Logos Multilingual Portal

Select Language

a b c d e f g h i j k l m n o p r s t u v w y z

pa baouezer a grediñ, ar realded eo ar pezh na steuz ket
Philip K. Dick
pa c'hoantaez tra pe dra, asambles ec'h irienn pep tra en hollved ma vo sevenet da c'hoant
Paulo Coelho
pa dav Doue e c'haller e lakaat da lavaret ar pezh a garer
Jean-Paul Sartre
pa fell d'un den lazhañ un tigr e lavarer ez eo ar sport; pa fell d'un tigr e lazhañ-eñ e lavarer ez eo ar fervder
George Bernard Shaw
pa gav an den emañ diouzh tu ar muiañniver ez eo poent dezhañ chom a-sav hag adsoñjal
Mark Twain
pa glasker ar furnez, ar gammed kentañ zo chom sioul; an eil, selaou; an trede, derc'hel soñj; ar pevare, ober; ar pempvet, deskiñ ar re all
Solomon Ibn Gabirol
pa glevan an engroez o stlakañ daouarn d'un den em bez atav truez outañ. Goude, ne'n deus nemet bevañ hir a-walc'h ha c'hwitellet e vo outañ
H.L. Mencken
pa lammez gant al levenez, diwall ma ne lamer ket an douar a-zindan da dreid
Stanislaw Jerzy Lec
pa lavar un den e oar petra eo an eürusted, e c'haller bezañ sur ez eo bet kollet gantañ
Maurice Maeterlinck
pa lavar ur skiantour brudet-mat, met kozh, ez eo pousbl ober tra pe dra, ez eo sur, pe dost, en deus abeg. Pa lavar ez eo dibosubl tra pe dra, avat, ez eo gwirheñvel-treñ n'emañ ket ar gwir gantañ
Arthur C. Clarke
pa lavaromp 'soñjit', ar pezh a fell deomp lavaret eo 'soñjit er marv'
Alberto Savinio
pa oa degouezhet ar visionerien, gant an Afrikaned e oa an douaroù ha gant ar visionerien e oa ar Bibl. Desket o doa deomp pediñ serret hon daoulagad. P'hor boa o digoret eo ganto e oa an douaroù ha ganeomp-ni ar Bibl
Jomo Kenyatta
pa oan bugel e voe lavaret din e c'halle n'eus forzh piv dont da vezañ Prezidant. Bremañ on krog da grediñ ez eo gwir
Clarence Darrow
pa oan yaouankoc'h e c'hallen derc'hel soñj eus pep tra, ha c'hoarvezet e oa pe ne oa ket
Mark Twain
pa oan-me yaouank, ne oa ket a v-best-sellers, ha ne oamp ket evit en em werzhañ evel gisti. Den ne felle dezhañ hor prenañ
Jorge Luis Borges
pa rankan dibab etre daou wall, dalc'hmat e kavan ar gwellañ kemer an hini na'm eus ket anavezet c'hoazh
Mae West
pa rois boued d'ar beorien e voe graet ur sant ac'hanon. Pa c'houlennis abalamour da betra n'o doa ar beorien netra da zebriñ e voe graet ur c'homunour ac'hanon
Hélder Câmara
pa sav an dud a-du ganin, atav e kav din e rankan bezañ faziet
Oscar Wilde
pa sellez don e daoulagad un den all e rankez sellet ouzhit-te da-unan
Tahar Ben Jelloun
pa soñjer penaos e vez an tadoù alies, ral a wech ez eo gwalleur chom hep bezañ tad; ha pa soñjer penaos e vez ar vibien war an holl, ral a wech ez eo gwalleur bezañ hep bugale
Lord Chesterfield
pa van kousket e tisoñj an den e-unan. Pa zihun e talc'h soñj anezhañ e-unan
Jorge Luis Borges
pa varv ar buagaleaj e reomp 'ar re vras' eus ar c'horfoù, ha dont a reont da vezañ lod eus ar gevredigezh, unan eus dereatañ anvioù an ifern. Setu perak hor bez aon rak ar vugale, zoken mar o c'haromp. Diskouez a reont deomp pegen gwrac'het omp
Brian Aldiss
pa vez aes an den en e groc'hen, beajiñ zo chom e lec'h all, n'eo ket bezañ pell
Isabelle Adjani
pa vez an den, kousket ha difiñv en e wele, o huñvreal diwar-benn tra pe dra, pehini eo ar gwirionañ – pe eñ, evel ur boud emskiantek, pe neuze an huñvre end-eeun?
