Logos Multilingual Portal

Select Language

a b c d e f g h i j k l m n o p r s t u v w y z

na aes eo skrivañ en un doare diaes
Eugenio Colorni
na buan hon eus ankouaet an amzer ma oa divroerien ac'hanomp
Susanna Agnelli
na chañs o deus ar gouarnamantoù ne soñj ket an dud
Adolf Hitler
na c'hoanta mann, ha te a vo an hini pinvidikañ er bed
Miguel de Cervantes
na implijit morse tro-lavar estron ebet, na ger skiantel ebet, na ger jargon ebet, ma ne c'hallit ket soñjal eus ur ger a glot gantañ er yezh pemdeziek
George Orwell
na zispleg gwech ebet. Da vignoned n'o devo ket ezhomm eus se, ha da enebourien ne gredint ket forzh penaos
Oscar Wilde
nac'h gwirioù sevenadurel ar minorelezhioù a ra kement a zroug da framm reizhder-buhez ar gevredigezh evel ma ra nac'h ar gwirioù sivil
Joshua A. Fishman
naetaat ho ti keit ha ma vez ho pugale o kreskiñ c'hoazh zo evel sevel an erc'h a-ziwar ar wenodenn kent na vez echu ar barrad erc'h
Phyllis Diller
nag a enkrezioù a ya gant an avel, pa zivizer bezañ unan bennak, ha n'eo ket un dra bennak
Coco Chanel
nag un druez ez eo dalc'het an holl dud a oar penaos ren ar vro pe o vleinañ taksioù pe o troc'hañ blev
George Burns
nag un druez n'eo ket ur pec'hed evañ dour - pegen mat e vefe!
Giacomo Leopardi
nag ur mare spontus pa vez ar genaoueg o ren an dall
William Shakespeare
ne azezin ket ouzh da daol ha sellet ouzhit o tebriñ, hep mann war ma asied, ha neuze lavaret on koanier. N'eo ket dre azezañ ouzh taol e teuer da vezañ koanier. N'eo ket dre vezañ amañ en Amerika e teuer da vezañ Amerikan.
Malcolm X
ne c'hall ket an den bezañ mestr war ar pezh a c'hoarvez gantañ; bez' e c'hall, avat, bezañ mestr war e emzalc'h ouzh ar pezh a c'hoarvez gantañ
Brian Tracy
ne c'hall ket bezañ eus ar gevredigezh ma ne vez ket diazezet war un doare gevier kourtes, ha ma ne lavar den ebet dres ar pezh a soñj
Lin Yutang
ne c'hallan ket cheñch an amzer dremenet; va eñvorennoù a c'hallan cheñch avat
Anónimo
ne c'hallez ket lâret n'a ket war-raok ar sevenadur, rak e pep brezel e lazhont ac'hanout en un doare all
Will Rogers
ne c'hallomp ober netra washoc'h d'un den eget reiñ hon holl evezh dezhañ-eñ hepken
Elias Canetti
ne c'houlenner ket ouzh an hini trec'h hag ar wirionez en doa lavaret pe n'en doa ket. Pa brienter da-geñver ur brezel ha pa vezer o vrezeliañ, n'eo ket bezañ reizh a gont met bezañ trec'h
Adolf Hitler
ne fel ket din bezañ ma-unan; bezañ lezet ma-unan a fell din
Audrey Hepburn
ne gav ket din ez eo ken talvoudus un den m’en defe div blac’h pe ez eo kendister talvoudegezh ur plac’h ma vefe an eil choaz
Marilyn Monroe
ne gav ket din ez eo ret krediñ ez eo mennozh an hevelep Doue hag en deus hon donezonet gant ar skiant, gant ar poell ha gant ar spered, ec'h ankounac'hafemp penaos ober ganto
Galileo Galilei
ne gav ket din ez eus ezhomm eus re a wirionded er gevredigezh. Evel un treust houarn en un ti kartoù e vefe se
William Somerset Maugham
ne gaver ar wirionez nemet en hon diabarzh; ne c'haller ket he c'havout kennebeut dre implijout ar feulster a-enep an enebourien eus an diavaez
