Logos Multilingual Portal

Select Language

a b c d e f g h i j k l m n o p r s t u v w y z

bamañ a c'haller ouzh an deskadurezh, ur wech an amzer avat e talvez ar boan degas da soñj n'eus netra mat da c'houzout hag a c'haller bezañ kelennet
Oscar Wilde
bank: ul lec'h a ampresto arc'hant deoc'h, gant ma c'hallit prouiñ n'hoc'h eus ket ezhomm anezho
Bob Hope
barn a c'haller pegen sevenaet eo ar gevredigezh dre vont e-barzh he frizonioù
Fedor Michailovich Dostoevski
Barn ar Bobl...ur striv da urzhiañ diouiziegezh ar gumuniezh, ha da reiñ dezhi meurded un nerzh fizik
Oscar Wilde
beajiñ ne ra nemet hol lakaat da dommañ muioc'h ouzh al lec'h ma'z omp bet ganet
Noel Clarasó Serrat
bep gwech ma welan un den deuet war varc'h-houarn e paouezan a zic'hoanagiñ evit an denelezh
H.G. Wells
bep tro ma kaver e c'hall un den kas ul labour da benn e-unan dre en em reiñ, e vez graet gwashoc'h mar bez graet gant daou zen - hag a-boan ma vez graet e nep doare mar bez fiziet e tri
George Washington
Berlusconi zo unan eus ar c'hleñvedoù-se a vez pareet dre ar vaksinañ. A-benn pareañ diouzh Berlusconi e ranker strinkellat un tamm mat a vBerlusconi
Indro Montanelli
berrat e pad ar garantez, pellat e pad an ankounac'h
Pablo Neruda
bet on war un deiziadur, met gwech ebet e koulz hag e kentel
Marilyn Monroe
bevañ da unan-penn zo evel bezañ en ur fest ma ne sell den ebet ouzhit
Marilyn Monroe
bevañ hep prederiañ zo dres evel mirout serr an daoulagad heb morse klask o digeriñ
René Descartes
bevit en un doare eeunoc'h, ma c'hallo tud all chom bev
Mohandas Karamchad Gandhi
bewech ma vezit o kelenn, deskit d'ho selaouerien arvariñ kement tra a gelennit
José Ortega y Gasset
bez ar c'hemm a fellfe dit gwelet er bed
Mohandas Karamchad Gandhi
bez arallgar: respet emgarantez ar re all
Stanislaw Jerzy Lec
bezañ ar gwir gant an den zo un abeg mat all evit chom hep ober berzh
Nicolás Gómez Dávila
bezañ hep bugale zo ur gwalleur eürus
Euripides
bezañ hep sioù ne ouzhpenn netra d'ar vertuz
Antonio Machado
bezañ perc'henn war ul levr a zeu da gemer lec'h e lenn
Anthony Burgess
bezañ politikour zo evel bezañ stummour c'hoarierien vell-droad. Ret eo bezañ fur a-walc'h evit kompren ar c'hoari, ha sot a-walc'h evit soñjal ez eo a bouez
Eugene Joseph McCarthy
bezañ prest da respont hep prederiañ a zeu diwar brederiañ e-pad pell
Pablo Neruda
bezañ re breset da beurbaeañ un dle a zo un doare dizanaoudegezh
François de La Rochefoucauld
bezañ trec'h e kant emgann n'eo ket an uhelañ barregezh. Bazhyevañ an enebour hep emgannañ eo an uhelañ barregezh
Sun Tzu
bezañ yaouank hep bezañ dispac'her a zislavar memes ar vevoniezh
Salvador Allende
bezit digor-frank ho taoulagad kent dimeziñ, ha damserret goude
Benjamin Franklin
bezit furoc'h eget ar re all, mar gallit; na lavarit ket se dezho avat
Lord Chesterfield
bezit hegarat gant an dud bep ma savit er bed, rak en em gavout a reoc'h ganto adarre pa voc'h o tiskenn
Wilson Mizner
bez' e c'haller bezañ d'ar c'hleiz da bep tra, met ket d'ar skiant vat
Enzo Biagi
bez' e c'haller karout un den, ma n'en anavezer ket re vat
Charles Bukowski
bez' e c'haller pardoniñ pep tra d'an ugentvet kantved, zoken an daou vrezel bed, hag ar re a oa bet goude, an dibunadegoù evit diskouez an dilhad diouzh ar c'hiz hag ar c'henstrivadegoù kirri formulenn unan; tamm ebet avat ne c'haller pardoniñ aberzhañ ar sinema evit ar skinwel
Luigi Pintor
bez' e c'hallit touellañ am holl dud a-hed ar wech, gant ma vez mat ar bruderezh ha gant m'ho pez arc'hant a-walc'h
Joseph Levine
