Logos Multilingual Portal

Select Language

a b c d e f g h i j k l m n o p r s t u v w y z

ma c'hazh a ra ar pezh a garfen-me ober, gant nebeutoc'h a lennegezh avat
Ennio Flaiano
ma gwellwelerezh zo diazezet war ar serteniezh emañ ar sevenadurezh-mañ war-nes kouezhañ. Ma gwazhwelerezh zo gwriziennet e kement tra a ra evit hor stlejañ da gouezhañ ganti
Jean-François Brient
ma lavar an den 'ya' da bep tra ha d'an holl emañ evel pa ne vije ket anezhañ
Tahar Ben Jelloun
ma ne c'hall ket tizhout kleze ar gwir, eno e tizh taol-fouet ar goaperezh
Aleksandr Pushkin
ma ne c'hall ket ur mestr tremen hep e sklav, pehini eus an daou a zo libr?
Albert Camus
ma ne c'hortozez ket an dic'hortoz, n'en dizoloi ket, pa'z eo ken diaes da dapout ha ken diwirheñvel
Heraclitus
ma ne daolez ket pled e vi lakaet gant ar c'helaouennoù da gasaat ar re a vez mac'homet ha da garout ar re o mac'hom
Malcom X
ma ne fell ket da Israeliz bezañ tamallet bezañ Nazied, n'o deus nemet paouez a'n em zerc'hel evel Nazied
Norman G. Finkelstein
ma ne genvevje gwazed ha gwragez e vefe kalz stankoc'h an dimezoù mat
Friedrich Wilhelm Nietzsche
ma ne sav ket bec'h etrezomp hag ar poell biken ne skoulmimp afer ebet
Albert Einstein
ma ne vez ket libr an dud da vezañ visius, n'int ket evit bezañ vertuzius
Frank Meyer
ma ne vez ket prest an den da risklañ mann evit e vennozhioù, pe e vennozhioù ne dalvezont mann, pe eñ ne dalvez mann
Ezra Pound
ma ne vez priz ebet da baeañ, n'eus ket a dalvoudegezh kennebeut
Albert Einstein
ma ne vije ket a brizonioù e oufemp holl omp chadennet
Maurice Blanchot
ma ne'n dije ket krouet Doue ar plac'h, ne'n dije ket krouet ar vleunienn kennebeut
Victor Hugo
ma n'eus ket a fent n'eus ket a zenelezh; ma n'eus ket a fent ez eus ur c'hamp bac'h
Eugène Ionesco
ma n'oc'h ket lod eus an disoc'h, oc'h lod eus ar pezh a chom
Steven Right
ma n'oc'h ket prest da faziañ, biken ne vo krouet netra orin ganeoc'h
Ken Robinson
ma soñj, evit a sell kontroll ar genel, zo bet distummet un tamm dre ma'z on ar seizhvet diwar nav a vugale
Robert Francis Kennedy
ma teu an awen da'm c'haout e kavo ac'hanon o livañ
Pablo Picasso
ma teuont da gerc'hat ac'hanon diouzh ar mintin e teuint da gerc'hat ac'hanout diouzh an noz
Angela Davis
ma tisplegit ho soñj dre reiñ ur skouer, netra ne gomprenin
Ennio Flaiano
ma vefemp gouest d'en em unaniñ... pegen kaer ha tost e vefe an dazont
Ernesto Che Guevara
mab-den a genderc'h ar fallagriezh evel ma kenderc'h ar gwenanenn ar mel
William Golding
mab-den eo al loen nemetañ a ruz - pe en defe ezhomm da ober
Mark Twain
mab-den eo ar c’hrouadur nemetañ a nac’h bezañ ar pezh ez eo
Albert Camus
mab-den zo prest dalc'hmat da vervel evit ur mennozh, gant ma ne vez ket re sklaer dezhañ ar mennozh-se
Paul Eldridge
mab-den zo ul loen barrek-spontus d'en em azasaat
Enzo Ferrari
mad ar bobl a zo ennañ un niver bras a walloberoù prevez
Anatole France
mallozh war ar momedig a eürusted on bet lakaet gwalleürus gantañ da virviken
Franco Trincale
mar ac'h eus un talant, impilj anezhañ e pep doare. Arabat e virout en ur bern. Arabat e lodennañ evel kraf-naon. Dispign anezhañ brokus, evel ur milioner mennet da vezañ hep gwenneg ebet ken
Brendan Behan
mar am eus savet ul lizher ken hir, ez eo abalamour ma ne'm eus ket bet amzer a-walc'h d'e verraat
Blaise Pascal
mar anavezez mat an danvez e teuio ar c'homzoù da heul
Marcus Porcius Cato
mar bez dek mil a reolennoù ne chom tamm doujañs ebet evit al lezenn
Winston Churchill
mar bez feulster er vell-droad ez eo peogwir n'eo nemet gounit a gont en Italia hiziv
Arrigo Sacchi
mar bez graet en anv Doue pe en anv ar vro, n'eus torfed ebet, n'eus forzh pegen euzhus e ve, na vo ket pardonet gant an dud
Tom Robbins
mar bez gwisket fall ur plac'h ez eo ouzh he dilhad e vez taolet evezh, met mar bez gwisket cheuc'h ez eo outi e vez taolet evezh
Coco Chanel
mar bez mat bevañ ez eo gwell huñvreal, ha dihunañ eo ar gwellañ holl
Antonio Machado
mar bez unanet ar re a zo troet da fall hag oc’h ober ur galloud, e rank an dud onest ober kemend-all
Leo Tolstoy
mar bezez lakaet trist gant da vuhezegezh e c'hallez bezañ sur ez eus un dra bennak a-dreuz ganti
Robert Louis Stevenson
mar bezit tonker, petra a c'hallit ober evit se?