Mohandas Karamchad Gandhi
ne gaver ket saourus an deizioù nemet p’en em dennomp diouzh rankout kaout un tonkadur
Emil Cioran
ne glevomp nemet ar goulennoù omp gouest da respont dezho
Friedrich Wilhelm Nietzsche
ne gomprenan ket perak e vez heuget ken aes an dud gant an implij-mañ eus ar gaz. Me zo a-du penn-da-benn ma vefe implijet ar gaz binimus a-enep ar meuriadoù n'int ket bet sevenet. An efed a-fed ar vuhezegezh a rankfe bezañ mat.. ha skignañ a rafe ur spont bras
Winston Churchill
ne gredomp nemet er pezh a welomp; diwar grouidigezh ar skinwel eta e kredomp e pep tra
Dieter Hildebrandt
ne lâran ket n'eo ket genaouek ar plac'hed: gant an Hollc'halloudeg int bet graet da vezañ heñvel ouzh ar baotred
George Eliot
ne lavarer mann n'eo ket bet lavaret c'hoazh
Terentius
ne oa ket bet va soñj tostaat ouzh ar bobl em skrivadennoù. Evit gwir, ne oa bet morse va soñj tostaat ouzh den ebet
Jorge Luis Borges
ne ra forzh pelec'h e vez an den, pa vez en e vleud, eno emañ e vro
Marcus Pacuvius
ne ra forzh petra a fell d'an den lavaret, un anv hepken zo evit e venegiñ, ur verb hepken a lakaio buhez ennañ ha nemet un anv-gwan ne c'hall e zoareañ
Guy de Maupassant
ne ra forzh petra a ra ar merc'hed e vez ret dezho en ober un hanter gwelloc'h eget ar baotred a-benn bezañ gwelet un hanter koulz evelto. Dre chañs, se n'eo ket diaes
Charlotte Whitton
ne ra ket gwall forzh gant piv e timezomp, rak antronoz vintin ez omp sur da gaout e oa gant unan all
Samuel Rogers
ne ran ket an aluzen. N'on ket paour a-walc'h evit se
Friedrich Wilhelm Nietzsche
ne sellan ouzh ar bed nemet evel m'emañ, ul leurenn ma rank pep den c'hoari e roll
William Shakespeare
ne vefent ket tud avat, ma ne vefent ket trist. Da vervel eo int bet ganet. Ar marv eo o broud da strivañ, da zerc’hel koun ha da rakwelet
Cesare Pavese
ne vez doujet nemet gwirioù mab-den ar re anavezet gant al lezenn
Anónimo
ne vez ket aon rak ar sioù-fall en dud, rak drezo e vezont lakaet da vezañ sklav ; rak ar vertuz, ya, rak drezi e vezont lakaet da vezañ mistri
Diego de Saavedra Fajardo
ne vezan morse ken bec'hiet ha pa ne'm bez netra d'ober
Publius Cornelius Scipio Africanus
ne vezer ket ganet plac'h, dont a reer da vezañ plac'h
Simone de Beauvoir
ne vijes ket ouzh va c'hlask, ma ne'z pije ket va c'havet c'hoazh
Blaise Pascal
ne vountez ket ur gontell nav meudad e-barzh kein ur paotr ha neuze he zennañ c'hwec'h meudad er-maez ha lavaret emaout o vont war-raok
Malcolm X
ne welan fazi ebet ne'm bije ket gallet ober va-unan
Johann Wolfgang von Goethe
ne welomp ket an traoù evel m'emaint, met evel m'emaomp
Anaïs Nin
ne werzher ket an douar a gerzh an dud warnañ
Tashunka Witko
ne zesk ket an dud kalz a dra diwar ar c'hentelioù istor eo ar pouezusañ eus an holl gentelioù istor
Aldous Huxley
ne zoujer ket gwirioù mab-den e Kuba, nemet e Guantánamo
Anónimo
nebeut a c'hoantaan, ha nebeut e c'hoantaan an nebeud a c'hoantaan
San Francesco d'Assisi
nebeut a dra a zo ken digemm evel stagidiegzh ar strolladoù politikel ouzh ar mennozhioù o deus roet tro dezho da c'hounit ar galloud