Miguel de Unamuno
pa vez ar memes soñj gant an holl, den ebet ne soñj ket kalz
Walter Lippmann
pa vez bras an ezhomm, ez eus tud hag a gredfe n'eus forzh petra
Arnold Lobel
pa vez brezel e tav al lezenn
Marcus Tullius Cicero
pa vez daou stumm disheñvel eus un istor, ar pep furañ eo krediñ an hini ma vez taolennet ar gwashañ an dud
H. Allen Smith
pa vez daou zen a aferioù o kenlabourat ha dalc'hmat a-du an eil gant egile, n'eus ket ezhomm eus unan anezho
William Wrigley Jr.
pa vez daou zen dindan levezon ar feulsañ, an diotañ hag ar berrbadusañ c'hoantoù, e vez dav dezho touiñ e chomint er stad mil inervet, divoas ha brevus-se, dalc'hmat, ken na zeuio an Ankoù d'o dispartiañ
George Bernard Shaw
pa vez dieub ar wask, ha pa oar an holl dud lenn, ez eo sur pep tra
Thomas Jefferson
pa vez laeret da wreg gant ur paotr all, n'eus dial gwell eget e lezel d'he mirout
Sacha Guitry
pa vez libr an dud d'ober evel ma karont, peurliesañ e trevezont an eil egile
Eric Hoffer
pa vez o kreskiñ e kof ar vamm, n'eus soñj ebet en empenn
Maurice Blanchot
pa vez trefoet ar yezh e koll an dud fiziañs er pezh a glevont, ha kement-se a zegas ar feulsted
Wystan Hugh Auden
pa vez ur c'hriz e vez kavet, a-greiz-holl, ur stropad kleñved, unan hag a vije bet kavet sot e pep mare a-raok: stropad kleñved ar produiñ betek re
Karl Marx
pa vez ur frankiz resis en arvar ez eo ar frankiz dre vras a zo en arvar
Karl Marx
pa vezer en arvar e tiziver sevel a-du gant ar pezh a zo mat
Karl Kraus
pa vezomp en hor berzh e oar hor mignoned piv omp; pa vezomp reuzeudik e ouzomp piv eo hor mignoned
John Churton Collins
pa vezomp klañv en em rentomp kont n'emaomp ket o vevañ hon-unan, met chadennet ouzh ur bed all, islonkoù ouzh hor mirout distag dioutañ, ur bed dianav deomp hag unan ez eo dic'hallus deomp bezañ komprenet drezañ: hor c'horf
Marcel Proust
pa vin marv, den ne ouelo evidon, ha ne chomin ket goloet gant an douar, rak me eo gwir avel ar frankiz
Ernesto Che Guevara
pa voe termenet ar garantez-vro gant an Dr Johnson evel diwezhañ repu un hailhon, ne oa ket o teurel pled ouzh an troioù niverus kinniget gant ar ger 'reform'
Roscoe Conkling
pa welan Berlusconi hag an targos all e laka ac'hanon da gaout c'hoant paouez a vezañ lod eus an denelezh
Franco Battiato
pa zepant ur gouarnamant war ar vankerien evit e arc'hant ez eo ar re-se ha n'eo ket renereien ar gouarnamant a ren. An dorn a ro a zo trec'h d'an dorn a resev. An arc'hant n'en deus mammvro ebet hag ar finañserien n'o deus na brogarantez na doujañs. Gounit arc'hant eo o fal nemetañ
Napoleon Bonaparte
pa ziskuizhan ma zreid e paouez ma spered ivez da vont en-dro
Johann Georg Hamann
pa zistrujit ar monumantoù, mirit ar sichennoù. Implij pe implij a vo kavet evito
Stanislaw Jerzy Lec
pa ziviz an doueed hor c'hastizañ, nemet selaou ouzh hor pedennoù ne reont
Oscar Wilde
