gallout a reer bodañ mab-den e tri rummad: ar re a varv diwar vezañ lakaet da labourat re, ar re a varv diwar vezañ re inouet hag ar re a varv dre ma'z int re vec'hiet gant ar preder
|
gallout a reer gouzañv pep tra er vuhez, nemet meur a zevezh a eürusted hep troc'h ebet
|
ganeomp emañ ar gwellañ Kendalc'h a c'hall an arc'hant prenañ
|
ganet omp priñsed hag an doare d'hon seveniñ a ra gleskered ac'hanomp
|
gant al labour e vez berraet an deiz hag astennet ar vuhez
|
gant an digaster, al laoskentez ha tech an dud da zibab o c’houlz eo e vez distrujet an demokratelezh, zoken muioc’h eget gant an diranted ha gant an diktatourien
|
gant an istor e teskomp kentel ar brezel; techet omp, evelato, d'hec'h ankounac'haat
|
gant an neb a goll hag a zo laouen ez a ar maout
|
gant ar faltazi e vezomp frealzet evit ar pezh n'omp ket. Gant ar fent e vezomp frealzet evit ar pezh omp
|
gant ar garantez emañ ar gwir da vezañ dizonest ha gaou - gant ma vez didroidell
|
gant ar gerioù ne c'haller ket treiñ zoken soñjoù an den e-unan
|
gant ar gevredigezh e vez istimet-tre ar re normal. Stummañ a ra ar vugale d'en em goll ha da zont da vezañ neant. E-pad an hanter-kant vloaz tremenet o deus lazhet ar re normal un hanter-kant milion bennak a dud normal all, re heñvel outo
|
gant ar re drec'h eo e vez divizet petra e oa an torfedoù-brezel
|
gant ar re varv hepken emañ ar gwir da bardoniñ; ha n'emañ ket ar gwir da ankounac'haat gant ar re vev
|
gant ar vezeien e vez erbedet louzeier na ouzont nemeur diwar o fenn, da glañvourien a ouzont nebeutoc'h diwar o fenn, a-benn pareañ kleñvedoù n'ouzont netra diwar o fenn
|
gant ar yaouankiz ez eus c'hoantoù ha na vo morse gwalc'het; gant ar gozhidi ez eus eñvorennoù eus ar pezh na oa morse c'hoarvezet
|
gant den ebet ne vez drailhet kaozioù diwar-benn perzhioù-mat kuzh an dud all
|
Gant Doue e vin pardonet; e vicher an hini eo
|
gant Doue e voe krouet mab-den, hag o welet ne oa ket digenvez a-walc'h e roas dezhañ ur vignonez ma santfe muioc'h e zigenvez
|
gant hogos an holl vezeged ez eus kleñvedoù hag a blij dezho ar muiañ
|
gant luskadennoù izel e vez renet hor buhez, dres evel 50,000 bloaz zo
|
gant pep yezh a varv e steuz ur skeudenn eus mab-den
|
gant predourer ebet n'eo bet cheñchet boazioù ar straed m'emañ o chom
|
gant ur yezh treut omp izilaet; gallout a ra hol lakaat da vezañ sklav da vennozhioù ar re all
|
gopr pennrener ur c'hrevredad-labour bras n'eo ket ur garedon evit ar pezh en deus kaset da benn. Alies ez eus anezhañ un doare jestr karantezus en e geñver e-unan
|
gortoz a reomp an devezh ma c'hallomp lavaret, eeun-hag-eeun, d'hor re varv: n'hon eus ket pleget, n'hon eus ket paouezet, n'hon eus ket en em werzhet
|
gortoz e rafe ar bed brav dit pa'z out un den mat zo evel gortoz e chomfe an tarv hep da dagañ pa'z out vejetarian
|
gouarnamant ebet ne c'hall chom kadarn e-pad pell ma n'eus ket ivez un eneberezh kreñv-meurbet
|
goude Auschwitz eo barbar sevel barzhonegoù
|
goude bezañ bet teir gwezh er skinwel, en ur pennad-kaoz e lavar n'eus forzh pe c'henaoueg ar pezh a soñj eñ hag ar pezh a soñj ar re all ivez
|
goude divrudañ ar vertuzioù ez eo deuet hor c'hantved a-benn da zivrudañ ar sioù
|
goude gouzañv kement, da nebeutañ e vezer paeet dre vervel evel ur c'hi
|
goude holl, ar yezh eo hor mammvro
|
goude holl, gerioù omp-ni ha gerioù eo pep tra all
|
gouestlet em eus ma buhez da imbourc'hiñ ar vuhez, ha n'ouzon ket perak na da betra ez eus anezhi
|
goulenn digant un antrepreneur chom hep touellañ gant e c'hounidoù zo evel goulenn digant un dantour chom hep touellañ gant e fakturennoù
|
