Logos Multilingual Portal

Select Language

a b c d e f g h i j k l m n o p r s t u v w y z

uhel e savas e vanniel e-unan... ma ne vefe ket ret dezhañ sellet outañ
Stanislaw Jerzy Lec
uhelañ dever mab-den eo difenn al loened diouzh ar c'hrizder
Emile Zola
ul lenner mat, ur pennañ lenner, ul lenner abil hag ul lenner-krouiñ, a zo un adlenner
Vladimir Nabokov
ul leurenn eo ar bed-holl, ha c'hoarierien hepken eo kement paotr ha kement plac'h: poentoù zo dezho da vont kuit, ha poentoù da zont tre
William Shakespeare
ul levr a rank bezañ ur vouc'hal evit ar mor skornet en hon diabarzh
Franz Kafka
ul levr ha n'eur ket evit e lenn div wech ne dalvez ket e lenn ur wech
José Luis Martín Descalzo
ul livour zo un den hag a liv ar pezh a werzh. Un arzour, er c'hontrol, zo un den hag a werzh ar pezh a liv
Pablo Picasso
ul loen doñv zo eus mab-den, unan hag en deus, a-hed ar c'hantvedoù, renet al loened all dre douellañ, dre ar feulster ha dre ar c'hrizder
Charlie Chaplin
ul loen kevredigezhel hag a gav kazus ar re bar dezhañ eo mabden
Eugène Delacroix
un aktor zo ur gaouiad gwirion
Albert Camus
un aktor zo ur paotr evel-se - ma n'eo ket diwar e benn emaout o komz, n'emañ ket o selaou
Marlon Brando
un ali dispar eo an hini am boa klevet lavaret ur wech d'un den yaouank; 'gra dalc'hmat ar pezh a ra aon dit'
Ralph Waldo Emerson
un alvokad divarrek a c'hall lakaat ur prosez da vezañ daleet e-pad mizvezhioù, pe e-pad bloavezhioù. Un alvokad barrek a c'hall daleañ unan e-pad pelloc'h c'hoazh
Evelle Younger
un alvokad zo un den a savete da zomani diouzh da enebourien, hag a vir anezhi evitañ e-unan
Henry Brougham
un aotregezh el lizhiri zo evel un diplom en origami - ha tost ken talvoudus
James Graham Ballard
un arbennigour zo un den a oar muioc'h-muiañ diwar-benn nebeutoc'h-nebeutañ, ken na oar, en diwezh, pep tra... diwar-benn netra!
Luciano Somma
un arbennigour zo un den hag en deus graet kement fazi a c'haller ober en un dachenn strizh, strizh
Niels Bohr
un arouez skrijus eus talvoudoù hor sevenadur eo n'eus afer ebet evel hini ar brezel
Douglas Mattern
un danvez gwaz zo ur paotr laouen hag a zo prest da baouez a vezañ evel-se
Enrique Jardiel Poncela
un daolenn nann-barzhoniel eus ar gwirvoud biken ne c'hallfe bezañ klok
John David Barrow
un deiz a zeuio pa vo gwelet muntr ul loen evel ma vez gwelet muntr un den
Leonardo Da Vinci
un den desket zo ur paotr lezirek hag a abuz e amzer ouzh e studioù
George Bernard Shaw
un den deuet? biken
Pier Paolo Pasolini
un den dizoue zo ac'hanon c'hoazh, a-drugarez Doue
Luis Buñuel
un den e-unan a vez atav e kompagnunezh fall
Paul Valéry
un den mat zo speredek hag unan drouk zo sot. A-gevret ez a perzhioù ar vuhez vat ha perzhioù buhez ar spered
Jorge Luis Borges
un den n'eo ket prest da vervel evit tra pe dra ne zellez ket bevañ
Martin Luther King
un den, n'eus forzh pe zen, a dalvez muioc'h eget ur banniel, n'eus forzh pe vanniel
Eduardo Chillida
un deroù a oa d'ar mafia hag un diwezh a vo dezhañ ivez
Giovanni Falcone
un digarez zo un dra hag a sell ouzh ur bennreolenn hag a zo bet ankounac'haet
Elwyn Jones
