Logos Multilingual Portal

Select Language

a b c d e f g h i j k l m n o p r s t u v w y z

sabataus eo n'en em laka ul lenner-pladennoù da c'hoarzhin pa wel unan all
Marcus Tullius Cicero
savet e voe ar Vonreizh evit mirout an dud diouzh riskloù ar mennozhioù mat
Daniel Webster
savit e tu pe du. Chom neptu a skoazell ar mac'her, ha gwech ebet ne skoazell an hini mac'het. Chom hep rannañ grik a ro kalon d'ar bourevier, n'eo ket d'an hini boureviet
Elie Wiesel
sed-aze va fennreolennoù; ma ne blijont ket deoc'h em eus re all
Groucho Marx
Seizh Pec'hed Kevredigzehel: ar politikerezh hep pennaennoù, ar binvidigezh hep labour, ar blijadur hep koustiañs, ar ouiziegezh hep brud vat, ar genwerzh hep onestiz, ar skiantoù hep denegiezh hag an azeulerezh hep aberzh
Mohandas Karamchad Gandhi
sellet a rin ouzh an holl zouaroù evel pa vijent va re, ha sellet a rin ouzh va douaroù evel pa vijent d'unan all
Lucius Annaeus Seneca
sentimantoù hag emzalc'hioù an dud a gemm ken buan evel o interestoù
Arthur Schopenhauer
sentiñ zo ur si hag a laka, dalc'hmat, an neb a blego dezhañ da vezañ en e aes
Don Lorenzo Milani
setu a zo mat gant an demokratelezh: pep hini a c'hall lavaret e soñj met n'eo ket ret selaou
Enzo Biagi
seul nebeutoc'h e oar an den penaos e vez graet ar silzig hag al lezennoù, seul welloc'h e kousk
Otto von Bismarck
seul nebeutoc'h e tebrez, ec'h evez hag e prenez levrioù; seul nebeutoc'h ez ez d'ar c'hoariva, d'an dañsoù, d'an ostaleri; seul nebeutoc'h e soñjez, e karez, e savez damkanoù, e kanez, e tresez, e pleustrez an iskrim, ha me 'oar-me, seul vuioc'h ec'h espernez, seul vrasoc'h e vez da deñzor, na vo ket diframmet na gant ar preñved na gant ar mergl - da gevala. Seul nebeutoc'h e vezez, seul nebeutoc'h e lakaez anat da vuhez, seul vuioc'h az pez, d.l.e. seul vuioc'h e kavez estrenaet da vuhez, seul vuioc'h e kavez alienaet da voud
Karl Marx
seul nebeutoc'h hor bez, seul vuioc'h e roomp. Sot e seblant bezañ, met setu poell ar garantez
Madre Teresa di Calcutta
seul speredekoc'h e vezer, seul nebeutoc'h e c'hortozer an neantiz
Joseph Conrad
seul uheloc'h ma savomp er bed, seul zisteroc'h e seblantomp bezañ d'ar re na c'hallont ket nijal
Friedrich Wilhelm Nietzsche
seul vreinoc'h ar stad, seul vuioc'h a lezennoù
Tacitus
seul vuioc'h a binvidigezh a grou ar micherour, seul baouroc'h e vez
Karl Marx
seul vuioc'h a draoù en deus mezh an den anezho, doujadusañ e vez
George Bernard Shaw
seul vuioc'h a lezennoù, seul vuioc'h a laeron
Lao Tse
seul vuioc'h a varc'hadourezh a vez kenderc'het gantañ, seul varc'hadmatoc'h e vez ar micherour evel marc'hadourezh
Karl Marx
seul vuioc'h e tosta an den ouzh ar soñj en deus bet anezhañ e-unan dre e faltazi, seul zilesoc'h e vez
Pedro Almodóvar
seul vuioc'h en devez an den, seul vuioc'h e c'hoanta; seul nebeutoc'h en devez, seul vrokusoc'h e vez
Anonymous
seul wanoc'h e vez ar c'horf, seul vuioc'h e c'hourc'hemenn; seul greñvoc'h e vez, seul vuioc'h e sent
Jean-Jacques Rousseau
sikourit ac'hanon da gompren ar pezh emaon o kontañ deoc'h, ha displegañ a rin gwelloc'h
Antonio Machado
sinik: ur fallakr hag a wel an traoù, gant e weled nammet, evel m'emaint ha n'eo ket evel ma vefe ret dezho bezañ