padelezh ar c'hoant zo diouzh eneberezh ar plac'h er penn kentañ
Honoré de Balzac
paeañ tailhoù a dalvez kement ha bezañ war an tu kleiz
Anónimo
pal an deskadurezh zo lakaat ur spered digor e-lec'h unan goullo
Malcolm Steve Forbes
pal ar c'hastizañ eo gwellaat ar c'hastizer
Friedrich Wilhelm Nietzsche
pal hor bezoud zo lakaat a-unan ar soñj kaer zo ganeomp ac'hanomp hon-unan gant an traoù spontus a soñj ar re all diwar hor penn
Quentin Crisp
pal kreiz ar politikerezh pleustrek zo derc'hel trechalet ar bobl - ha neuze o c'houlenn groñs bezañ heñchet a-benn kaout gwarez - dre o gourdrouz gant un heuliad diziwezh a c'halvoù-diwall faos, galvoù faltazius - an holl gwitibunan
H.L. Mencken
pan vin erru bras e fell din bezañ ur paotrig
Joseph Heller
Paolig zo gwidreüsoc'h eget na oa, hag a-benn hon temptañ, a ra pinvideien e-lec'h peorien
Alexander Pope
pardonit dalc'hmat hoc'h enebourien; n'eus netra o laka ken diaes
Oscar Wilde
pa'z a an traoù a-dreuz, n'ez ket ganto
Elvis Presley
pe e c'hallomp bezañ trec'h d'ar mennozioù kontrol dre vreutaat, pe ez eo ret deomp o lezel da vezañ meneget. N'eur ket evit bezañ trec'h da seurt mennozhioù dre heg, rak kement-se a harz ouzh diorroadur libr ar spered
Ernesto Che Guevara
pe ziforc'h zo etre ur bugel pemp bloaz, divorfil ha kurius hag unan naontek vloaz, dispered hag amoet? Pevarzek vloaz e sistem deskadurezh Breizh-Veur
Bertrand Russell
pegement a wirionez e c’hall an den gouzañv? Kement tra a vez gounezet gant an den, kement kammad war-raok er ouiziegezh, a sav diwar kaout kalon, diwar bezañ kalet outañ e-unan, diwar bezañ glan en e geñver e-unan
Friedrich Wilhelm Nietzsche
pegoulz e teuio Unesco da envel ar blanedenn-mañ evel Glad evit an Denelezh?
Anónimo
pehini a echuo da gentañ - an aer pe an eoul-maen?
Anónimo
pehini a ra ar muiañ a glonoù, ar genetig pe ar skinwel?
Anónimo
pehini eo ar c'hablusañ eus an daou-mañ a ren fall o buhez: ar plac'h a bec'h evit arc'hant, pe ar paotr a bae evit pec'hiñ?
Juana Inés de la Cruz
pell, pell e kemer da zont da vezañ yaouank
Pablo Picasso
pemzek vloavezh he doa kemeret evidon da c'houzout ne oan ket donezonet da skrivañ; ne oan ket evit paouez avat, rak re vrudet e oan a-benn neuze
Robert Benchley
penaos anavezout un oberenn a arz? Penaos e virout distag, panevet e-pad ur serr-lagadig, diouzh e vurutellerien, diouzh e varnerien, diouzh ar re brest dalc'hmat d'e laerezh, diouzh ar re en diskaro, ha diouzh e donkadur, en diwezh, en digenvez? N'eo ket diaes - gra un droidigezh anezhi, tra ken
Roberto Bolaño
penaos e vez renet ar bed ha penaos e krog ar brezelioù? An diplomated a gont gevier ouzh ar gelaouennerien ha neuze e kredont ar pezh a lennont
Karl Kraus
penaos eo e 'post' ar Mafia e arc'hant dre reiñ an dramm evit netra dirak ar skolioù ha ne ra ket an embannerien ar memes tra gant levrioù?