Ann Edwards-Duff
mar bije cheñchet tra pe dra gant ar mouezhiadegoù e savfent ul lezenn en o enep
Anonymous
mar bije poellek kement tra a zo war an douar, netra ne c'hoarvezfe
Fedor Michailovich Dostoevski
mar bije ret deskiñ pep lezenn, ne chomfe ket amzer d'o zerriñ
Johann Wolfgang von Goethe
mar bijen impalaer e stagfen da sevel ur geriadur, a-benn reiñ ur ster da bep ger
Confucio
mar chomer bev pell a-walc'h e weler pep trec'h troet da c'hwitadenn
Simone de Beauvoir
mar en em gar daou zen, ne c'hall ket bezañ eürus an diwezh
Ernest Hemingway
mar fell deoc'h gouzout petra a fell d'ur plac'h evit gwir, sellit outi; arabat selaou anezhi
Oscar Wilde
mar fell deoc'h gwelet penaos e vo an dazont, soñjit en ur votez o skeiñ gant dremm un den - da viken
George Orwell
mar fell deoc'h lakaat den pe zen da vezañ laouen, kentoc'h eget reiñ profoù dezhañ e vefe ret deoc'h lemel e c'hoantoù digantañ
Lucius Annaeus Seneca
mar fell deoc'h lakaat Doue da c'hoarzhin, komz dezhañ eus ho raktresoù
Blaise Pascal
mar fell deomp e vefe cheñchet penn d'ar vazh ez eo ret ac'hubiñ ar bankoù ha lakaat tarzhañ ar skinwel. An disoc'h dispac'hel nemetañ eo
Luciano Bianciardi
mar fell deomp herzel ouzh ar bec'h etre ar c'henelioù ez eo ret deomp dispign nebeutoc'h war ar brezel, ha muioc'h war sevenadur ar peoc'h
Federico Mayor Zaragoza
mar fell dit bezañ kozh e-pad meur a vloavezh, stag da vezañ kozh hepdale
Marcus Porcius Cato
mar fell dit chom hep gwelet ur genaoueg, kentañ tra d'ober eo freuzañ da velezour
François Rabelais
mar fell dit deskiñ, kelenn
Marcus Tullius Cicero
mar fell dit kaout saourus da berzhioù-mat, gra ur pec'hed ur wech an amzer
Ugo Ojetti
mar fell dit kavout mignoniezh, douster ha barzhoniezh war da hent, kas anezho ganit
Georges Duhamel
mar fell dit pinvidikaat dre skrivañ, skriv ar seurt traoù a vez lennet gant ar re a fiñv o muzelloù pa vezont o lenn dezho o-unan
Don Marquis
mar fell d'an den cheñch ar bed ez eo ret dezhañ, da gentañ, e cheñch e-unan
Socrates
mar galler reiñ an organoù evit saveteiñ buhez ur c'hlañvour, perak ne c'haller ket reiñ proteinoù evit saveteiñ buhez ar re a zo o vervel gant an naon?