John Kenneth Galbraith
nebeut hor gwel evel m'emaomp, an holl avat a wel ar pezh a glaskomp bezañ
Niccolò Machiavelli
nebeut-tre a draoù a c'hoarvez d'ar poent mat, hag ar peurrest ne c'hoarvezont tamm ebet: an istorour difraeüs a reizho an diankadennoù-se
Herodotus
nec'het on, dre ma'z on krog da gaout mennozhioù n'on ket a-du ganto
Francesco Tullio Altan
Nedeleg laouen ha bloavezh mat
Anonymous
nemet aested an hini trec'h n'eo ar justis
Plato
nemet an arz a stoufañ toulloù n'eo ar c'hazetennerezh
Rebecca West
nemet an den kalonek ne oar pardoniñ. An den laosk ne oar ket; n'emañ ket en e natur
Laurence Sterne
nemet an hini a zo trist-meurbet n'en deus ar gwir da drueziñ ouzh unan all
Ludwig Wittgenstein
nemet an neb na c'hortoz netra n'eo dieub da vat
Andrew Young
nemet an nep n'en deus ket aon da vervel evit ar wirionez n'eo dellezek da gomz anezhi
José María Vargas Vila
nemet ar pezh am eus kollet n'on perc'henn warnañ da viken
Elisa Félix
nemet ar pezh n'eo ket bet paeet a'n em gav ker
Camillo Sbarbaro
nemet ar re a gred c'hwitañ kalz a c'hall kaout kalz
Robert Francis Kennedy
nemet ar re c'hoant ganto paeañ tailhoù ne vefe ret dezho chom e paradozioù an tailhoù, pa'z int holl ken bihan
Anónimo
nemet daou vod oberiañ n'o deus an denien: an diatebegezh hag ar gouezvell
James R. Schlesinger
nemet diouiziegezh ha fiziañs ennout da-unan n\'ec\'h eus ezhomm da gaout, ha hep mar e teuio brav ganit
Mark Twain
nemet diwadañ hor memor n'eo ar faltazi
Pierre Bonnard
nemet dre an diefed eo deuet skiantoù ar c'hornaoueg da vont war-raok, eus an eeun d'ar c'hemplezh
Marco Crivellaro
nemet dre frankiz ar wask ne vez difennet hor frankiz, ha mar krenner war frankiz ar wask e lakaer hor frankiz en arvar
Thomas Jefferson
nemet dre o implijout e teu ar gerioù da vezañ gerioù just, mat ha gwirion ur yezh
Alessandro Manzoni
nemet dre varmouzañ an dud all e teu un den da vezañ den
Theodor W. Adorno
nemet e daou benn pellañ skeul ar gevredigezh ne anavezer ar rouaned
Pier Paolo Pasolini
nemet evezhiañs an dud ne sura dazont n'eus forzh pe geveredigezh
Noam Chomsky
nemet gant ar c'houn ne grouer
Alphonse Karr
nemet gant ar galon ne vez gwelet mat. Ar pep retañ zo diwelus d'an daoulagad
Antoine de Saint-Exupéry
nemet gerioù n'hon eus
Samuel Beckett
nemet huchal ar wirionez e dremmoù an holl ne rank-hi ober. Den n'en kredo hag an holl dud a gavo dezho ez eo sot!
Luigi Pirandello
nemet mevelion ar vankerien n'eo ar bolitikourien
Ezra Pound
nemet pa fell dezho en em ziskouez disheñvel diouzh ar pezh int ne vez droch an dud
Giacomo Leopardi
nemet pa n'o deus ket da zibab e teu an dud da vezañ harozed
Paul Claudel
nemet pa vez teñval a-walc'h ne weler ar stered
Martin Luther King
nemet pa'z eo bet diskaret ar wezenn diwezhañ, nemet pa'z eo bet ampoezonet ar stêr ziwezhañ, nemet pa'z eo bet tapet ar pesk diwezhañ, neuze hepken e komprenit n'eur ket evit debriñ arc'hant
Cree Indian Prophecy
nemet raktresañ fall n'eo an avantur
Roald Amundsen
nemet sodien n'o deus mar ebet. Sur out? Hep mar ebet!