Anónimo
penaos gouzout hag o kontañ gevier emañ Lyndon Johnson? Mar bez o fiñval e ziskouarn, ne lavar ket emañ o kontañ gevier. Mar sav e abrantoù, ne lavar ket emañ o kontañ gevier. Pa fiñv e vuzelloù, avat, emañ o kontañ gevier
Robert Francis Kennedy
pennaenn an deskadurezh eo prezegenniñ dre skouer
Anne-Robert-Jacques Turgot
pennañ mammenn ar c'hudennoù eo an dirouestloù
Eric Sevareid
pennoberenn an arz a zoñvaat al loened eo ar relijion, rak stummañ a ra an dud evit gouzout penaos e vefe ret dezho soñjal
Arthur Schopenhauer
peoc'h ennoc'h-c'hwi hoc'h-unan zo ret-holl a-benn dizarbenn ar c'hemmennadurioù a spont a vez implijet gant ar pennoù-bras a-benn klask lakaat diaes buhez an holl
Arturo Paoli
peoc'h, Santez Anna benniget! Ra savo e zorn pep hini zo gant ar c'hoant sershaat, ha ra raio ur gammed war-raok pep hini zo gant ar c'hoant yaouankaat
Nicanor Parra
pep broad a ra goap eus ar broadoù all, hag an holl o deus abeg
Arthur Schopenhauer
pep den a chom e-unan e kalon ar bed treantet gant ur barr-heol; hag a-greiz-holl, serr-noz zo anezhi
Salvatore Quasimodo
pep den a c'hoari ur roll, war-bouez, marteze, aktored zo
Eugène Ionesco
pep den a gemer bevennoù tachenn e weledigezh da vezañ bevennoù ar bed
Arthur Schopenhauer
pep den a ziskuilh ar sioù en e natur e-unan
Adriano Olivetti
pep den en deus un dever er vuhez, ha n'eo morse an hini a vije bet dibabet gantañ
Hermann Hesse
pep den zo evel ma'z eo bet krouet gan an Aotrou Doue, hag alies gwashoc'h
Miguel de Cervantes
pep dispac’h a ya gant an avel hep lezel war e lerc’h mann nemet limouz ur burevierezh nevez
Franz Kafka
pep foeter-hentoù ha pep klasker-bara zo kevatal dindan al lezenn
Carlo Dossi
pep from, mar bez gwirion, a zo diratozh
Mark Twain
pep genaoueg a fazi etre ar priz hag an dalvoudegezh
Antonio Machado
pep ger a zoug e eñvor e-unan
Eduardo Pérsico
pep ger zo faos. Petra zo avat hep ar gerioù?