Anónimo
mar galljen skrivañ kaerder da zaoulagad
William Shakespeare
mar gortoz ur vroad bout diouiziek ha libr, e c'hortoz ar pezh biskoazh na voe ha biken na vo
Thomas Jefferson
mar gwelez ur banker o lammat eus ur prenestr, lamm war e lerc'h - aze emañ an arc'hant
Robespierre
mar kar an den ar pezh a ra, biken ne vez un trevell
Confucio
mar kavit kazus den pe zen, ar pezh a gavit kazus zo tra pe dra ennañ hag a zo lod ac'hanoc'h-c'hwi
Hermann Hesse
mar komprenje an dud gwelloc'h ar riskloù a implijout geriennoù zo e vefe staliet ar geriadurioù e prenester ar stalioù-levrioù gant ur vandenn ruz en-dro dezho: 'Tarzhus - da vezañ maniet gant aked.'
André Maurois
mar komzit gant un den en ur yezh hag a gompren ez a se d’e benn. Mar komzit gantañ en e yezh dezhañ ez a se d’e galon
Nelson Mandela
mar krog an den gant ar surentez ec'h echuo gant an arvar, met mar bez laouen da gregiñ gant an arvar ec'h echuo gant ar surentez
Francis Bacon
mar lakait an dud da grediñ hoc'h eus ezhomm eus tra pe dra, n'ho po netra. Evit ober arc'hant e rank an den ober an neuz da vezañ pinvidik.
Alexander Dumas
mar lavar an den ar wirionez, ne vez ket ret dezhañ derc'hel soñj eus netra
Mark Twain
mar lavarfe ma mezeg din ne'm boa nemet c'hwec'h munud da vevañ, n'eo ket chom da lonkañ soñjoù du a rafen, met bizskrivañ un tammig buanoc'h
Isaac Asimov
mar lavarjen ar pezh a soñjan evit gwir e vefen harzet pe bac'het e ti ar re sot. Deus ’ta, sur on e vefe evel-se evit an holl dud
Roberto Bolaño
mar o dije talvezet lezennoù Nürnberg e vije bet krouget pep prezidant war ar Stadoù-Unanet a-ziwar ar brezel
Noam Chomsky
mar paouez ar Republikaned a gontañ gevier diwar-benn an Demokratelourien, e paouezimp-ni a gontañ ar wirionez diwar o fenn-i
Adlai Stevenson
mar paouezer a gaout spi e paouezer a gaout aon
Lucius Annaeus Seneca
mar pleg ur plac'h, n'eo nemet dre ma'z eo aet an trec'h ganti
Aldo Cammarota
mar savfe yaouankiz hiziv a-benn enebiñ ouzh ar mafia kevrin ha hollc'halloudus e c'hallfe, moarvat, paouez a vezañ ur gwallhuñvre skignet dre-holl
Paolo Borsellino
mar skoazellez unan bennak er vouilhenn e c'hallez bezañ sur e talc'ho soñj eus se ... p'en em gav er vouilhenn adarre
H.V. Prochnow
mar talvez ar frankiz tra pe dra, e talvez ar gwir da lavaret d'an dud ar pezh na fell ket dezho klevet
George Orwell
marc'had ar Bours eo al lec'h ma vez dispartiet ar c'henaoueien diouzh o gwenneien
Paul Samuelson
mard oc'h ken speredek, penaos oc'h deuet da vezañ ken pinvidik?
