dezhañ gant ar velestradurezh, gant ma'z asant da guitaat ar vro
Ambrose Bierce
kontañ a reomp gevier a-benn gouzañv hor buhez, ha dreist-holl e kontomp gevier deomp-ni hon-unan
Elena Ferrante
kontañ eo a ra ar c'helenner madik. Displegañ eo a ra ar c'helenner mat. Diskouez eo a ra ar c'helenner dreist. Awenañ eo a ra ar c'helenner meur
William Arthur Ward
kontañ gevier zo un dra ret-holl a-benn gallout gouzañv ar vuhez
Bergen Evans
kouezhañ e karantez zo evit ar servijourien
Gianni Agnelli
kouezhañ e karantez zo ur stad dibad a vleuperezh
José Ortega y Gasset
kred soñjal
Quintus Horatius Flaccus
krediñ a ran start e tarzh ar gwir lezennel diwar an dispac'h
Fidel Castro
krediñ a ran start ez eo dav kompren un destenn a-benn ober un droidigezh vat diwarni, hag evit kompren, ez eo dav bezañ bet bevet er bed ha bet darempredoù gant ar bed evel m'emañ. Pleustriñ war ar c'homzoù hepken n'eo ket a-walc'h
Douglas Hofstadter
krediñ a reer e vestronier ar gerioù, ar gerioù eo avat hor mestron ni
Alain Rey
krediñ en araokaat ne dalvez ket krediñ ez eus bet graet araokadennoù
Franz Kafka
krediñ zo krouiñ
Miguel de Unamuno
kredit pep tra a lavarer deoc'h diwar-benn ar bed; n'eus mann re zivalav da vezañ dibosubl
Honoré de Balzac
kresk ar furnez a c'hall bezañ muzuliet resis gant an digresk er vuanegezh, a glot gantañ
Friedrich Wilhelm Nietzsche
kresk broioù an trede bed a zo diouzh an dizoudardiñ
Oscar Arias
krisañ veñjañs ur plac'h zo chom feal d'ur gwaz
Jacques-Bénigne Bossuet
Krist a varvas evit hor pec'hedoù. Ha krediñ a rafemp didalvoudekaat e verzherinti dre chom hep pec'hiñ?
Jules Feiffer
krougañ a reomp al laeron vihan, hag el laeron vras e fiziomp kargoù publik
Aesop