un diktator a c'hall kemm al lezenn, ar c'hustum ne c'hall ket kemm avat
Jacinto Benavente y Martínez
un dinac'h zo ur c'heloù roet div wech
Giulio Andreotti
un diplomat zo un den hag a zalc'h soñj atav eus deiz-ha-bloaz ur vaouez hep morse derc'hel soñj eus hec'h oad
Robert Frost
un disoc'h fur eo e vez 'diaesterioù' ur yezh a-vent gant an abegoù a vroud an den d'he deskiñ, met er c'hontrol d'ar ment-se
Reg Hindley
un diviz frouezhus ne darzh nemet diwar speredoù hag a zo en em roet da gadarnaat o entremar o-unan
Emil Cioran
un doare zo evit gouzout hag onest eo an den: goulenn outañ! Mar respont 'ya' e ouzout ez eo gaouiad
Groucho Marx
un dra eo kounaat, un dra all eo derc'hel koun
Antonio Machado
un dra hepken a drefu al loened muioc'h eget ar blijadur, da lavaret eo ar boan
Umberto Eco
un dra varzhus eo memor an den, met techet da faziañ
Primo Levi
un dra vat eo ne gompren ket tud ar vro sistem hor bankoù hag hon arc'hant, rak mar komprenjent em eus aon e vefe un dispac'h a-raok ma savfe an heol
Henry Ford
un dra zo un dra a vuhezegezh vat p'en emgav mat an den goude an taol, hag un dra zo a vuhezegezh fall p'en em gav fall goude an taol
Ernest Hemingway
un droidigezh graet fall n'eo ket un droidigezh
Anónimo
un droug zo eus an tu kleiz, unan ha na c'haller gouzañv nemet dre ma'z eus eus an tu dehoù
Massimo D'Alema
un eñvorenn eus al levenez n'eo ket ken al levenez; un eñvorenn eus ar boan a zo bepred ar boan
Lord Byron
un eskemm diuntu etre pared zo eus ar vignoniezh; ar garantez, darempredoù displet etre tiranted ha sklaved
Oliver Goldsmith
un euzhvil e vefe an den hep huñvre ebet, hep paradoz ebet ha hep uhelvennad ebet - un doare pemoc'h gouez gant un aotregezh e jedoniezh pur
Fabrizio De André
un hanter eus al louzeier modern a c'hallfe a-walc'h bezañ taolet er-maez eus ar prenestr, nemet e vefe an evned e riskl d'o debriñ
Martin Henry Fischer
un henoniezhour eo ar gwellañ gwaz evit ur plac'h; seul goshoc'h ez a, seul vuioc'h e vez dedennet ganti
Agatha Christie
un iliz ha na vez ket heskinet met a roet dezhi brientoù ha skoazell gant ar vourc'hizien, n'eo ket gwir Iliz Krist
Oscar Romero
un intellektual eo ar seurt den en deus lakaet keinañ al levrioù n'int ket bet lennet gantañ
Leo Longanesi
un intellektual zo un den en deus ur spered hag a'n em evezh
Albert Camus
un niver spontus a c'hevier zo er bed, ha gwashañ pezh zo, un hanter anezho a zo gwir
Winston Churchill
un ober politikel eo ar c’heginerezh. Pa lezomp korfuniadoù da geginañ evidomp e kollomp hor renerezh. Bras-divent eo feiz an den mar kav dezhañ e vint onest, hag ez eo kig ejen o c’hig ejen
Mike Pollan
un oberenn lennegel glasel zo unan eus al levrioù-se a lez an den o c'houlenn outañ e-unan daoust ha petra all a zo da lavaret diwar-benn an istor
Italo Calvino
un tamm diresisted a espern mil displegadur
Clarence Edwin Ayres
un tamm diskiantegezh rambreüs a ranker kaout a-benn bezañ geriadurour; dic'hallus eo tennañ poltred ur yezh
Manuel Seco
un tamm mat muioc'h a beoc'h a vefe er bed ma vijemp holl dizoue
José Saramago