Anónimo
mard out bet laouen, ne gont ket evel ur fazi
Marilyn Monroe
mard out sur e komprenez mat kement tra a c'hoarvez ez eo luziet da soñj, ken na'z eo
Walter F. Mondale
mare an tornoziñ, an hanter diarbennoù, ar c'hamm-droioù a zistan hag a ziheñch, hag an daleañ, a zo war zibenn. En e lec'h emaomp o kregiñ gant ur marevezh disoc'hoù
Winston Churchill
marteze e lavarer ur gaou a-wechoù, met an ardoù a zeu gantañ a lavar ar wirionez
Friedrich Wilhelm Nietzsche
marteze e seblant bezañ sot, met lezit ac'hanon d'en lavaret: renet e vez ar gwir zispac'her gant santimantoù don a garantez
Ernesto Che Guevara
marteze ez eo ar bed-mañ ifern ur blanedenn all
Aldous Huxley
marteze ez eo ar marv al lodenn wellañ eus ar vuhez
Carlos Silva
marv un den hag a zo o huñvreal ennomp azo marv lod ac'hanomp
Miguel de Unamuno
marvailhoù zo eus hon huñvreoù. Hag hon huñvreoù eo hor buhez
Tim Burton
marzhus eo e van bev ar ranellerezh goude bezañ bet er skol
Albert Einstein
mat eo an ideelerezh, met bep ma tostaer ouzh e wirionez e teu da vezañ ker-disañs
William F. Buckley
mat eo d'an den heuliañ e bleg, gant ma kas d'an nec'h
André Gide
mat eo kompren tamm-ha-tamm ne oar an den netra
Maurice Maeterlinck
ma'z eo deuet ar sevenadur da vezañ marc'hadourezh, n'eo ket souezhus ez eo en em gavet ar memes tra gant an dud
Anonymous
ma'z pez aon rak an digenvezded, arabat dimeziñ
Anton Chekhov
ma’z eus unan ac’hanomp, n’eus forzh piv en denelezh, o c’houzañv bremañ evel un den daonet, pe a zo klañv pe marnaoniet, e rank sellet ouzhomp holl, rak chom hep ober van ouzh gouzañv an dud zo dalc’hmat un ober feuls eus al laoskañ
Gino Strada
me eo ar Stad
Louis XIV
me n'on ket evit mont pelloc'h eget den all ebet eus ma remziad. Me, koulskoude, ne'm eus morse lavaret ar pezh na felle ket din lavaret, memes ma ne'm eus ket lavaret dalc'hmat ar pezh a felle din lavaret
Enzo Biagi
me n'on ket komounour - ne'm eus ket peadra evit se
Ennio Flaiano
me n’on nemet un den hag a sav ur maen a-benn sellet dindanañ. N’eo ket dre ma faot mar en em ziskouez euzhviled ur wech an amzer
José Saramago
me zo a-du penn da benn ma vefe implijet ar gaz binimus a-enep meuradoù ha n'int ket bet sevenet
Winston Churchill
me zo lodenn eus kement-tra on en em gavet gantañ
Alfred Tennyson
me zo me ha va flegennoù ouhpenn
José Ortega y Gasset
memes ma heuliez pep hini eus e hentoù, ne gavi ket bevennoù an ene, pa'z eo ken don e logos
Heraclitus
memor pep den eo e lennegezh brevez
Aldous Huxley
menegiñ a ran komzoù ar re all a-benn en em venegiñ gwelloc'h
Michel de Montaigne
mervel a zo spontus, met soñjal e vefe ret mervel hep bezañ bevet a zo dic'houzañvus
Erich Fromm
mervel n'eo netra; chom hep bevañ eo a zo braouac'hus
Victor Hugo
mervel zo ur voaz a zo gant an dud
Jorge Luis Borges
mestr ar bed eo an neb a oar c'hoarzhin
Giacomo Leopardi
meuleudi ar re all hor broud, a-wechoù avat ez eo gwell chom hep fiziout ennañ
Paul Cézanne
meur a dabut hir etre an doueoniourien a c'hall bezañ berraet evel-se: 'Evel se emañ. N'emañ ket evel se. Evel se emañ. N'emañ ket evel se'
Benjamin Franklin
meur a vuhez am eus bevet e-pad an oadvezhioù hir tremenet. Mab-den, an hinienn, n’eo ket aet tamm war-raok a-fed e vuhezegezh en ur ober dek mil vloavezh. Diarvar e lavaran eo gwir kement-se
Jack London
meur a wech, ket ur redi a-berzh ar mestr eo ar yev, met un tentadur evit ar serv
Indro Montanelli
meur a zen a goll ar momedigoù a levenez en ur c'hortoz an eürusted vras
Pearl S. Buck
meur a zoare zo da c'hwitañ, unan hepken da zont a-benn
Aristotle
meur a zoare zo d'en em gavout; an hini gwellañ zo chom hep mont kuit
Ennio Flaiano
meurded ur vroad, hag hec'h araokaat a-fed ar reizhvuhezegezh, a c'haller muzuliañ hervez an doare ma ra war-dro he loened
Mohandas Karamchad Gandhi
