Logos Multilingual Portal

Select Language

a b c d e f g h i j k l m n o p r s t u v w y z

da belec'h emaout o vont, Ivan? Da vMinsk. Gevier a lavarez, Ivan! Lavaret a rez din emaout o vont da vMinsk a-benn lakaat ac'hanon da grediñ emaout o vont da vMoscova, met evit gwir ez eo da vMinsk emaout o vont. Gevier a lavarez, Ivan!
Jorge Luis Borges
da bep kudenn luziet ez eus un disoc'h eeun - an dra-se n'eo ket gwir
H.L. Mencken
da betra e talvez ar vuhez, ma n'eo ket kalonek a-walc'h an den da stourm?
Giuseppe Fava
da gavout ur mignon ez eo ret serriñ ul lagad; evit e virout ez eo ret serriñ daou
Norman Douglas
da gentañ holl ez eus ezhomm d'un den a stad bezañ enoëus. Kement-se n'eo ket aes atav
Dean Acheson
da gentañ, bez dieub - goude, goulenn ar frankiz
Fernando Pessoa
da gomunisted zo, bezañ enep-komunist a dalvez bezañ faskour. Kement-se a zo digomprenus, evel lavaret eo mormon an neb na lavar ket eo katolik
Jorge Luis Borges
da vare ar brezel ez eo ken prizius ar wirionez ma vefe ret dezhi bezañ difennet dalc'hmat gant ur bagad gevier
Winston Churchill
da vare ar sotoni, sot eo da'n den soñjal ne grogo ket ar sotoni ennañ
Saul Bellow
da vare ur c’hriz, n’eo nemet ar faltazi a zo pouezusoc’h eget ar ouiziegezh
Albert Einstein
da zen ebet ne vank morse un abeg mat evit en em zistrujañ
Cesare Pavese
dalc'hbec'h, an neb a zo bet fouge ennañ en ur lâret e oa bet degaset un dispac'h gantañ, en deus gwelet antronoz ne ouie tamm petra e oa oc'h ober, ne oa ket an dispac'h heñvel e nep doare ouzh an hini en dije karet ober
Friedrich Engels
dalc'hmat ez eus un doare mat; dalc'hmat ez eus un doare fall. Bep gwech ez eo hini fall a hañval bezañ ar poellekañ
George Moore
dalc'hmat on bet estonet gant an troioù sot a vez ret d'ar stêrioù ober a-benn tremen dindan kement pont zo
Beppe Grillo
dalc’hit soñj atav ez oc’h dibar e pep keñver. Dres evel an holl dud all
Margaret Mead
daou seurt skinwelerezh zo: ar skinwelerezh speredek a ra ur bobl diaes da ren, hag ar skinwelerezh genaouek, a ra ur bobl aes da ren
Jean Guéhenno
daou zoare zo da aloubiñ ha da yeviñ ur vroad. An eil zo dre ar c’hleze, hag egile zo dre an dleoù
John Adams
daou zoare zo da dizhout an eürusted: ober an neuz da vezañ foll eo an eil, ha bezañ foll eo egile
Enrique Jardiel Poncela
daoust ha gouzout a rit petra en an den avat? Ur reuzeudig a zo ret dezhañ mervel, reuzeudikoc’h eget ar buzhug pe eget delioù warlene a oa marvet hep ober van outañ
Cesare Pavese
daoust hag ar merc'hed war ar ru eo a zo o varmouzañ ar merc'hed er skinwel, pe er c'hontrol? Pe, a-hend-all, daoust ha n'eont ket holl da gaout ar memes kuzulierien, ha tra ken?
Anónimo
daoust hag evit pet den e talvezo chom bev, pa ne varvimp mui?
Elias Canetti
daoust ma'z eus kement a yezhadurourezed hag a yezhadurourien, muioc'h memes...