Luciano De Crescenzo
nemet un arm gwir efedus en deus mab-den: ar c'hoarzhin
Mark Twain
nemet un dra ne c'hoantaan, bezañ hep c'hoantoù
Anónimo
nemet un dra ne lavaromp: reiñ tro d'ar peoc'h
John Lennon
nemet un touell n’eo ar gwirvoud, evitañ da vezañ unan padus-tre
Albert Einstein
nemet un trouz n'eo ar gerioù ha nemet paper n'eo al levrioù
Paul Claudel
nemet ur berzh ned eus - gallout bevañ da vuhez diouzh da zoare
Christopher Morley
nemet ur ger all evit frankiz ar soñj n'eo herezi
Graham Greene
nemet ur gudenn brederouriezhel sirius da vat ne'z eus, da lavaret eo an emzistruj
Albert Camus
nemet ur mad ne'z eus: ar ouiziegezh, ha nemet un droug: an diouiziegezh
Socrates
nemet ur rummad skeudennoù en empenn n'eo pep buhez, hag eus o zouez n'eur ket evit ober an diforc'h etre ar re a vez ganet da draoù gwirion hag ar re a vez ganet da huñvreoù kuzh, ha n'eus abeg ebet evit prizañ an eil re muioc'h eget ar re all
Howard Phillips Lovecraft
nemet ur seurt tostoni ne zle bezañ meulet: hini ar gerioù
Constancio Vigil
nemet ur sod ne gavje gwell ar brezel eget ar peoc'h - rak er peoc'h e vez douaret an tadoù gant o mibien, hag er brezel e vez douaret ar vibien gant o zadoù
Herodotus
nemet war varc'h-houarn ne c'hall ar sokialouriezh en em gavout
José Antonio Viera Gallo
nerzh ar boaz zo ken kreñv ken na zeu bevañ zoken da vezañ ur boaz
Gesualdo Bufalino
nerzh un den dalc'het gant ur gredenn zo kement ha naontek den ha pevar-ugent n'int nemet dedennet gant tra pe dra
John Stuart Mill
netra ne baoura evel ar c'hoantegezh
Anónimo
netra ne fell din prouiñ, nemet diskouez ne fell din
Federico Fellini
netra ne gavomp ken divalav evel ar rezon, pa ne vez ket a-du ganeomp
George Savile
netra ne noaz ur vro muioc'h eget tud ijin ganto o lakaat ar re all da grediñ int speredek
Francis Bacon
netra nemet didalvoudegezh al liñvadenn gentañ ne harz ouzh Doue a gas unan all
Nicolas de Chamfort
netra n'eo ampoezon ha pep tra zo ampoezon; gant ar muzuliadur emañ an dalc'h
Paracelsus
netra n'eo ken pouezus evel kemm boazioù ar re all
Mark Twain
netra n'eus a-enep al lezenn mar diviz kant a dud a aferioù e ober
Andrew Young
netra vat ne c'hall reiñ plijadur deomp ma n'en lodennomp ket gant tud all
Lucius Annaeus Seneca
neuze e kavomp ar wirionez eeun-mañ, daou du dezhi: da gentañ omp ur gumuniezh tud hag a gomz ar memes yezh, ha da eil ez eo komz ar yezh-se unan eus an traoù hol laka da vezañ denel
Octavio Paz
neuze e teuas an araokaat ha distrujañ pep tra, muioc'h eget ar brezel zoken, rak ma voe distrujet hor madoù gant ar brezel, gant an araokaat e voe distrujet hon doare-bevañ
Bruno Ugolotti
neuze emaon o chom er bed evel un den hag a evezh mab-den, kentoc'h eget evel unan eus ar spesad
Joseph Addison
ne'm eus ket amzer da vezañ war vall
John Wesley
ni holl a gemer e rankomp mervel; bevañ an hini eo ne zegemeromp ket
Graham Greene
n'em eus ket amzer a-walc'h evit e goll o c'hounit arc'hant
Alexander Agassiz
n'eo ar goustiañs a dermen ar vuhez, met ar vuhez a dermen ar goustiañs
Karl Marx
n'eo ket a-enep ar milinoù-avel, met a-du ganto, en em gann ar re Zon Quixote hiziv
Anónimo
n'eo ket a-youl-gaer e'n emellan em aferioù prevez va-unan
Karl Kraus
n'eo ket abalamour d'ar pezh na ouzomp ket e teu bec'h warnomp, met abalamour d'ar pezh a ouzomp hep arvar pa n'emañ ket evel-se
Mark Twain
n'eo ket an enorioù a ra ar veurded, o dellezout an hini eo
Aristotle
n'eo ket an holl a gondaoner da vezañ speredek
Carlo Emilio Gadda
