Logos Multilingual Portal

Select Language

a b c d e f g h i j k l m n o p r s t u v w y z

labourat a reomp a-benn gounit hon amzer vak
Aristotle
labourat n'eo ket ken enoeüs hag ebatal
Charles Baudelaire
lagad evit lagad, ha dall en em gavo an hollved
Mohandas Karamchad Gandhi
lakaat e-lec’h ar pezh a yae en-dro ar pezh a seblante bezañ mat – setu un tamm mat eus istor kevredigezhel ar C’hornaoueg e-pad an tregont vloaz tremenet
Thomas Sowell
Las Vegas a vefe feuket ma vefe keñveriet gant Wall Street. E Las Vegas e ouzer petra eo an divizoù. War Wall Street e vez kempennet an divizoù tra ma vezer c'hoazh o c’hoari
John Ensign
lavar ar wirionez ur wech an amzer, ma vi kredet pa lavarez ur gaou
Jules Renard
lavaret a c'haller ec'h echu ur marevezh pa vez aet e douelloù-diazez da hesk
Arthur Miller
lavaret ar vignoniezh zo evel lavaret un emglev disi, ur fiziañs diouzhtu hag un eñvorenniñ e-pad pell, da lavaret eo ar fealded
Gabriela Mistral
lavaret ar wirionez en un doare disleal a ranker gwelet evel an dizonestiz
Karl Kraus
lavaret e veneg tud ar bobl o soñjoù en un doare splann zo pell eus ar wirionez; hag ar sklaerder a gaver ganto ne sav ket diwar o anaoudegezh eus ar yezh met kentoc'h diwar skorted o soñjoù
Samuel Johnson
lavaret e veze din e oa ret-holl marv an nebeud tud-se a-benn degas ur bed ma ne vefe mui lazhet den
Albert Camus
lavaret ez eo laouenoc'h an den a feiz eget an hini difeiz n'en deus ket muioc'h a dalvoudegezh eget lavaret ez eo laouenoc'h an den mezv eget an hini divezv
George Bernard Shaw
lavaromp hepken ez eus daou zoare spered barzhoniel: an eil mat da ijinañ fablennoù, hag egile techet d'o c'hrediñ
Galileo Galilei
lavaromp ivez en deus ar frankiz perzhioù displann; hec'h ezvezañs avat n'eo ket displann e nep doare
Rodrigo Rey Rosa
lenn a ran levrioù ivez, kalz a levrioù; nebeutoc'h a zeskan diganto eget digant ar vuhez avat. Al levr nemetañ en deus desket kalz din eo ar geriadur. Ar geriadur, na sot on gantañ! An hent a garan ivez, koulskoude, ur geriadur marzhusoc'h c'hoazh
Ettore Petrolini
lenn zo evel treiñ, rak n'eus ket daou zen ganto an hevelep skiant-prenañ. Ul lenner fall zo heñvel ouzh un troour fall. Pa zesker lenn mat, n'eo ken pouezus an deskadurezh evel an anien
Wystan Hugh Auden
lenn, din da welet, a dalvez prederiañ don
Vittorio Alfieri
lezenn ziazez ar gevalouriezh eo 'te pe me', ha n'eo ket 'te ha me'
Karl Liebknecht
lezit ac'hanon da gontañ deoc'h un dra hon eus-ni, Israeliz, a-enep Moises. Hor c'haset en doa e-pad daou-ugent vloaz dra an dezerzh a-benn hon degas d'al lec'h nemetañ er Reter-Kreiz ma n'eus ket a eoul-maen
Golda Meir
lezit-me da skeiñ ha da gontrollañ moneiz ur vroad, ha ne ran ket forzh gant piv e vez graet al lezennoù
Mayer Amschel Rothschild
livañ an ran an traoù evel ma vezont gwelet em soñj, ket evel ma vezont gwelet gant va daoulagad
Pablo Picasso
lod a gav dezho int disi, peogwir ne c'houlennont ket kement diganto o-unan
Hermann Hesse
lod eus ar politikerezh pleustrek zo chom hep ober van ouzh ar fedoù
Henry Brooks Adams
lod eus dizenelezh an urzhiataer eo, ur wech programmet mat hag o vont en-dro hep diaester ebet, en em zalc'h onest penn-da-benn
Isaac Asimov
lod n'int ket evit gouzañv ar peoc'h pa'z eus re a drouz en o diabarzh
Robert Fripp