goulenn ouzhit da-unan hag eürus out, ha ne vi ket ken
|
gounit morse ne zegas mezh d’ar re a c’hounez, ne ra forzh penaos e c’hounezont
|
goustadik e vez reflechoù an dud - peurvuiañ e tremen meur a rummad a-raok ma komprenont
|
gouzañv a c'hallan an nerzh didrugar, ar rezon didrugar avat ne c'hallan ket padout outañ
|
gouzañv hep klemm eo ar gentel nemeti a zo ret deomp deskiñ er vuhez-mañ
|
gouzout a ouzon ez eo ar varzhoniezh un dra na c'haller ket tremen heptañ, met evit ober petra n'ouzon ket
|
gouzout a reomp e c'hall un den lenn Goethe pe Rilke diouzh an abardaez, ha neuze seniñ Bach pe Schubert, kent mont didrabas, antronoz vintin, da Auschwitz da labourat
|
gouzout a reomp ez eo ken risklus ur gouarnamant dre an arc’hant renket evel ur gouarnamant dre ar c’hrim renket
|
gra ouzh an dud evel pa vijent ar pezh a vefe ret dezho bezañ; evel-se o skoazelli da vezañ ar pezh a c'hallont bezañ
|
gra sotonioù, gra anezho gwad berv ennout avat
|
graet e vez ar vourc'hizelezh eus pep strollad tud gwallgontant gant ar pezh a zo ganto, ha kontant gant ar pezh int
|
graet em boa ar gwashañ pec'hod a-viskoazh: ne oan ket laouen
|
graet em eus un emglev a-benn kenvevañ e peoc'h gant an amzer: eñ ne boursuo ket ac'hanon, ha me ne dec'hin ket kuit dioutañ, deiz pe zeiz avat en em gavimp asambles
|
gwan eo dre ma ne oa ket arvarus a-walc’h hag o vezañ ma felle dezhañ skoulmañ an aferioù e doare pe doare
|
gwashañ diaesterioù an den a grog pa c'hall ober evel ma kar
|
gwashañ pezh zo gant ar vro-mañ eo ez eus re a bolitikourien hag a gred, hag i kendrec'het diwar o skiant-prenet, e c'haller touellañ an holl dud a-hed ar wech
|
gwashañ torfed mab-den a voe bezañ ganet
|
gwashañ tra a c'hall c'hoarvezout gant un ijin-dreist eo bezañ komprenet
|
gwechall ne oad ket gant ar gwir da soñjal dieub; bremañ emeur gant ar gwir-se, met muioc’h den ne oar ober. Bremañ, nemet soñjal ar pezh a vefe ret dezho soñjal ne fell d’an dud, ha setu ar frankiz evito
|
gwechall, gant ar re vras e veze implijet an nerzh, al lezenn hag ar relijion da vac'homañ ar bobl; bremañ o deus ivez ar vell-droad hag ar skinwel
|
gwelet em eus ar skiantoù a azeulen, hag ar c'hirri-nij a garen, o tistrujañ ar sevenadur a c'hortozen e servijfent
|
gwelet pep tra, kuzhat kalz, reizhañ nebeut
|
gwell bezañ gwalleürus er garantez eget gwalleürus er briedelezh, met darn a zeu a-benn da vezañ gwalleürus en eil hag eben
|
gwell e kavan hegasiñ gant ar wirionez eget plijout gant al lubanerezh
|
gwell e kavfen bezañ gwellweler hag em gaou eget drougweler hag ar gwir ganin
|
gwell en em chalañ en etremar eget diskuizhañ goude faziañ
|
gwell eo bezañ hep lezennoù eget o zerriñ bemdez
|
gwell gouzout traoù didalvoud eget chom hep gouzout mann
|
gwell lakaat muioc'h a vuhez en ho tevezhioù eget a zevezhioù en ho puhez
|
gwell ober ha kaout keuz eget kaout keuz da vezañ chomet hep ober
|
gwell un enebour kreñv eget ur c'heneil flav
|
gwell ur peoc'h displetus eget ar justañ brezel
|
gwellañ fed bezañ disoñj eo kaout soñj
|
gwellañ prof an Natur da vab-den eo berrder e vuhez
|
gwellweler eo an neb a gred he deus echuet ur plac'h he fellgomzadenn nemet dre m'he deus lavaret 'kenavo'
|
gwellweler on a-fed dazont an drougwelañs
|
gwir bal ar sokialouriezh eo se end-eeun - trec’hiñ war ar mare-preizhañ e diorroadur an denelezh, ha mont en tu all dezhañ
|
gwir dalvoudegezh an den zo termenet gant e c'houestoni d'en em zieubiñ dioutañ e-unan
|
gwir gavadenn ur veaj n'eo ket dizoleiñ broioù nevez met gwelet gant daoulgad nevez
|
gwreg ebet n'eo ket evit gouzañv ur gwaz douget da c'hoari evit arc'hant, da nebeutañ ma ne c'hounez ket ingal
|