un ti-bank zo ul lec'h ma vez prestet un disglavier pa vez brav an amzer ha ma vez goulennet e reiñ en-dro pa vez krog d'ober glav
Robert Frost
un tu-gounit da nompas bezañ eürus eo e c'haller c'hoantaat an eürusted
Miguel de Unamuno
un tu-gounit d'an darempredoù-gener a-stroll eo e c'hall an den ober un tamm kousk-ahez, mar fell dezhañ
Woody Allen
unan eus an traoù startañ er vuhez eo derc'hel er galon gerioù ha n'eur ket evit o distagañ
James Earl Jones
unan eus ar plijadurioù pa vezer o lenn lizheroù kozh eo gozuout n'eo ket dav o respont
Lord Byron
unan eus brasañ plijadurioù ar vuhez eo ar vignoniezh, hag unan eus brasañ plijadurioù ar vignoniezh eo kaout un den a c'haller fiziout ur sekred ennañ
Alessandro Manzoni
unan eus kentañ deverioù ar mezeg eo deskiñ tud ar bobl da chom hep kemer louzeier
Osler William
unanomp ha didrec'hus vimp
Simon Bolivar
ur barr-heol hepken zo trawalc'h da lakaat milionoù a skeudoù da steuziañ
San Francesco d'Assisi
ur barzh a gompren an natur gwelloc'h eget na ra ur skiantour
Novalis
ur bern traoù a skofemp er-maez, pa n'hor befe ket aon e vefent savet gant tud all
Oscar Wilde
ur bobl, pa ne gred ket ken difenn he yezh, a zo dare da vezañ sklav
Remy de Gourmont
ur bredvezeg zo ur paotr hag a sav goulennoù ouzhoc'h, ha ker e renker e baeañ; ar memes goulennoù a vez savet ouzhoc'h digoust gant ho kwreg
Joey Adams
ur brezel etre ar c'hlasoù zo anezhi, ha ma c'hlas o c'hounit; ne zlefe ket avat
Warren Buffett
ur brezel hepken zo digor da vab-den: ar brezel ma ne vimp ket kaset da get
Isaac Asimov
ur bugel a zo un tan da enaouiñ, ket ur pod da leuniañ
François Rabelais
ur bugel en ur feurm a wel ur c'harr-nij o tremen hag a huñvre en ul lec'h pell. Ur beajour er c'harr-nij a wel ar feurm hag a huñvre e bezañ er gêr
Carl Burns
ur buruteller zo un den hep gar ebet hag a gelenn ar rederezh
Channing Pollock
ur c'hastiz eo ar garantez. Kastizet e vezomp abalamour ma n'omp ket evit chom hon-unan-penn
Marguerite Yourcenar
ur c'hendalc'h zo ur vodadeg pennoù-bras, tud ha na c'hallont ober mann o unan-penn, met asambles a c'hall divizout ne c'heller ober mann
Fred Allen
ur c'henemglev eo pa sav an holl a-du a-benn lavaret a-stroll ar pezh na gred den ebet e-unan
Abba Eban
ur c'henveajour zo eus ul loen hag a zo mignon, ha n'eo ket unan eus un dropellad
Plutarch
ur c'hevredad-labour zo heñvaloc'h ouzh un aozadur hollveliour eget netra all a zo bet ijinet gant mab-den
Noam Chomsky
ur c'hleñved a vez hêritet eo ar vuhez
Anónimo
ur c'houblad zo tri den ma vez dalc'hmat unan ha n'emañ ket war al lec'h
David Riondino
ur c'hrennlavar zo ur frazenn verr diazezet war ar skiant-prenañ kozh
Miguel de Cervantes
ur fall a labour eo an hini na ra nemet arc'hant
Henry Ford
ur fals-kredennour a sav un tan, ket ar plac'h a zev ennañ
William Shakespeare
ur fan-club zo ur strollad tud hag a lavar d'un aktor n'emañ ket e-unan a-fed an doare m'en em sant
Kenneth Williams
ur fazi eo soñjal n'eus den hag a anavez e demz-spered e-unan. Ar braz eus an dud a anavez mat-tre o sioù, met derc'hel a reont da reiñ dezho anvioù disheñvel diouzh ar re a vez implijet dalc'hmat gant an holl dud all
