Logos Multilingual Portal

Select Language

a b c d e f g h i j k l m n o p r s t u v w y z

talvezout a ra derc'hel soñj ez eo bet a-viskoazh ar bizhoni enebour d'ar vertuz. Ral e teu an neb a glask re evitañ e-unan da c'hounit brud vat
Leon Battista Alberti
talvoudegezh ar barzh eo talvoudegezh e wellañ barzhoneg
Fernando Pessoa
talvoudegezh un den zo kement a dud hag a oar a yezhoù
Carlo V
taol pled ouzh da soñjoù - da gomzoù e teuint da vezañ. Taol pled ouzh da gomzoù - da oberoù e teuint da vezañ. Taol pled ouzh da oberoù - da voazioù e teuint da vezañ. Taol pled ouzh da voazioù - da demz-spered e teuint da vezañ. Taol pled ouzh da demz-spered - da donkadur e teuio da vezañ
Frank Outlaw
Tasmaniz, n'o doa morse avoultret, a zo aet da get bremañ
William Somerset Maugham
te da-unan eo an hini ac'h eus aon da zislavaret ar muiañ
Nassim Nicholas Taleb
te eo an dimezell Smith, merc'h d'ur banker hag a zo liesvilioner, n'eo ket? Nann? Digarez ac'hanon, evit ur momed e kave din e oa bet piket va c'halon ganit
Groucho Marx
teorienn ar Gomunourien a c'hall bezañ diverret en ul lavarenn: torridigezh ar madoù prevez
Karl Marx
termenañ ur ger zo evel tapout ur valafenn war-nij
Aurélio Buarque de Holanda Ferreira
tonkadur ur bobl zo diouzh stad he yezhadur. N'eus bro vras ebet hep ar reizhder yezh
Fernando Pessoa
tonket e voe-eñ, evel ma vez d'an holl dud, bevañ dre vareadoù a zienez
Jorge Luis Borges
torfedourien dec'h zo aotrounien hiziv ha torfedourien hiziv a vo aotrounien warc'hoazh
Carl William Brown
tourmant bras hor buhez a zeu diwar vezañ digenvez da viken, hag hon holl strivoù, hon holl oberoù, n'o deus nemet ur pal: tec'hout rak an digenvez-se
Guy de Maupassant
tra ma pado mab-den e vo sioù fall
Tacitus
tra ma vamo an dud ouzh re evel Kezar ha Napoleon, e savo re evel Kezar ha Napoleon, dizale, a-benn o lakaat reuzeudik
Aldous Huxley
tra ma vez ar marv ez eus spi
Giuseppe Tomasi di Lampedusa
tra ma vez un dra en da gerz e c’haller e gemer diganit. Ma roez anezhañ, avat, ec’h eus e roet. Laer ebet ne c’hall e gemer diganit. Dit e vo neuze da viken
James Joyce
tra ma vo eoul-maen eno, ne vo ket peoc'h er Reter-Kreiz
Anónimo
trawalc'h gant an dramm er sportoù; ra vo difennet ar c'hontrolloù!
Anonymous
treiñ al lennegezh zo evel c'hoari daou - gwelloc'h komz nebeutoc'h diwar e benn hag e ober gwelloc'h
Andrea Casalegno
treiñ douar frouezhus al labour-douar e douar hag a genderc'h bouedoù hag a vo implijet evel biodreloskoù a zo un torfed a-enep an denelezh
Jean Ziegler
treiñ eo an donañ doare da lenn
Gabriel García Márquez
treiñ-distreiñ a rez, ha pa chomez a-sav e kouezhez d'an douar
Carmelo Bene
treitour eo an nep a zilez e strollad evit enskrivañ en ur strollad all; un den koñvertiset eo an nep a zilez ur strollad all evit enskrivañ en ho hini
Georges Clemenceau
tremenet em eus va buhez o prouiñ ar reolenn
Sacha Guitry
treuzvarc'had: an arz a lodennañ ur wastell en un doare ma kav da bep hini ez eo gantañ emañ al lodenn vrasañ
Ludwig Erhard
trist eo soñjal e komz an natur ha ne selaou ket mab-den
Victor Hugo
tro-dro din ez eus beleien hag a vez an ton hag ar pardon ganto o lavaret n'eo ket o beli eus ar bed-mañ, met a zo, daoust da se, prest da lakaat o c'hrabanoù war pep tra war-hed-taol dezho
Napoleon Bonaparte
tro-pe-dro eo bet pep ger un nevezc'her
Jorge Luis Borges
troc'hañ a c'hallont an holl vleunioù, herzel ouzh an nevezamzer ne raint ket avat
Pablo Neruda
tud evel-se eo ar bolitikourien: pa welont ar sklêrijenn e penn pellañ an tunnel ez eont da brenañ muioc’h a dunnel
John Quinton
tud faltazius hag a zo anezho en ijin ar skrivagnerien eo al lennereien
Achille Campanile