mezeg ebet ne c’hall prometiñ e vo peurbareet ar c’hlañvour; anat eo avat e vefe ret da bep mezeg gallout prometiñ da’r c’hlañvour e vo peurc’hraet war e dro
Patch Adams
mezhusoc'h eo d'an den disfiziout en e vignoned eget bezañ touellet ganto
François de La Rochefoucauld
micher ar c'helaouenner zo displegañ d'ar re all ar pezh na gompren ket e-unan
Lord Alfred Northcliff
micher ar skrivagner eo an hini nemeti ma c’haller chom hep gounit arc’hant hep bezañ luet
Jules Renard
miliadoù ha miliadoù a dud zo en hor bed o vevañ sioulik buhezioù mac’homet gant an dispi, re hag a ra eurvezhioù hir a labour start oc’h ober micherioù a gavont kazus, a-benn gallout prenañ traoù n’o deus ket ezhomm anezho ma c’hallont kaout lorc’h dirak tud na blijont ket dezho
Nigel Marsh
milliget ar soudard a denn war e bobl dezhañ
Simón Bolivar
moarvat on sot; ma n'on ket avat, ne rankfe ket ar re all bezañ dieub kennebeut
George Bernard Shaw
mont a rit da lezel an aon rak ar baourentez da ren ho puhez, hag ho kopr a vo debriñ, met n'eo ket bevañ
George Bernard Shaw
mont betek ar penn gant an arbennigañ a dalvez bezañ ar skortañ ma c'haller war ar sevenadur
José Ortega y Gasset
mont d'an oferenn ne laka ket an den da vezañ kristion, muioc'h eget na ra mont d'ar c'harrdi e lakaat da vezañ karr
Laurence J. Peter
morse na varnit ul levr hervez e film
J.W. Eagan
morse ne c'haller ober un dispac'h a-benn diazezañ un demokratelezh. Ret eo kaout un demokratelezh a-benn ober un dispac'h
Gilbert Keith Chesterton
morse ne c'hortozan e soñjfe ur soudard
George Bernard Shaw
morse ne deuler pled ouzh ar pezh a zo bet graet; nemet ar pezh a chom d'ober ne weler
Marie Curie
morse ne gomprenen penaos e c'haller deskiñ d'ar baotred yaouank bombezenniñ bourkoù gant napalm, ha difenn dezho war un dro skrivañ 'kerzh g' an diaoul' war o c'hirri-nij
Marlon Brando
morse ne gonter kement a c'hevier evel a-raok an dilennadegoù, e-pad ar brezel, ha goude ar chase
Otto von Bismarck
morse ne lenn daou zen ar memes levr
Edmund Wilson
morse ne ra an dud kement a zroug hag en un doare ken entanet evel p’en greont abalamour d’o c’hredennoù relijiel
Blaise Pascal
morse ne seblant an ene bezañ ken kreñv ha ken uhel evel pa nac'h en em venjiñ, ha pa gred pardoniñ un droug
E.H. Chapin
morse ne skrivan ma anv war al levrioù a brenan; nemet goude ma'z int bet lennet ganin e ran se, rak neuze hepken e c'hallan lavaret ez int din
Carlo Dossi
morse ne voe na brezel mat na peoc'h fall
Benjamin Franklin
morse ne'm eus lezet ar skol da emellout eus ma deskadurezh
Mark Twain
morse n'eer ken pell ha pa n'ouzer ket da belec'h emeur o vont
Johann Wolfgang von Goethe
morse n'o deus gouezet gwall vat ar vugale selaou ar re goshoc'h egeto - a-viskoazh, avat, o deus o drevezet
James Baldwin
morse n'on bet saver mann ebet, dre ma’m eus atav tapet traoù hag a o nijal en aer
Nicanor Parra
morse n’eo ken onest an den evel pa anzav ez eo gaouiad
Mark Twain
mouezhiañ a reer bep tro ma'z eer d'ober ar prenadennoù
Alex Zanotelli
mouezhiañ zo dilezel karg an den
Élisée Reclus
mouezhier: den gantañ ar gras sakr a votiñ evit an den bet choazet gant un den all
Ambrose Bierce
mousc'hoarzhit; n'eo ket evit debriñ hag evit kregiñ hepken e voe graet ho tent
Man Ray
mui-oc’h-mui e teu ramzed ar gwiad da vezañ an hanterourien nemeto etre ar genderc’herien hag ar vevezerien
Antonello Soro
muioc'h a varv en ur dec'hout eget en ur emgannañ
Selma Lagerlöf
muioc'h eget da boent all ebet en istor, emañ mab-den war ur c'hroashent. An eil hent a gas d'an dispi, hag egile d'ar varvedigezh. Ra vezimp fur a-walc'h da zibab an hini mat
Woody Allen
muioc’h a gavi er c’hoadeier eget el levrioù. Ar gwez hag ar reier a zesko dit traoù ha na lavaro mestr ebet dit
Bernard De Clairvaux
m'emaout o vont da lavaret ar wirionez d'an dud, bez fentus, anez e vi lazhet ganto
Billy Wilder
m'en em anavezfe gwelloc'h an dud e teskfent kaout kaz outo o-unan
Ennio Flaiano