n'eo ket an holl dud a c'hall fougasiñ o deus ur mignon
Antoine de Saint-Exupéry
n'eo ket ar frankiz a vank, met an dud zieub
Leo Longanesi
n'eo ket ar marv ar c'hrisañ gwall, met c'hoantaat ar marv hep kaout memes ar c'hras-se
Sophocles
n'eo ket ar marv brasañ koll ar vuhez. Ar brasañ koll eo ar pezh a varv en hon diabarzh, ha ni bev c'hoazh
Francis Bacon
n'eo ket ar pezh a zo bet skrivet a vez troet, met ar pezh a felle d'ar skrivagner e skrivañ - setu perak ne vo biken gouest an urzhiataerioù da dreiñ
Anónimo
n'eo ket ar politikerezh a laka re iskis da rannañ ar memes gwele, met an dimezelezh en gra
Groucho Marx
n'eo ket ar re na ouzont na lenn na skrivañ a vo ar re zistudi en 21vet kanted, met ar re na ouzont ket deskiñ, dizeskiñ hag addeskiñ
Alvin Toffler
n'eo ket ar re o deus re nebeut a zo paour, met ar re a c'hoanta re
Lucius Annaeus Seneca
n'eo ket ar stourm hor redi da vezañ arzourien, an arz, evelato, hor poulz da stourm
Albert Camus
n'eo ket ar vuhez a vez astennet, met ar gozhni
Anónimo
n'eo ket da follentez va yaouankiz em eus keuz, met da vezañ dic'houest da vezañ foll c'hoazh
Pierre Benoit
n'eo ket dall ar garantez, met hirwel kentoc'h; ar pezh a brou se eo e krog da welet ar sioù beb ma'z eont war bellaat
Oscar Wilde
n'eo ket denekaat ar brezel met e lemel, aze emañ an dalc'h
Albert Einstein
n'eo ket diwar ar galloud-korf e teu an nerzh, met diwar ur volontez zibleg
Mohandas Karamchad Gandhi
n'eo ket dre an diouer a leveoù e varv an dud. Mervel a reont dre ma n'eo ket digor a-walc'h dezho danvez ar madoù
Vandana Shiva
n'eo ket dre c'houlenn outañ e vo gouezet petra eo gwir vennozh un den
Marcel Proust
n'eo ket e vertuzioù a lavar deomp piv eo an den, met e sioù, beb tro
Umberto Galimberti
n'eo ket en un huñvre hepken emañ ar wirionez, met e meur a hini
Pier Paolo Pasolini
n'eo ket en ur vro e ra an den e annez, en ur yezh kentoc'h
Emil Cioran
n'eo ket eus an devezhioù hor bez soñj, nemet eus ar momedoù
Cesare Pavese
n'eo ket evit he seizh marzh, nag evit he seitek marzh ha tregont e vez karet ur gêr vras, met dre ma kinnig ur respont da'z koulenn dit
Italo Calvino
n'eo ket evit reiñ gouiziegezh d'al lenner e vez savet ur memorandum, evit difenn ar skrivagner avat
Dean Acheson
n'eo ket evitañ e-unan e plant un den ur wezenn, met kentoc'h evit ar re a zeu war e lerc'h
Alexander Smith
n'eo ket gant al luc'hskeudenn hec'h-unan on dedennet. Ar pezh a fell din eo tapout ur rannig eus un eilenn eus ar gwirvoud
Henri Cartier-Bresson
n'eo ket gant an arc'hant e vez kavet priziusañ traoù ar vuhez
Albert Einstein
n'eo ket gant an dud desket er skolioù-meur, ha me 'oar-me, e vez savet ar gerioù, met gant Yann Gouer. Gant ar c'heriadurourien dalc'hmat e vezont anavezet re ziwezhat, ha balzamet hervez urzh al lizherenneg, alies goude m'o deus kollet o zalvoudegezh orin
Gabriel García Márquez
n'eo ket gant e skiantoù evez touellet an den, met gant e varnerezh
Johann Wolfgang von Goethe
n'eo ket gant gerioù hepken e vez maget mab-den, daoust ma'z eo gwir e vez ret dezhañ o lonkañ a-wezhioù
Adlai Stevenson
n'eo ket gant skiant ar mad e vez graet ar politikerezh, met ne c'haller ket en ober hepti
André Malraux
n'eo ket gouzout ha bras on, pe bihan, a'm chal, met kentoc'h gouzout ha war greskiñ ez an gant pep deiz a ya hebiou
Eduardo Chillida
n'eo ket gwir ez eo an devezhioù glav ar re washañ; n'eo nemet en devezhioù glav ma c'hall an den kerzhet sonn e benn memes mar bez o leñvañ
Jim Morrison