Desiderius Erasmus von Rotterdam
darn a gav dezho e vez heritet an ijin; darn all n'o deus ket a vugale
Marcel Achard
dav eo disfiziout en nevezadennoù diezhomm - dreist-holl pa vezont renet gant ar poell
Winston Churchill
dazont hor bugale a sell atav ouzh hiziv. Warc'hoazh a vo re ziwezhat
Gabriela Mistral
da'm meno, hor frankiz a lakaer en arvar muioc'h gant an ensavdaurioù-bank eget gant an armeoù padel. Mar lez pobl Amerika, deiz pe zeiz, d'ar bankoù prevez ren skignerezh o moneiz, da gentañ dre ar revoneizadur ha neuze dre zic'hwez ar moneiz, e tiouerint ar bobl eus an holl vadoù, ken na zihuno o bugale hep ti nag aoz war ar c'hevandir bet gounezet gant o zadoù
Thomas Jefferson
da'm meno, tra ma vez trawalc'h ez eo ar baourentez un droug ha n'eur ket evit e c'houzañv
Robert Francis Kennedy
dedennet omp holl gant an tremened, dre ma'z eo an dra nemetañ a anavezomp hag a garomp evit gwir
Pier Paolo Pasolini
deiz pe zeiz e vimp ur bobl c'hoazh, n'eo ket Iuzevien hepken
Anne Frank
dek munud hoc'h eus evit embreger ur mennozh, kent na zistroio da vro an huñvreoù
Richard Buckminster Fuller
dellid bras ar gevredigezh eo e vezomp lakaet ganti da brizañ an digenvezded
Charles Chincholles
demokratelezh kaezh, deus d'ar gêr, amzer zo c'hoazh
Ivano Fossati
demokratelezh: ha ni, neuze, dic'houest da lakaat ar justis da vezañ kreñv, hon eus divizet eo an nerzh ar justis
Blaise Pascal
den an trede mileniom en devo sevenadur Bush, onestiz Berlusconi ha madelezh Putin
Anónimo
den ne c'hall da lakaat da santout izeloc'h eget ar re all hep na asantfes
Eleanor Roosevelt
den ne c'hall pignat war da gein ma ne vez ket daougrommet
Martin Luther King
den ne c'hall, e-pad pellik amzer, diskouez un dremm dezhañ e-unan hag unan all d'an engroez, hep na zeufe, erfin, da vezañ daoubennet, hep gouzout pehini eo an dremm gwirion
Nathaniel Hawthorne
den ne fich ma blev gwelloc'h eget an avel
Alda Merini
den ne glev nemet ar pezh a gompren
Johann Wolfgang von Goethe
den ne ra muioc'h a zroug eget ar re a ya dre-holl oc'h ober vad
Mandell Creighton
den ne sell er geriadur a-raok komz
Anónimo
den ne zellez da zaeloù, hag an hini o dellez ne'z lakao ket da ouelañ
Gabriel García Márquez
den ne zlefe bezañ perc'henn war vuioc'h a vadoù eget na zo ret evit bevañ; ar peurrest, evit bezañ reizh, a rankfe bezañ e-kerz ar stad
Benjamin Franklin
den ne'n deus ar gwir da vezañ laouen e-unan-penn
Raoul Follereau
derc'hel a ran da grediñ ez eo mat an dud, e gwirionez, en o c'halon. Eeun eo an afer: n'on ket evit sevel va esperañsoù war un diazez n'eus ennañ nemet an dizurzh, an dienez hag ar marv.
Anne Frank
deskard eo an den, ar boan eo e vestr
Alfred de Musset
desket em eus implijout ar ger 'dibosupl' gant ar brasañ aked
Wernher von Braun
desket em eus n'he deus ur vuhez talvoudegezh ebet, met ivez n'eus netra a dalvez muioc'h eget ur vuhez
André Malraux
desket omp bet da grediñ n'eus ket ezhomm d'ar pezh a zo kaer bezañ talvoudus ha ne c'hall ket ar pezh a zo talvoudus bezañ kaer. Fellout a ra din diskouez e c'hall ar pezh a zo talvoudus bezañ kaer ivez
Mohandas Karamchad Gandhi
deskiñ komz a zo deskiñ treiñ
Octavio Paz
deuet omp pelloc'h da vezañ ar pezh a stourmemp en e enep da ugent vloaz
José Emilio Pacheco
devezh diwezhañ ar bloaz n'eo ket devezh diwezhañ an amzer
Carlos Drummond de Andrade
devezh ebet n'eo ket re hir evit an neb a labour
Lucius Annaeus Seneca
diaes anavezout an neb a ya anezhañ e-unan gant red an dour
Stanislaw Jerzy Lec
diaes eo bezañ didroidell mar bezer speredek, evel ma'z eo diaes bezañ onest ma bezer uhelbal
Fernando Pessoa
diaes eo chom hep c'hoantaat gwreg un den all: goude holl, n'eo ket gwall zedennus ar re n'int ket da zen ebet
Enzo Biagi
diaes eo gouzout gant piv e vezer noazet ar muiañ, gant enebourien mennet da ober o gwashañ, pe gant keneiled mennet da ober o seizh gwellañ
