Logos Multilingual Portal

Select Language

a b c d e f g h i j k l m n o p r s t u v w y z

ha bez' ez eus un dra briziusoc'h d'ur bobl eget yezh he hendadoù?
Johann Gottfried von Herder
ha demokratel eo lakaat an dud da baeañ tailhoù en ur vro ma ne fell ket da 90% eus an dud o faeañ?
Anónimo
ha dleout a ra an den dimeziñ pe chom dizimez? Ha chaos a raio an eil pe egile, en devo keuz
Socrates
ha dont a raio Europa da vezañ ar pezh ez eo, evit gwir, da lavaret eo ur beg-douar da gevandir Asia? Pe ha chom a raio evel ma seblant bezañ, da lavaret eo al lod prizius eus boull an douar, perlezenn ar bed, an empenn d’ur mell korf?
Paul Valéry
ha fellout a ra deoc'h e teufe tud niverus d'ho skoazellañ? Klaskit ma ne vo ket ezhomm
Alessandro Manzoni
ha fellout a ra deoc'h e vefe dibosupl da zen ebet mac'hañ ar re all? Grit ma ne vo ket a c'halloud gant den ebet
Mikhail Bakunin
ha fellout a ra dit ober droug da anv mat den pe zen? Komz gantañ, neuze
André Siegfried
ha fur eo, e doare pe zoare, komz eus 'an deskadurezh dre ret'?
Anónimo
ha harpañ a ra ar farderien armoù ar stourm a-enep an dilabour?
Anónimo
ha komprenus eo ar boan a varv d'an neb a zo bet kondaonet da vervel?
Anónimo
ha koulskoude, ar c'hontrol ivez a zo gwir dalc'hmat
Leo Longanesi
ha krediñ a rit, neuze, ez eo katolik an Aotrou Doue madelezhus?
Georg Christoph Lichtenberg
ha ma ne vo ket laeret... e fizier an arc'hant en tiez-bank
Anónimo
ha me o soñjal e oan o teskiñ bevañ, e oan o teskiñ mervel
Leonardo da Vinci
ha ne spont ket ac'hanout, ur bed leun a c'henaoueien hep memor ebet, nemet hini o urzhiataerioù?
Harold Bloom
ha n'eo ket ar mousfent e vez graet an Douar Santel eus al lec'h m'emañ ar fervañ hag an donañ kasoni war an douar?
Daniele Luttazzi
ha n’eo ket distrujañ ma enebourien a ran p’o lakaan da vezañ mignoned?
Abraham Lincoln
ha pa vefe ken aes diskuliañ ar wirionez evel diskouez ar gaou
Marcus Tullius Cicero
ha ret eo deomp, memes er sportoù, kenvevañ gant ar mafia?
Carlo Cattaneo
ha soñjal e pep tra, netra n'eo kaer
Quintus Horatius Flaccus
hag an den ne gav ket ken arvarus feukañ an neb a gar eget na gav feukañ an neb a ra aon dezhañ
Niccolò Machiavelli
hag an disoc'h a justifi an doare? Trugarez, Moggi
Anonimo
hag ar pezh a veze graet gwechall evit Doue a vez graet bremañ evit an arc’hant, da lavaret eo evit ar pezh a ro bremañ, dreist pep tra all, ur santimant a nerzh hag a vezañ disamm hag eeun e goustiañs
Friedrich Wilhelm Nietzsche
hag ar vuhez evel m'emañ, e huñvre an den er veñjañs
Paul Gauguin
hag eus an holl vosennoù a vallozh buhez mab-den, mac'homerezh an Iliz eo ar washañ
Daniel Defoe
hag int ha goulenn ouzhin: hag a-du oc'h e vefe direoliet an dramm? Ha me ha respont: krogomp dre zireoliañ ar bara. Berzioù spontus zo warnañ dre un hanterenn eus ar bed
José Saramago
hag un dra bennak zo er pezh a lavaromp?
George Steiner
harzhal chas o tedennañ laeron eo ar warizi
Karl Kraus
harzoù va yezh eo harzoù va bed
Ludwig Wittgenstein
hegredoni ar garantez eo pennañ mammenn ziazez an aotrouniezh
Sigmund Freud
hentoù al lealded zo bepred eeun
José Ortega y Gasset
hep ar garantez, ar re seven n'int ket evit gwalc'hañ o anien reizhel
Bertrand Russell
hep arc'hant ha hep amzer, n'eo ar faltazi nemet un huñvre war-dec'h ha na c'hall ket bezañ troet en un ober
Charles Baudelaire
hep bezañ anavezet an dienez ne c'haller ket prizañ al luks
Charlie Chaplin
hep e vemor, an den ne oufe netra ha ne oufe ober netra
Giacomo Leopardi
hep mar ebet, ar peoc'h kadarn ha padus nemetañ etre ur gwaz hag e wreg zo un disparti
Lord Chesterfield
hep mar ebet, eus an holl draoù a vez darbaret gant ar furnez a-benn lakaat ar vuhez da vezañ seder-meurbet, ar vignoniezh eo ar brasañ
Epicurus
hep mar na marteze, an diorroadur padus zo e-touez an distrujusañ meizadoù
Nicholas Georgescu-Roegen