n'eo ket hepken e tegemer ar braz eus an dud ar feulster mar bez implijet gant an aotrouniezhoù lezennel, kavout a ra dezho ivez ez eo lezennel e pep keñver ar feulster a-enep seurtoù tud zo, ne ra forzh gant piv e ve implijet
Edgar Z. Friedenberg
n'eo ket ken diaes en em glevet e yezh all ebet evel ma'z eo en ho yezh hoc'h-unan
Karl Kraus
n'eo ket komzoù ar re feuls a rae aon din, met kentoc'h peoc'h an dud onest
Martin Luther King
n'eo ket mat d'an den kaout pep tra a c'hoanta
Heraclitus
n'eo ket nac'h ar pezh a zo estren a ro nerzh d'ur yezh; en heñvelaat emañ an nerzh
Johann Wolfgang von Goethe
n'eo ket ral en em gavout gant laeron hag a sarmon a-enep al laerezh
Miguel de Unamuno
n'eo ket reiñ da c'houzout d'al lenner a fell d'ar wask, met e gendrec'hiñ emeur o reiñ da c'houzout dezhañ
Nicolás Gómez Dávila
n'eo ket reizh n'eo nemet er prizonioù e c'haller kaout an dramm e pep lec'h
Anónimo
n'eo ket reoliañ eo talavoudegezh ren, met ober e zever
Lucius Annaeus Seneca
n'eo ket ret deomp kaout aon rak ar marv, rak keit ha ma chomomp bev n'eus ket eus ar marv, ha pa zeu ar marv, n'eus ket ac'hanomp
Epicurus
n'eo ket ret deviñ al levrioù a-benn distrujañ ur sevenadur. N'eus nemet lakaat an dud da baouez a lenn anezho
Ray Bradbury
n'eo ket ur vezh ez eus bet kaset bankerien zo d'an toull-bac'h; ar pezh a zo gwallskouerius eo e chom dieub an holl re all
Honoré de Balzac
n'eo nemet an dud diorroet o spered a blij dezho deskiñ; ar re ziouiziek a gav gwelloc'h kelenn
Edouard Le Berquier
n'eo nemet ar re n'o deus studiet pizh netra a'n em gav kendrec'het
Emil Cioran
n'eo nemet ar re varv a wel fin ar brezel
Plato
n'eo nemet gant an dud vras ez eus sioù
François de La Rochefoucauld
n'eo nemet ma kemerit hent ar c'huzh-heol e kavit ruzell an deiz
Mirco Stefanon
n'eur ket evit deskiñ netra d'an den, nemet e skoazellañ d'e gaout ennañ e-unan
Galileo Galilei
n'eur ket evit stardañ dorn gant ur meilh-dorn
Indira Gandhi
n'eus bet morse un diforc'h ken bras etre ar re a labour hag ar re a ra arc'hant hep labourat
Vandana Shiva
n'eus brasoc'h mallozh eget ur mennozh skignet dre ar feulster
Ezra Pound
n'eus den ken kozh ma vez hep ar spi da vevañ e-pad un devezh all da nebeutañ
Lucius Annaeus Seneca
n'eus den ken yaouank ma ne c'hall ket mervel hiziv
Francesco Petrarca
n'eus dever ebet hag a vez prizet ken izel evel an dever da vezañ laouen
Robert Louis Stevenson
n'eus forzh pe blac'h a garfe chom fidel. Ar pezh a zo diaes eo kaout ur paotr da chom fidel dezhañ
Marlene Dietrich
n'eus forzh piv hag a zo ken mennet da vezañ Prezidant ken na gas daou vloavezh o prientiñ hag o stourm evit se, n'eus ket tu da fiziout ar post-se ennañ
David Broder
n'eus froud imor ebet ma ren ken kreñv an emgarantez eget na pa vez bet piket ar galon; dalc'hmat eo prestoc'h an den da aberzhañ sederded an hini a gar eget na'z eo da goll e hini
François de La Rochefoucauld
n'eus gwashoc'h dishegar eget dishegar ar rezon
Miguel de Unamuno
n'eus gwirionoc'h karantez eget ar garantez voued
George Bernard Shaw
n'eus ingalet mann ebet ken reizh hag ar skiant-vat, rak peb den a gav dezhañ en deus e walc'h anezhi
René Descartes
n'eus ket a eurvad hep frankiz, nag a frankiz hep kalonegezh
Pericles
n'eus ket a garantez hep gouzañv pe hep lakaat unan all da c'houzañv
Henri François-Joseph de Régnier
n'eus ket a louzeier fall nag a dud fall. Nemet gounideien fall ne'z eus
Victor Hugo
n'eus ket a relijion boellek; dalc'hmat e stourm ar relijion a-enep ar poell
Patrick Emin