bez' en deus an holl vertuzioù na blijont ket din hep hini eus ar sioù a vaman outo
Winston Churchill
bez' ez eus bleunioù e pep lec'h, d'an neb a fell dezhañ o gwelet
Henri Matisse
bez' ez eus broioù paour lorc'h enno, hag a garfe dirouestlañ o c'hudennoù o-unan-penn; dre eurvad, avat, an embregerzhioù liesvroadel n'int ket evit en em virout d'en em aberzhiñ a-benn o skoazellañ
Anónimo
bez' ez eus dorozioù war ar mor hag a vez divorailhet gant ar gerioù
Rafael Alberti
bez' ez eus eus ar relijion abaoe m'en em gavas ar c'hentañ fripon gant ar c'hentañ diod
Voltaire
bez' ez eus gerioù hag e vefe ret chom hep ober ganto ouzhpenn ur wech
François-René de Chateaubriand
bez' ez eus kelaouennerien onest evel ma'z eus politikourien onest. Ur wech bet gounezet dre arc'hant e chomont gounezet
William Moyers
bez' ez eus mousc'hoarzhoù ha n'int ket laouen, met a zo kentoc'h un doare da leñvañ gant kuñvelezh
Gabriela Mistral
bez' ez eus okazionoù, degouezhioù ha kenarroudoù ma teu ar feulster, ha neuze ar muntrañ (ar feulster aet betek ar penn), anezhañ e-unan da vezañ fetis, da vezañ war al lec'h ha da vezañ ur wirionez
Roberto Bolaño
bez' ez eus traoù hag e vefe ret chom hep ober, nag en deiz nag en noz, na war zouar na war vor: ar brezel, da skouer
Gianni Rodari
bez' ez eus tud fall pa'z eus tud vat - dilamit ar re vat hag ar re fall a steuzio ivez tamm-ha-tamm
Carl William Brown
bez' ez eus tud hag a baefe evit en em werzhañ
Victor Hugo
bez' ez eus tud hag a oar pep tra, nemet se avat ne ouzont
Niccolò Machiavelli
bez' ez eus tud hag a zo ken paour ken n'o deus nemet arc'hant
Anonymous
bez' ez eus un arm spontusoc'h eget ar falstamall: ar wirionez
Charles Maurice de Talleyrand-Périgord
bez' ez eus ur goursav hag a verk barr ar vuhez ha na c'haller ket sevel uheloc'h egetañ. Ha diac'hinad ar vuhez eo e teu ar goursav-mañ pa vezer ar muiañ bev, hag e stumm eo peurankounac'haat ez eur bev
Jack London
bez' ez eus ur seurt energiezh hag a zo naetoc'h eget an heol, adnevezusoc'h eget an avel; an energiezh na implijomp ket an hini eo
Arthur H. Rosenfeld
bez' ez omp ar pezh a reomp an neuz da vezañ, neuze e rankomp teurel pled petra a reomp an neuz da vezañ
Kurt Vonnegut
bez’ e veze renet ar polis gan tud onest. Setu ur fazi hag a zo bet reizhet
Joe Orton
biken ne varfen evit ma c'hredennoù, rak ar gaou a c'hallfe bezañ ganin
Bertrand Russell
biken ne vi laouen mar dalc’hez da glask ar pezh a ra an eürusted. Biken ne vevi mar bezez o klask talvoudegezh ar vuhez
Albert Camus
boued a-walc’h ac’h eus debret, gwin a-walc’h ac’h eus evet ha trawalc’h ac’h eus c’hoariet: poent eo dit mont kuit
Quintus Horatius Flaccus
bras eo nerzh ar voaz
Marcus Tullius Cicero
Breizh-Veur eo ar vro nemeti er bed a-bezh ma'z eo risklusoc'h ar boued eget ar reizh
Jackie Mason
bremañ e veizan ar sekred evit ober ar gwellañ tud: kreskiñ dindan ar bevar amzer, ha debriñ ha kousket gant an douar
Walt Whitman
bresk eo an demokratelezh, ha mar saver re a vannieloù ez a e bruzun
Enzo Biagi
Bro-Italia zo o vreinañ en he femp plijadur, ar pezh a'n emdro er bevañ evit an unan, er c'henaouegezh, er c'houezeri, er c'helachoù, er c'hentelierezh, er rediezh, er mont da heul ar re all; pelloc'h e'n em ginnig ar faskouriezh, en un doare, evit kas war-raok ar breinadur-se
Pier Paolo Pasolini
Bro-Saoz hag Amerika zo div vro disrannet gant ar memes yezh
George Bernard Shaw
bugel atav eo an den onest
Socrates
butunat ur sigaretenn zo ur blijadur zibar. Tremen mat eo, ha ne dorr ket e c'hoant d'an den. Ha muioc'h a c'hallfed goulenn?
Oscar Wilde