hep mar na marteze, ne oa ket ezhomm eus un dispac’h a-benn deskiñ d’an holl e tarzh meur a zroug ha meur a dorfed diwar an dizingalded vras-meurbet etre fortun an dud; daoust da se n’eo ket aet war zigreskiñ hor c’hred ez eo sorc’henn ingalded ar madoù
Robespierre
hep mar, ar blijadur a vevañ hep strafuilh a dalvez ar strafuilh a vevañ hep plijadur
Sant'Agostino
hervez kont ez eus nebeutoc'h a ziforc'h etre ur porzhier hag ur prederour eget etre ur mastin hag ul levran. Lodennañ al labour eo en deus lakaet ar mor etrezo
Karl Marx
heuilhit skouer ar re wellañ, ar re a zilez pep tra a-benn sevel ur bed gwelloc'h
Salvador Allende
hir eo an eurvezhioù ha berr eo ar vuhez
François Fénelon
hir eo ar vuhez, mar bez leun
Lucius Annaeus Seneca
hiziv an deiz ez eo spontus an doare ma vezer techet, a-dreñv kein an den, da gontañ traoù hag a zo gwir e pep keñver
Oscar Wilde
hiziv c'hoazh, ar gwellañ benveg a-benn espern labour a zo ur gwaz danvez dezhañ
Joey Adams
hiziv, marteze n'eo ket ar pal dizoleiñ petra omp, met kentoc'h nac'h petra omp
Michel Foucault
hiziv, muioc'h eget biskoazh, e vefe ret d'an dud sevenet skignañ an diskred kentoc'h eget eostiñ ar surentez
Norberto Bobbio
hiziv, ur c'hazino bras divent eo an arboellerezh hollvedel
Fidel Castro
hogos an holl dud a varv diwar o c'hur, ket diwar o c'hleñvedoù
Molière
hogos bep tro eo gwell an nep a sent eget an nep a c'hourc'hemenn
Ernest Renan
holl c'hloar ar bed zo dalc'het en ur c'hreunenn ed
José Martí
holl empennoù ar bed n'o deus ket nerzh a-walc'h evit enebiñ ouzh n'eus forzh pe sotoni hag a zo diouzh ar c'hiz
Jean de La Fontaine
holl hon eus nerzh a-walc'h evit gouzañv gwalleurioù ar re all
François de La Rochefoucauld
holl istor ar greanterezh modern a ziskouez, mar ne vez ket harzet, e labouro ar c'hevela en un doare drastus ha didruez, a-benn sujañ holl glas al labourerien ma vo truezus-meurbet o stad
Karl Marx
holl omp kevatal dirak al lezenn, ket ar re a zo bet anvet d'en melestriñ avat
Stanislaw Jerzy Lec
holl omp setañset da vezañ bac’het en ur gellig e-barzh hor c’hroc’hen hon-unan, evit ar vuhez!
Tennessee Williams
holl omp tarzhet diwar ar memes mammenn: bugale emdroadur an hollved hag ar stered omp holl, ha gwir vreudeur eta
Margherita Hack
holl omp techet d'en em varn hervez hon uhelvennadoù, ha da varn ar re all hervez o oberennoù
Harold Nicolson
holl zoare relijiel ar bed modern zo evel m'emañ abalamour ma n'eus ti ebet evit ar re sot e Jeruzalem
Henry Havelock Ellis
Hollywood zo ul lec'h ma vez paeet mil dollar evit ur pok, ha hanner-kant santim evit da ene
Marilyn Monroe
hon danvez-ni / eo an hini a vez savet huñvreoù warnañ
William Shakespeare
hon taol-kaer bras ha glorius eo bevañ evel ma'z eo dleet. D'ar gwellañ, an holl draoù all - ren, dastum madoù, ha sevel batimantoù, da skouer - n'int nemet stagadennoùigoù pe skorioù
Michel de Montaigne
hor bourc'hizien, dre ma ne gavont ket eo trawalc'h gallout mont war-lerc'h gwragez ha merc'hed o frolataerien, ha c'hoazh ar gisti ofisial, a vez en o bleud o tebochañ gwragez an eil hag egile
Karl Marx
hor c'houstiañs n'hon difenn ket diouzh hor pec'hedoù, siwazh avat e tigresk ar blijadur a roont deomp
Salvador de Madariaga y Rojo
hor meiz hol laka skiantoc'h, met siwazh hol laka dañjerusoc'h ivez
Simon Wiesenthal
hor memor hon-unan omp, ar mirdi faltazius-se a stummoù kemm-digemm omp, ar bern-se a velezourioù torret
Jorge Luis Borges
hor memor zo menegerioù fichennoù. Sellet e vez ouzh ar fichennoù ha neuze e vezont adlakaet, dizurzh, gant galloudoù ha n'int ket reoliet ganeomp
Cyril Connolly
hor startañ emgann eo an hini en hon enep-ni hon-unan, an trec'h a ra ar brasañ plijadur, avat, eo an hini warnomp-ni hon-unan
Friedrich von Logau
huchal a ra an dud a-benn chom hep selaou an eil egile
Miguel de Unamuno
huñvre an holl re n'o deus breur ebet eo e vefe vreudeur eus an holl dud
Charles Chincholles
huñvre ha libr e vi ez spered, stourm ha libr e vi ez puhez
Ernesto Che Guevara