n'eus ket a sekredoù miret gwelloc'h eget ar re a vez divinet gant an holl dud
George Bernard Shaw
n'eus ket a vennozhioù kent o zermen, ret eo d'an den gortoz ec'h erru ar poent mat
Jean Monnet
n'eus ket a veurded hep eeunded
Leo Tolstoy
n'eus ket a vugale diwar an avantur, n'eus nemet mammoù ha tadoù diwar an avantur
Leon R. Yankwich
n'eus ket eus ar frankiz; an enklask evit ar frankiz zo avat, hag an enklask-se eo hon dieub
Carlos Fuentes
n'eus ket ezhomm da redek, nemet mont en hent abred
Aesop
n'eus ket kalz a dra a bouez bras, ha nebeut a dra a zo a bouez e nep doare
Arthur James Balfour
n'eus ket un hent d'ar peoc'h. Ar peoc'h eo an hent
Mohandas Karamchad Gandhi
n'eus mann ebet diaesoc'h eget an eeunded, na netra aesoc'h eget al lubanerezh
Fedor Michailovich Dostoevski
n'eus mann ebet heñvel ouzh emroüsted ur plac'h dimezet. Eus an dra-se, paotr dimezet ebet ne oar netra
Oscar Wilde
n'eus mann er poell na voe ket da gentañ er skiantoù
San Tommaso d'Aquino
n'eus mann hag a zo talvoudusoc'h hag uheloc'h eget ur geriadur evel c'hoariell evit ar vugale pemp vloaz pe goshoc'h. Ha c'hoazh, gant un tammig chañs, evit ar skrivagnerien ken na vez tapet ganto o c'hant vloaz
Gabriel García Márquez
n'eus mann nebet atomoù ha goullonder; mennozhioù eo pep tra all
Democritus
n'eus mennozh ebet hag a zo ker sot ma ne vo ket prederour pe brederour evit e venegiñ
Marcus Tullius Cicero
n'eus na deroù na diwezh, nemet ar youl zidermen evit ar vuhez
Federico Fellini
n'eus nemet gwellaat un den evit e rivinañ
Oscar Wilde
n'eus nemet un doare da chom yac'h: debriñ ar pezh na'c'h eus ket c'hoant, evañ ar pezh na gavez ket mat, hag ober ar pezh a gavfes gwelloc'h chom hep ober
Mark Twain
n'eus nemet un doare da zigreskiñ an implij eus an dramm - e lezennekaat
Gary Becker
n'eus nemet un dra hag a zo gwashoc'h eget kaout tud o komz diwar ho penn: bezañ hep den ebet o komz diwar ho penn
Oscar Wilde
n'eus netra a c'hall bezañ lousoc'h eget ur brezel kuzh
Susan Sontag
n'eus netra badus, nemet cheñch
Heraclitus
n'eus netra diaesoc'h da stourm outañ eget un tamm mel
Arnold Lobel
n'eus netra hag a zo dibosupl d'an hini na rank ket en ober e-unan
A.H. Weiler
n'eus netra hag a zo savet war ar maen; pep tra a zo bet savet war an traezh, met ret eo sevel batimantoù war an traezh evel pa vije maen
Jorge Luis Borges
n'eus netra heñvel ouzh distreiñ d'ul lec'h hag a zo c'hoazh digemm evit meizañ e pe zoareoù eur cheñchet
Nelson Mandela
n'eus netra ken diaes hag anavezout ur sod, mar chom mut
Alonso de Ercilla y Zuñiga
n'eus netra ken pleustrek evel un deorienn vat
Kurt Lewin
n'eus netra mat na fall, dre ar soñj eo e teu da vezañ evel-se
William Shakespeare
n'eus reizhenn ebet. Pep den zo un direizhadenn d'ur reolenn ha n'eus ket anezhi
Fernando Pessoa
n'eus tamm diforc'h ebet etre lenn hag ar ranellder
Pascal Quignard
n'eus teorienn zemokratel ebet hag a arvarfe ez eo an unpiaou war ar ouiziegezh unan eus fedoù un diktatouriezh
Giovanni Sartori
n'evan ket alkool. Ket abalamour d'ar vertuz, met pa'z eus un evaj a gavan gwell, da lavaret eo, an dour
Jorge Luis Borges
n'hoc'h eus komprenet mann, o vezañ ma'z oc'h un den evel ar re all. Un den evel ar re all a zo un euzhvil, ur gwall baotr dañjerus, Yann ar Peul, ur gouennelour, ur sklavour hag ur chafoutreer
Pier Paolo Pasolini
n'hon eus ket muioc'h a wir da fripañ an eürusted hep he froduiñ eget da fripañ ar binvidigezh hep he froduiñ
George Bernard Shaw
n'hon eus nemet an eürusted hon eus roet
Eduard Pailleron
