Logos Multilingual Portal

Select Language

a b c d e f g h i j k l m n o p r s t u v w y z

fallimplij ar ouiziegezh a skign an diouiziegezh en ur ober an neuz d'he c'has da get. Ouzhpenn-se, memes kaout un digor aes war ar reizh en deus izelaet ar reizh
Carmelo Bene
faltazi mab-den zo kalz, kalz paouroc'h eget ar gwirvoud
Cesare Pavese
faltazioù aner eo holl bennreolennoù hollvedel ar reizhvuhezegezh
Donatien Alphonse François de Sade
fazius penn-da-benn eo doare mab-den da veizañ e blas en natur; ha n'eur ket evit reizhañ ar fazi-se
William Somerset Maugham
fedoù n'eus ket anezho, nemet displegerezh ne'z eus
Friedrich Wilhelm Nietzsche
fellout a ra din ober ganit ar pezh a ra an nevezamzer gant ar gwez kerez
Pablo Neruda
fellout a rafe din e vefe skrivet paper mortuaj pep den er yezh ma voe savet e skrid-ganedigezh
Bertolt Brecht
fentus eo pegen diboell eo an doare ma kav d'ar re fallakr e troio pep tra da vat en diwezh
Victor Hugo
fetisañ plijadur ar vuhez-mañ eo plijadur c'houllo an touellerezh
Giacomo Leopardi
feur: ur c'hroc'hen a cheñch e loen
Anonymous
fin ar furnez a zo huñvreal ken uhel ken na goller an huñvre tra m'emeur ouzh e glask
William Faulkner
frankiz an demokratelezh n’eo ket asur mar gouzañv an dud kresk an nerzh prevez ken na zeu da vezañ kreñvoc’h eget o stad demokratel
Franklin Delano Roosevelt
frankiz ar wask eo an hini he deus, marteze, gouzañvet ar muiañ diwar dic'hradañ goustadik soñj ar frankiz
Albert Camus
freuziñ an dimeziñ abalamour ma ne garez ket ur paotr a zo tost ken sot evel dimeziñ gantañ dre ma karez anezhañ
Zsa Zsa Gabor
fulenn-erc'h ebet ne gouezh morse el lec'h fall
Zen saying
fur eo an neb a gav plijadur en arvest kinniget gant ar bed
Fernando Pessoa
fur eo krediñ ar pezh a ra an arzour, tra ken, ha n'eo ket ar pezh a lavar diwar-benn e labour
David Hockney