Ambrose Bierce
sioù an dud all zo re heñvel ouzh hor re
Leo Longanesi
sistem an arboellerezh evel m'emañ ganeomp bremañ a zo ur mekanik astennet dre ar bed a-bezh hag a zistruj an endro hag a grou miliadaoù a dud trec'het, tud ha na oar den petra ober ganto
George Susan
sistem ar bankoù arc'hant a grou arc'hant diwar netra, dres evel ar fals-voneizerien. An diforc'h nemetañ eo an hini a denn ar gounid
Maurice Allais
siwazh e c'haller bezañ e karantez da bevar-ugent vloaz. Me, evit gwir, a skriv a-benn ankouaat ar garantez
Jorge Luis Borges
skignet hon eus ar sirk dre ar bed a-bezh, met ket ar bara
Anónimo
sklav eo an neb a c'hortoz e teufe den pe zen d'e zieubiñ
Ezra Pound
skouer a sotoni: an arc'hant a dro lealded da zislealded, karantez da gasoni, kasoni da garantez, vertuz da fallentez, fallentez da vertuz, mevel da vestr, mestr da vevel, diotiz da speredegezh, ha speredegezh da ziotiz
Karl Marx
skrijus en un doare eo gouzout e oa krog mab-den, kerkent hag ijinet ur mekanik gantañ d'ober e labour, da vervel gant an naon
Oscar Wilde
skrivañ a dalvez atav kuzhat un dra en un doare ma vo dizoloet
Italo Calvino
sodien - n'ouzont ket kement brasoc'h eo an hanter eget an holl
Hesiod
sokiologour eo an hini a ya d'ar stad a-benn sellet ouzh an arvesterien
Gesualdo Bufalino
sonerezh hiziv zo renet gant bankerien ha gant kontourien, un tech a ranker stourm en e enep, par ma c'haller
Brian May
soñjal a ran, neuze ez eus ac'hanon
René Descartes
soñjal eo ar startañ labour zo
Henry Ford
soñjal ne ra ket a zroug
Giovanni Guareschi
Soñjit, ha pa vefec’h bev e-pad tri mil bloaz, pe e-pad tregont mil bloaz, ne c’hallfec’h koll buhez den ebet nemet ho puhez deoc’h, hag ivez n’ho po buhez all ebet goude. Dre se, neuze, ez eo heñvel disoc’h an hirañ buhezioù hag ar re verrañ. Ar momedig-mañ a vez rannet gant pep krouadur bev, met an amzer dremenet zo tremenet da viken. Den ne c’hall koll nag an tremened nag an dazont, rak ma n’int ket deoc’h penaos e c’hallont bezañ laeret diganeoc’h?
Marcus Aelius Aurelius Antoninus
sot on gant ar strolladoù politikel; al lec'h nemetañ a chom ganeomp ma ne vez ket komzet eus ar politikerezh
Oscar Wilde
sotoni an dud a darzh diwar vezañ gant ur respont da beb tra. Furnez ar romant a darzh diwar vezañ gant ur goulenn evit pep tra
Milan Kundera
souezhañ, bamañ, zo kregiñ da gompren
José Ortega y Gasset
spagnoleg a gomzan gant Doue, italianeg gant ar merc'hed, galleg gant ar baotred, hag alamaneg gant va c'hi
Charles V
speredoù-kaer zo hag a labour evit leuniañ empenn an den, ha lod all evit e c'houllonderiñ. An eil re eo ar re niverusañ, anat deoc'h
Carl William Brown
spi am eus ne vin biken erru ken kozh ken na vin troet gant ar relijion
Ingmar Bergman
spontus eo ar suspent-mañ. Spi am eus e pado!
Oscar Wilde
stourm an den a-enep ar galloud eo stourm ar memor a-enep an ankouazh
Milan Kundera
strabouilhet e vez an hanterenn gentañ eus hor buhez gant hon tud, hag an eil hanterenn gant hor bugale
Clarence Darrow
strizh e viran evidon-me va-unan ar gwir d'en em zislavaret
Paul Claudel
Suisiz zo gwall droet gant an naetaat, memes an arc'hant a vez gwalc'het ganto
Marcos Vergara Meersohn