Arthur Helps
ur foll desket zo folloc'h eget ur foll dizesk
Molière
ur gaouedad sodien zo eus ar bed
Tommaso Campanella
ur ger heñvelster zo unan hag a vez implijet pa n'eur ket evit skrivañ reizh ar ger a voe soñjet ennañ da gentañ
Burt Bacharach
ur geriadur eo an hollved dre urzh al lizherenneg
Anatole France
ur geriadur mat zo evel ur melezour: ma oar an den penaos ober implij mat anezhañ e c'hall kavout ar pezh a soñje dezhañ e kavfe
Anónimo
ur geriadur ne c'hall derc'hel nemet un tammig bihan eus glad zivent ur yezh
Giacomo Leopardi
ur gouarnamant eo al lestr nemetañ a ziver eus krec'h
James Reston
ur gwir levr n'eo ket unan hag a vez lennet ganeomp, met unan hag hol lenn-ni
Wystan Hugh Auden
ur juri a zo ennañ daouzek den bet dibabet a-benn divizout gant piv emañ ar gwellañ alvokad
Robert Frost
ur marmouz amerikan, goude bezañ mezv gant ar brandign, ne stokfe ken ket outañ c’hoazh, ha neuze eo kalz furoc’h eget ar braz eus an dud
Charles Darwin
ur memor eus ar c'hentañ am eus evit ankouaat
Robert Louis Stevenson
ur mignon n'eo ket un den hag a sec'h da zaeroù, met unan ha ne'z laka ket da ouelañ
Anonymous
ur mignon zo un den prest-mat da'z kouzañv pa chomez mut
Camillo Sbarbaro
ur mousc'hoarzh eo ar berrañ hent etre daou zen
Víctor Borge
ur palc'h libr zo dres ar c'hontrol diouzh ur plac'h hedro
Simone de Beauvoir
ur paranoiak zo un den hag a oar un tammig eus ar pezh a zo oc'h en em gaout
William S. Burroughs
ur pezh-c'hoari zo eus ar vuhez, unan ha n'hor lez ket d'ober prouennoù. Neuze, kanit, gouelit, dañsit, c'hoarzhit ha bevit entanet, kent ma tiskenn ar rideoz ha ma echu ar pezh hep stlakadeg daouarn
Charlie Chaplin
ur plac'h fur a gav gwelloc'h chom hec'h-unan eget chom gant den all ebet
Marilyn Monroe
ur plac’h kaer n’eo ket unan a vez entanet an den da veuliñ he divrec’h pe he divc’har, met kentoc’h unan a zo ken kaer he doare en holl ma n’eur ket evit bamañ ouzh ul lod hepken
Lucius Annaeus Seneca
ur pok aotreet ne dalvez morse kement hag unan bet laeret
Guy de Maupassant
ur politikour zo ur paotr hag a aberzho da vuhez evit e vro
Texas Guinan
ur postel ne c'hall ket menegiñ santimant un daeraouenn
José Saramago
ur pounner a vec'h war gein un den on-me, betek e vougañ pe dost, hag e rediañ a ran d'am dougen. Hep e leuskel da vont e vezan kendrec'het, hag e kendrec'han ar re all, ez eus savet keuz din hag e fell din aesaat an traoù evitañ e pep doare, ket avat dre e lezel da gaout an dizober eus va fouez
Leo Tolstoy
ur prederour zo un den dall en ur sal deñval o klask ur c'hazh du ha n'emañ ket eno. Doueoniour eo an hini a zeu a-benn da gavout anezhañ
H.L. Mencken
ur prizoniad brezel zo un den hag a glask ho lazhañ, ha c'hwitet war e daol, a c'houlenn diganeoc'h chom hep e lazhañ-eñ
Winston Churchill
ur reolenn zo evit ar bolitikourien dre ar bed a-bezh: pa vez ar galloud ganeoc'h, arbat lavaret ar pezh a lavarec'h pa oac'h en tu enep; mar grit, nemet kas da benn ar pezh o doa kavet dibosupl ar re all n'ho po da ober
John Galsworthy