Lord Lytton
diaes eo krediñ emañ an den o lavaret ar wirionez pa ouzoc'h e kontfec'h-c'hwi ur gaou ma vijec'h en e lec'h
H.L. Mencken
diaes eo lakaat an den da gompren tra pe dra pa zepant e c'hopr war chom hep e gompren
Upton Sinclair
diaes-bras eo labourat en un doare dreist, ha war un dro disprizañ al labour a rez
Milan Kundera
diasur eo e pelec'h e vo ar marv ouzh da c'hortoz, neuze gortoz eñ e pep lec'h
Lucius Annaeus Seneca
diazezañ levraouegoù zo evel sevel skiberioù boutin evit mirout ar greun, kalziñ traoù rak kousk goañv ar spered, a welan menegoù niverus emañ o tont, en desped din
Marguerite Yourcenar
dibaot eo an ene libr, e anaout a rez avat p'en gwelez - dreist-holl dre m'en em santez mat, mat-kenañ, pa vezez tost dezhañ pe pa vezez gantañ
Charles Bukowski
diboell ha kriz, gant ur bagad brokerien o trokañ arc'hant, e voe krouet ur bed digevatal, reuzeudik hag euzhus. Ret eo lakaat an termen d'o fennvestroniezh, hep termal tamm
Jean Ziegler
didermen eo an hollved avat
Epicurus
diemsav-tre en deiz a hiziv eo bezañ bet desavet mat, rak mirout a ra ouzhoc'h a gemer perzh e kement a draoù
Oscar Wilde
dieskuz eo d'ar skiantourien boureviañ al loened; graent o zaolioù-arnod, kentoc'h, war ar gazetennerien ha war ar bolitikourien
Henrik Ibsen
dieubidigezh sklaved ar Su zo lod eus ar stourm evit dieubiñ labourerien an Norzh
Abraham Lincoln
digant ar vutunerien e c'hallomp deskiñ gouzañv ar re all. N'on en em gavet gant den ebet hag a glemm en abeg d'ar re na vutunont ket
Sandro Pertini
digarezit ac'hanon ma ran 'tudchentil' ac'hanoc'h, met n' ho anavezan ket mat
Groucho Marx
digollet e vez ar marv dre vevañ
Giuseppe Ungaretti
dimezelezh: daou zen hag a'n em glev evit kontañ ar memes gaou
Karen Durbin
dimezelezh: ur gumuniezh enni ur mestr, ur vestrez ha daou sklav, oc'h ober daou en holl
Ambrose Bierce
dimeziñ gant ur plac'h a garez hag a'z kar a zo pariañ ganti karantez piv a baouezo da gentañ
Alfred Capus
din e seblant ez eer re bell ganti evit a sell an ifern hag an neñvoù: oberoù mab-den ne zellezont ket kement-se
Jorge Luis Borges
dindan ur gouarnamant hag a doullbac'h en un doare direizh, al lec'h evit un den reizh zo un toull-bac'h ivez
Henry David Thoreau
diorren libr pep hini eo an diviz evit diorren libr an holl
Karl Marx
diorret ez eus bet doareoù da bareañ kleñvedoù hag a zo c'hoazh dianav
Ronald Reagan
diouiziegezh an den eus e ziouigiezh e-unan eo ar gwashañ diouiziegezh
San Girolamo
diouzh ei brenester e selaou buhez ar bed hag an dud, ha gouzout a ra ez eo lakaet er-maez, met n'en em zistruj ket, dre ma lavar ur c'hreunennig feiz outañ e rank gouzañv ar boan-mañ en e galon betek ar penn, ar boan zivent-mañ, a daolenn ar pezh, en diwezh, a varvo
Hermann Hesse
diouzh ret, ar madoù prevez zo un dle a rank bezañ adpaeet d'ar geveredigezh
Giovanni Paolo II
dirouestlañ hor c'hudennoù a dalvez kemmañ penn-da-benn an darempredoù kenetrezomp-ni hon-unan hag an darempredoù gant hon holl amzer dremenet
Alejandro Jodorowsky
disfiz an den ennañ e-unan zo kentañ arouez ar speredegezh
Ugo Ojetti
disoc’h pep dispac’h modern zo bet kreñvaat galloud ar stad
Albert Camus
disouezhet on bet ivez gant anien mab-den, ha lezet eo bet a-gostez ganin, p'en kaven re heñvel ouzh va anien-me
J.P. Donleavy
distambouc'h eo kuriusted an dud a-fed pep tra nemet ar pezh a dalvez ar boan gouzout
Oscar Wilde
dit-te, ar yezh santel/ dit-te, ar yezh a azeulan/ muioc'h eget an holl arc'hant/ muioc'h eget an holl aour
Haïm-Vidal Sephiha
divarvel eo an nep a vev evit ar momed
Cesare Pavese
divezh ec'h implij ar varzhed o skiant-prenañ: diwadañ a reont anezhi
Friedrich Wilhelm Nietzsche
diwall petra a c'hoantaez, bez' e c'hallfe dont da wir
Joanne Kathleen Rowling
diwallit da dermenañ ar re a zo a-du ganeoc'h evel ar re speredek nemeto
Ugo Ojetti