n'omp ket evit bezañ kizidikoc'h ouzh ar blijadur hep bezañ kizidikoc'h ouzh ar boan
Alan Watts
n'omp ket evit lezennelaat trafik an dramm pa'z eus kalz re a arc'hant er gont
Hillary Clinton
n'omp perc'henn war netra, nemet war an amzer
Lucius Annaeus Seneca
n'on ket dedennet gant ar skiantoù. Ne daolont ket pled ouzh an huñvreoù, ar chañs, ar c'hoarzhin, ar fromoù hag an dislavar - ar pezh a gavan prizius
Luis Buñuel
n'on ket drougweler. Anavezout an droug, n'eus forzh pelec'h e vez, a zo, da'm meno, un doare gwellwelerezh
Roberto Rossellini
n'on ket evit bevañ gant un den ha na c'hall ket bevañ hepdon
Nadine Gordimer
n'on ket evit kaout doujañs bras ouzh labour an droourien, rak ma rafen se en em lakafen da skrivañ en ur ober gant ur yezh yen ha plaen, disliv ha divlaz e pep keñver
Günter Grass
n'on ket evit nac'h eo mat al louzeier evit tud zo, met lavaret a ran int marvel evit mab-den
Jean-Jacques Rousseau
n'on ket peoc'helour hepken, met peoc'helour ha stourmer. Prest on da stourm evit ar peoc'h
Albert Einstein
n'on ket yaouank a-walc'h evit gouzout pep tra
Oscar Wilde
n'on perc'henn war netra kement ha war ar pezh am eus roet d'ar re all
Lucius Annaeus Seneca
n'ouzomp ket gant piv e voe dizoloet an dour, sur omp avat ne oa ket gant ur pesk
John Culkin
n'ouzomp ket petra a c'hoarvez ganeomp - setu ar pezh a c'hoarvez ganeomp
José Ortega y Gasset
n'ouzomp resis nemet pa n'ouzomp ket kalz a dra; gant ar ouiziegezh e kresk an arvar
Johann Wolfgang von Goethe
n'ouzon ket hag-eñ ez eus eus Doue, met ma n'eus ket anezhañ e verk gwell
Stefano Benni
n'ouzon mann eus al lennegezh kempred. Abaoe ur pennad ez eo ar C'hresianed ar skrivagnerien a zo kempred ganin
Jorge Luis Borges
n’eo ket a-benn en em goll hag ankouaat hor buhez pemdeziek e vefe ret deomp lenn, met kentoc’h ma vefe startoc’h, emskiantekoc’h ha parfetoc’h, hor c’hrog war hor buhez
Hermann Hesse
n’eo ket ar c’hreñvañ eus ur spesad a zreistvev ar re all, nag ar speredekañ, met kentoc’h an hini prestañ d’en em ober diouzh ar c’hemmoù
Charles Darwin
n’eo ket dre zegouezh e vez divizet piv eo hor mignoned, met hervez hor c’hreñvañ trivliadennoù
Alberto Moravia
n’eo nemet war an traoù ha n’eur ket dedennet ganto e c’haller reiñ barn hep doug na dizoug; hep mar, setu perak ez eo didalvez a-grenn pep barn hep doug na dizoug
Oscar Wilde
n’eus forzh pe Amerikan a zo prest da lakaat e anv da vezañ dilennet prezidant a rankfe bezañ berzet, en un doare emgefreek, rak biken ober se
Gore Vidal
n’eus forzh pe c’henaoueg a c’hall talañ ouzh ur c’hriz – bevañ a zeiz da zeiz eo a faezh an den
Anton Chekhov
n’eus forzh pegen padus e ve, an diforc’h etre an tremened, an amzer-vremañ hag an dazont n’eo nemet un touell
Albert Einstein
n’eus forzh piv a c’hall sevel a-du gant poanioù ur mignon, met ret d’an den bezañ hegarat-meurbet e natur a-benn sevel a-du gant berzh-vat ur mignon
Oscar Wilde
n’eus nemet daou zoare da gontañ ar gwir penn-da-benn – dizanv ha goude ar marv
Thomas Sowell
N’eus netra a c’haller ober ar gevredigezh anezhañ. Bez’ ez eus paotred ha merc’hed, hiniennoù anezho, ha bez’ ez eus familhoù. Gouarnamant ebet ne c’hall ober mann nemet dre ar bobl, ha ret d’ar bobl damantiñ dezho o-unan da gentañ
Margaret Thatcher
n’hon eus ket un diouer a ouiziegezh. Ar pezh a vank eo ar galon da intent ar pezh a ouzomp ha da skoulmañ an aferioù
Sven Lindqvist
n’on ket libr evit gwir nemet pa vez an holl dud en-dro din, ar merc’hed evel ar baotred, ken libr all
Michail Bakunin