Logos Multilingual Portal

Select Language

a b c d e f g h i j k l m n o p r s t u v w y z

ra binvidikaomp an eil egile dre hon diforc'hoù
Paul Valéry
ra blijo d'an neb na c'hall ket ober ar pezh a garfe ober, ober ar pezh a c'hall ober
José Ortega y Gasset
ra fougaso ar re all al levrioù bet savet ganto; me zo stad ennon gant ar pajennoù am eus lennet
Jorge Luis Borges
rak mann n'hon eus ezhomm da gaout aon, nemet rak an aon e-unan
Franklin Delano Roosevelt
rak n'eo ket mab-den met kentoc'h ar bed a zo deuet da vezañ amreizh
Antonin Artaud
rakwelet a zo diaes, dreist-holl rakwelet an dazont
Chinese saying
ral e vez priziet gant ar merc'hed ar baotred o douj ar muiañ
Joseph Addison
ral eo ar re a implij o spered, nebeut a implij o c’halon, dibar ar re a implij an daou
Rita Levi Montalcini
rannet e vez an dud e daou rummad: ar re reizh hag ar re enepreizh. Gant ar re reizh eo e vezont rannet
Oscar Wilde
rannet eo ar bed etre ar re na gouskont ket dre m'o deus naon hag ar re na gouskont ket p'o deus aon rak ar re naonek
Paulo Freire
re eus ar pezh a vez graet 'an deskadurezh' anezhañ n'eo ket kalz muioc'h eget un emglozadur ker diouzh ar gwirvoud
Thomas Sowell
red hor buhez eo ar gwir velezour d'hor poell
Michel de Montaigne
reiñ a c'haller hep karout, ne c'haller ket karout hep reiñ avat
Amy Carmichael
reiñ un askorn d'ar c'hi n'eo ket brokusted ar galon. Seurt brokusted zo rannañ an askorn gant ar c'hi pa vezit ken marnaoniet eveltañ
Jack London
reizhañ stil an den zo reizhañ e zoare soñjal
Friedrich Wilhelm Nietzsche
relijion a-walc'h hon eus evit hol lakaat da gasaat an eil egile, ket a-walc'h avat evit karout an eil egile
Jonathan Swift
rener ur gelaouenn zo un den hag a zisparti ar gwinizh diouzh ar pell hag a embann, neuze, ar pell
Adlai Stevenson
renkañ ul levraoueg zo un doare sioul da vezañ burutellour skridoù
Jorge Luis Borges
ret bezañ gwellwelour a-benn bezañ Demokrat, ha ret bezañ farser a-benn chom unan
Will Rogers
ret deomp holl, a-benn gouzañv ar gwirvoud, magañ ennomp un nebeud follezhoùigoù
Marcel Proust
ret dit cheñch da zoare soñjal, ha n'eo ket da oabl
Lucius Annaeus Seneca
ret e vefe deomp disfiziout e n'eus forzh pe embregerezh hag a c'houlenn ur gwiskamant nevez
Henry David Thoreau
ret e vefe deomp lavaret ez eo gaou pep gwirionez n'eo ket pep distaget gant da nebeutañ ur c'hoarzhadenn
Friedrich Wilhelm Nietzsche
ret e vefe d'an den bezañ piket e galon a-hed ar wech. Setu perak e vefe ret chom hep dimeziñ
Oscar Wilde
ret e vefe d'an den bezañ reizh e c'hoari... pa vez sur ez aio ar maout gantañ
Oscar Wilde
ret e vefe d'an dud gouzout peseurt riskloù zo pa glaskont en em zistrujañ
Ron C. Carman
ret e vefe d'ar bed c'hoarzhin muioc'h, goude debriñ avat
Mario Moreno (Cantinflas)
ret e vefe d'ar gaouiad gouzout, a-benn bezañ kredet, e rankfe chom hep kontañ nemet ar gevier ret
Italo Svevo
ret e vefe d'ar vell-droad en em zieubiñ diouzh an apotikerien hag ar finañserien
Zdenek Zeman
ret e vefe kaout un devezh, unan hepken, pa ne vez ket difennet chaseal ar senedourien
Will Rogers
ret e vefe priziañ un dant kalz muioc'h eget un diamant
Miguel de Cervantes
ret e vefe sellet ouzh Bradley Manning evel un haroz. Emañ oc’h ober ar pezh a rankfe ur c’heodedour onest, reizh, ober: reiñ da c’houzout da dud ar vro petra emañ ar gouarnamant, ar re a zo o ren, oc’h ober. Int, anat deoc’h, a fell dezho mirout se evel un dra guzh
Noam Chomsky
ret e vefe soñjal muioc'h diwar-benn an oberoù mat eget diwar-benn en em gavout mat; mont a rafe gwell ganeomp goude
Alessandro Manzoni
ret eo bezañ kreñv-meurbet evit karout an digenvez
Pier Paolo Pasolini
ret eo da n'eus forzh pe zen hag a zellez bezañ graet den anezhañ rebech dezhañ e-unan ar rebechoù graet da n'eus forzh pe zen all
José Martí
ret eo da vab-den lakaat termen d'ar brezel, anez e lakaio ar brezel termen da vab-den
John Fitzgerald Kennedy
ret eo deomp bezañ izelek, ha gouzout ivez ez eo izeloc'h ar re all egedomp-ni
Oscar Wilde
ret eo deomp digeriñ an hent evit ar rummadoù nevez, rak ma ne reomp ket en em lakaint dirazomp forzh penaos
Luciano Lama
ret eo deomp holl sentiñ d'al lezennoù; evit o c'hompren, avat, ez eus ezhomm eus un alvokad
Fabio Fumi
ret eo deomp stourm a-enep ar yezh a-benn chom hep bezañ bec'hiet gant he stummoù-lavar, he c'hlichedoù hag he zroiennoù boas - kement tra hag a verk ar skrivagner fall
Julio Cortázar
ret eo d'an demokratelezh bezañ muioc'h eget daou vleiz hag ur penn-deñved o vouezhiañ a-benn divizout petra a vo da goan
James Bovard
ret eo stourm evit ar peoc'h dre zoareoù peoc'hus
Martin Luther King
ret-mat eo din o heuliañ, rak me eo o rener
Alexandre Auguste Ledru-Rollin
risklus eo bezañ ar gwir ganit pa vez ar pennadurezhioù e gaou
Voltaire
risklus eo bezañ gwirion, ma n'oc'h ket genaouek ivez
George Bernard Shaw
risklus eo d'un den war ar renk e votadegoù ar prezidant distagañ komzoù hag a c'hallfe an dud derc'hel soñj anezho
Eugene Joseph McCarthy
ro da skouarn d'an holl, met da vouezh da nebeut. Selaou rebech pep hini, met mir da varn da-unan
William Shakespeare
roet e vez urzhioù d'an natur dre sentiñ outi
Francis Bacon