diwallit: derc'hel a ra korf Marx da alanat
Nicanor Parra
diwallit: pennadurezhioù ar yec'hed a c'hall bezañ noazus
Ana López
diwar an empenn, ha diwar han empenn hepken, e sav hor plijadur, hol levenez, hor c'hoarzhin hag hor farsal, kenkoulz hag hor poan hag hon doan
Hippocrates
diwar o anien e plij d'ar Saozon n'eus forzh piv hag a zo hep talant hag a zo izelek a-fed se
James Agate
dizoleiñ ur vro nevez hag hec'h aloubiñ zo bet atav ar memes tra
Samuel Johnson
dle ar stad zo bras a-walc'h ma c'hall ober war e dro e-unan
Ronald Reagan
dlead reizh mab-den eo bevañ, ket bezañ. Ne gollin ket va devezhioù o klask o astenn. Implijout a rin va amzer
Jack London
dont da bennvad zo dont da vezañ ar gwellañ ma c'haller
Harold Taylor
Doue n'eo ket evit kemmañ an tremened; setu perak e rank gouzañv ez eus eus an istorourien
Samuel Butler
dour eo a ra 80% eus an den, neuze n'eus ket de vezañ souezhet ez eo saotret
Carl William Brown
dousig: un doare ledet-tre da gomz ouzh unan all, implijet evit komz gant un den eus ar reizh all pa n'eur ket evit derc'hel soñj eus e/hec'h anv
Oliver Herford
dre an drougziwezhoù e tesker an arz a c'hounit
Simon Bolivar
dre ar skiant-prenet c'hwerv emaomp o teskiñ ez eo en em zistrujañ a ra an organeg a zistruj hec'h endro
Gregory Bateson
dre chañs ez eo deuet Bush da zifenn an demokratelezh
Anónimo
dre forzh dont da vezañ heñvel ouzh ar pezh n'omp ket e paouezomp a vezañ ar pezh omp
Ernst Jünger
dre gerzhet e vez savet ar gwenodennoù
Franz Kafka
dre gomz yezhoù disheñval en em gomprenomp gwell
Elena Loewenthal
dre hor buhezegezh e tivankomp mankoù hon anien, ha dre ar garantez e tivankomp mankoù hor buhezegezh
José Ortega y Gasset
dre ma ne c'hall ket an dud stourm a-enep ar marv, ar reuzidigezh hag an diouiziegezh, o deus divizet, a-benn bezañ eürus, chom hep soñjal enno
Blaise Pascal
dre ma ne gred morse ur politikour ar pezh a lavar en em gav souezhet pa greder e vo den d'e c'her
Charles De Gaulle
dre ma ne oan ket chalet gant va ganedigezh, n'on ket chalet gant ar marv
Federico García Lorca
dre ma ne ouie ket da belec'h edo o vont e teuas an denelezh a-benn da gavout he hent
Oscar Wilde
dre o implijout e vez respetet al levrioù
Umberto Eco
dre ober an neuz da vezañ foll en deus diskouezet Pinochet ez eo speredek-meurbet...evel brezelour
Anónimo
dreist pep tra all, ar strolladoù politikel hiziv a ro lañs d'ar galloud ha d'an ostizerezh
Enrico Berlinguer
drevezañ eo a ra ar varzhed n'eo ket bet peurzesket o micher ganto. Laerezh eo a ra ar varzhed mailh war o micher
Thomas Stearns Eliot
drevezañ, a-fed son pe a-fed mennozhioù, eo naontek ha pevar-ugent dre gant a bep 'krouidigezh' - laerezh a-ratozh-kaer, tamm pe damm
Friedrich Wilhelm Nietzsche
drougweler: un den, p'en devez da choas etre daou zroug, a zibab an daou
Oscar Wilde
droukskoueriet on gant an diforc'hiñ diwar vugale, rak evidon, evel evit meur a hini all, ez eo lezenekaat ar muntrañ
Pier Paolo Pasolini
d'an ampoent, war-bouez ar butun, an alkool hag ar skinwel, ez eo difennet ar braz eus an drammoù gant al lezenn; hor bugale koulskoude a c'hall, dalc'hmat, o c'havout e-kichen pep skol
Manu Chao
d'ar brederourien e seblante bezañ anat e oa un argerzh a gasas eus an amibenn da vab-den an araokadur, met hag a-du e vefe an amibenn gant se, n'ouzer ket
Bertrand Russell
d'ar muiañ, ur pemp pe ur c'hwec'h bennak a zevezhioù diankouaus en devez an den en e vuhez; evit ar peurrest, ne reont nemet stoufañ un toull
Ennio Flaiano
d'hor mare-ni ez eo heñvel an deskadurezh eil-derez ouzh un diwallerezh evit ar re a zo, koulz lavaret, oadourien, ma c'hall bezañ, dre zegouezh, un tamm deskadurezh, met ma ne c'haller ket kaout fiziañs ez eo gwall dalvoudus war an holl
James Howard Kunstler
d'ur poent resis, evit ma'z afe tra pe dra en-dro c'hoazh, ret lakaat pep tra en argoll
Isabelle Adjani