Elias Canetti
pep hini a lavar ez eo barbar ar pezh n'eo ket boas da implijout
Michel de Montaigne
pep komz, dre skrid pe distaget gant ar vouezh, zo ur yezh varv
Robert Louis Stevenson
pep kredenn zo ur c'harc'har
Friedrich Wilhelm Nietzsche
pep momed hor bez a zo dibar, dalc'hmat, ha ni ivez morse ne vezomp heñvel eus an eil momed d'egile, eus an eil mare d'egile
Heraclitus
pep paotr en deus ur plac'h en e soñj, hag ar baotred zimezet o deus unan all er gêr
Noel Clarasó Serrat
pep sacherezh zo eus an daou du
Johann Wolfgang von Goethe
pep skiant resis zo reolennet gant ar soñj a c'houzout dre vras
Bertrand Russell
pep soñj zo un direizhadenn d'ur reolenn-stur , da lavaret eo chom hep soñjal
Paul Valéry
pep torr-dimeziñ zo un tamm emglev a-benn renkañ un dra hag a zo echuet fall. Ar stourm ma vefe degemeret an torr-dimeziñ zo ur stourm gward-adreñv. Gwell e vefe stourm a-enep an dimeziñ
Luciano Bianciardi
pep tra a c'haller kaout evit an arc'hant, war a lavarer. - Ne c'haller ket, n'eo ket gwir. Boued a c'haller prenañ, ket ar c'hoant debriñ avat; al louzeier, ket ar yec'hed avat; ar gweleoù blouk, ket ar c'housked avat; ar ouiziegezh, ket ar speredegezh avat; al lufr, ket an aested avat; ar plijadurioù a-ziwar-c'horre, ket ar gwir blijadur avat; an anaoudeien, ket ar vignoniezh avat; ar vevelien, ket al lealded avat; ar blev gwenn, ket an enor avat; an devezhioù sioul, ket ar peoc'h avat. Krogen pep tra a c'haller kaout gant an arc'hant. Ket ar graoñenn avat. An dra-se ne c'haller ket e brenañ
Arne Garborg
pep tra a lenner er c'helaouennoù zo gwir penn-da-benn, nemet an istor ral-se, pa oar an den petra a oa en em gavet dre ma oa war al lec'h
Erwin Knoll
pep tra ne dalvez mann, hag ar peurrest a dalvez nebeutoc'h c'hoazh
León de Greiff
pep tra zo risklus. Ma ne vije ket, ar vuhez ne dalvezfe ket ar boan he bevañ
Oscar Wilde
pep tra zo un dra lu pa soñjer er marv
Thomas Bernhard
perak adober fazioù kozh, ma'z eus kement a fazioù nevez da ober?
Bertrand Russell
perak e vefen chalet gant rummadoù an dazont? Petra o deus graet-i evidon-me?
Groucho Marx
perak e vez lazhet ganeomp ar re o deus lazhet? A-benn diskouez d'ar re all n'eo ket reizh lazhañ?
Norman Mailer
perak kaout aon rak ar marv? Kaerañ avantur ar vuhez eo
Charles Frohman
perak paeañ ma vo diskoachet da lignez? Kae da bolitikour ha da enebourien a raio se evidout
Anonymous
perak, peurvuiañ, e tec'her diouzh an digenvez? Dre ma'z eo nebeut ar re a gav int gant ur mignon mat pa vezont o-unan
Carlo Dossi
perc'henned ar vro-mañ a oar ar wirionez: graet e vez "an huñvre amerikan" anezhañ, pa'z eo ret bezañ kousket a-benn krediñ ennañ
George Carlin
pet buhez zo en ur vuhez, ha pet den zo en un den
Giovanni Papini
petra e vefe ar vuhez ma n'hor devije ket kalon da risklañ netra?
Vincent Van Gogh
petra eo an arz? Ar c'histierezh
Charles Baudelaire
petra eo ar blijadur, ma n'eo ket ur boan c'hwek espar
Heinrich Heine
petra eo ar gwir ved, ma n'eo ket an huñvre a huñvre an holl dud, a zo boutin d'an holl?
Miguel de Unamuno
petra eo kentañ dever mab-den? Berr eo ar respont: bezañ e-unan
Henrik Ibsen
petra eo laerezh eus ur bank e-skoaz diazezañ ur bank?
Bertolt Brecht
petra eo Mab-den, ma rafe raktresoù?