ur sektenn pe ur strollad zo un doare kaer da vezañ dizanv bet ijinet evit mirout an den diouzh ar boan a soñjal
Ralph Waldo Emerson
ur sinig n'eo ket hepken un den hag a denn kentelioù c'hwerv diwar an amzer dremenet, met unan hag a zo dipitet gwall abred gant an dazont
Sydney J. Harris
ur sinik zo un den, pa glev c'hwezh ar bleunioù, a glask gouzout hag un arched zo ivez
H.L. Mencken
ur skeud a'n em goll pa vez re a sklêrijenn... pe re a deñvalijenn
Moni Ovadia
ur skiantour en e labourva, n'eo ket teknikour hepken; bugel eo ivez, en em lakaet dirak anadennoù naturel a vez fromet ganto evel pa vijent marvailhoù henvoazel
Marie Curie
ur sklav n'en deus nemet ur mestr; an nep dalc'het gant ar youl-sevel en deus kement hag ez eus a dud talvoudus evit e fortun
Jean de La Bruyère
ur skoilh evit an eürusted eo gortoz bezañ re eürus
Bernard le Bovier de Fontenelle
ur skol vat, met unan ger, eo skol ar skiant-prenet
Heinrich Heine
ur skrivagner zo ul labourer ampletus, n'eo ket evit a sell e vennozhioù, met evit a sell ar binvidigezh a zegas d'an embanner a embann e oberenn
Karl Marx
ur sonadeg evit saveteiñ ar blanedenn... degas a ra an Titanic d'am soñj
Anónimo
ur stad a barfeted zo eus ar marv, an hini nemetañ a c'hall bezañ tizhet gant an dud varvus
Emil Cioran
ur stad faltazius eo an eürusted, unan a greded gwechall e teree ouzh ar re varv, met a vez kredet peurliesañ bremañ, gant ar re vras, e tere ouzh ar vugale, ha gant ar vugale, e tere ouzh ar re vras
Thomas Szasz
ur stourmad politikel a goust muioc'h eget na c'hall un den onest paeañ
Anonymous
ur Vammvro zo ul louzoù-kousket dibaouez. Ne c’haller ket kaout avi – na truez – a-walc’h ouzh ar Yuzevien, pa n’o deus hini ebet, pe p’o deus re evit ar mare, Israel da gentañ holl
Emil Cioran
ur vezañs hor bez dre ar pezh a gavomp; ur vuhez hor bez dre ar pezh a roomp
Winston Churchill
ur vicher ziaes-spontus eo bezañ plac'h, rak plediñ gant ar wazed eo ar pennañ labour
Joseph Conrad
ur vojenn zo ur relijion na gred den ebet enni mui
James K. Feibleman
ur vro hep filmoù kelenn a zo heñvel ouzh ur familh hep albom-luc'hskeudennoù ebet
Patricio Guzmán
ur vurutelladenn vat ne ra nemet goursezañ ar varn ur wech c'hoazh
Dustin Hoffman
ur wech an amzer e talvez ar boan gouzout emaomp, memes hiziv, bremañ memes, o sevel an hiraezh a roio gwrez d'ur warc'hoazh hag a zo war-nes erruout
Mario Benedetti
ur wech an amzer, mar lakaez da dreid war bardell ur pont ha pouezañ warni evit sellet ouzh ar stêr o'n em risklañ goustadik gant he hent dindanout, e ouezi, a-daol-trumm, kement tra a zo da c'houzout
Alan Alexander Milne
ur wech em boa lennet ur geriadur penn-da-benn; kavout a rae din e oa anezhi ur varzhoneg vrav diwar-benn pep tra
Ophelia
ur wech hepken e vi bev, met mar grez ar pezh mat, e vo trawalc'h ur wech
Joe E. Lewis
ur yezh naturel eo an diell ma vez miret skiant-prenañ, gouiziegezh ha kredennoù ur gevredigezh
Fernando Lázaro Carreter
ur yezh reizhveizadek e pep keñver, hep he ferzhioù diouti hec'h-unan, a vefe divuhez ha re vekanikel
Ludoviko Zamenhof
ur yezh zo ur rannyezh hag he deus un arme hag ur morlu
Joshua A. Fishman