Hugo von Hofmannsthal
petra zo diaes e sevel ul levr? E lenn eo a zo start
Gesualdo Bufalino
petra, ur roll kelaouennerien a-vicher! Nemet ur mennozh kaset war-raok gant brizhouizieien, gant kelennerien faos, gant ar re a garfe bezañ kazetennerien, ha gant ar re a fell dezho mirout ouzh an dud a soñjal evito o-unan. Seurt roll zo mat evit c'hoarzhin ha ne zeuio netra anezhañ. Direizh eo ivez dre ma klask lakaat bevennoù war ar pezh n'en deus ket a vevennoù, hag evit gwir a vefe ret dezhañ bezañ hepto. Techet eo da strishaat frankiz an den da lavaret e soñj
Luigi Einaudi
peurliesañ, ar pezh a fell d'an dud gouzout ne sell ket outo
George Bernard Shaw
peurvuiañ, daou abeg en devez an den evit ober tra pe dra: un abeg a seblant bezañ mat, hag an hini gwir
John Pierpont Morgan
Picasso zo livour, ha me ivez; Picasso zo Spagnol, ha me ivez; Picasso zo komunour, ha me n'on ket kennebeut
Salvador Dalí
piket e voe he c'halon en hevelep doare ha ma vez piket kalon an holl blac'hed speredek: evel ur sod
Angeles Mastretta
pinvidigezh an den zo diouzh niver an traoù a c'hall tremen hepto
Henry David Thoreau
pinvidigezh ar beorien a daolenner anat gant o bugale, ha hini ar binvideien gant o zud
Massimo Troisi
pinvidik eo an den ur wech ma vez boas ouzh ar verrentez
Epicurus
piv a c'hall nac'h ez eo bet distrujet an endro?
Günter Grass
piv a oar petra en dije dizoloet Kristol Goulm, mar ne vije ket bet Amerika o stankañ an hent dezhañ
Stanislaw Jerzy Lec
piv, pa vez karet, a zo paour?
Oscar Wilde
plijadur zo er c'hoadeier hep gwenodennoù, Gwenvidigezh zo war an draezhenn digenvez, Kevredigezh zo, na zirenker gant den, War aod ar mor don, ha sonerezh en e voud; Hep karout nebeutoc'h mab-den, e karan muioc'h an Natur
Lord Byron
plijout a rafen din gwelet ar veleien dimezet, ar re heñvelreizhat koulz hag ar re all
Anónimo
pok: un ijinadenn gaer a harz ouzh an amourouzien a gontañ re a sotonioù
Alessandro Morandotti
politikerezh: un akt a gempouez kenetre an dud a fell dezho bezañ e-barzh ar jeu hag ar re na fell ket dezho chom hep bezañ e-barzh ar jeu
Jacques-Benigne Bossuet
preder, kent soñjal
Stanislaw Jerzy Lec
prederiañ a vez atav un dra spontus d'ober
Oskar Panizza
preizherezh, lazherezh, laerezh - ar re-mañ a vez fallanvet an impalaerezh; hag al lec'h ma krouont ur gouelec'h a vez anvet ar peoc'h
Tacitus
prestoc'h e vezer da gendrueziñ gant ar gwalleur eget gant an eürusted
Simone de Beauvoir
prizet da vat eo ar pezh a c'hounezer dre strivañ
Aristotle
propaganda eo ar skourr-se eus an arz a gontañ gevier ma vez mignoned an den tost da vezañ touellet, ha ma ne vez ket peurdouellet e enebourien
Frances Cornford
prouiñ emañ ar gwir ganin a dalvezfe anavezout e c'hallfen bezañ em gaou
Pierre Caron de Beaumarchais
p'en em zisoñjomp eo e reomp traoù hag a zellez bezañ kounaet
Anonymous
p'he devez graet ur pennad kousk e tihun ar vertuz kennerzhet
Friedrich Wilhelm Nietzsche
p'ho pez fiziañs ennoc'h hoc'h-unan e vagit fiziañs er re all
Johann Wolfgang von Goethe
p’en em ziskouez ur gwir spered-dreist er bed-mañ e c’haller e anavezout dre an arouez-mañ: an holl c’henaoueien en em gevre en e enep
Jonathan Swift