Logos Multilingual Portal

Select Language

a b c d e f g h i j k l m n o p r s t u v w y z

e 1975 e voe lazhet Pasolini, ha sebezus eo penaos e c'halle lakaat ur vouezh da devel koustañ ken ker d'ur bobl a-bezh
Aramcheck
e bal a oa enorus e pep keñver, evel ma lavarer: da lavaret eo laerezh he fortun digant un dimezell dre zimeziñ ganti
Henry Fielding
e Bro-Italia, n'eo ket evit raktresoù e stourm ar braz eus ar bolitikourien met kentoc'h evit o mad o-unan
Indro Montanelli
e diabarzh pep sinik ez eus un ideelour disorc'hennet
George Carlin
e goustiañs a oa glan; ya 'vat, morse n'en implije
Stanislaw Jerzy Lec
e pep amzer, gant pilpouzed, a vez graet beleien anezho, ez eus bet lakaet kurunennoù war pennoù laeron, a vez graet rouaned anezho
Rober Green Ingersoll
e pep bro, hag e pep amzer, ez eo bet ar beleg enebour d’ar Frankiz
Thomas Jefferson
e pep lec'h er bed, heñvel eo relijion ar paotr a aferioù
Heinrich Heine
e pep tra, ne zeskomp nemet gant ar re a garomp
Johann Peter Eckermann
e pouezusañ kroashentoù ar vuhez, n’eus post-heñchañ ebet
Ernest Hemingway
e-keñver traoù zo he deus lañs ar blijadur war ar boan; evit un dra, bez' e c'haller lavaret 'arabat' ouzh ar blijadur
Ugo Ojetti
e-kerzh e vuhez e c'hall an den cheñch e wreg, e varn bolitikel pe e relijion, met n'eo ket e vell-droad
Eduardo Galeano
e-kreiz ar safar e chomomp a-gevret, laouen m'emaomp an eil gant egile, o komz hep distagañ ger
Walt Whitman
e-lec'h ma vez kalz a sklêrijenn ez eo teñval ar skeud
Johann Wolfgang von Goethe
e-pad an tregont vloaz tremenet omp aet nebeut-ha-nebeut eus bezañ gant un armerzh marc’had da vezañ ur gevredigezh marc’hnad. Ur benveg talvoudus hag efedus evit urzhiañ an obererezhioù produiñ zo eus un armerzh marc’had. ‘Ur gevredigezh marc’had’ avat zo ul lec’h m’emañ pep tra da werzhañ, un doare bevañ ma ren ar marc’had pep kelc’h eus ar vuhez
Michael Sendel
e-touez ar madoù a brizan ar muiañ ez eus komzoù ha ne'm eus morse distaget
Orson Rega Card
echuiñ a ra hor buhez pa davomp war an traoù a zo a bouez da vat
Martin Luther King
eeun eo va goust. Atav e vezan laouen gant ar gwellañ
Oscar Wilde
ekonomiezh ar bed eo ar gwellañ eztaol eus an torfederezh renket. An aozadurioù etrebroadel, hag a ren ar moneiz, ar c'henwerzh hag ar c'hred, a embreg ar sponterezh etrebroadel a-enep ar broioù paour hag a-enep peorien an holl vroioù. O doare difrom d'en ober, evel tud a-vicher, a lakafe ar gwellañ sponterien-vombezerien da ruziañ
Eduardo Galeano
el lec'h ma vez devet al levrioù, en diwezh e vez devet an dud ivez
Heinrich Heine
el lusk emañ hon anien; ar marv eo an diskuizh rik
Blaise Pascal
em bleud e vezan gant ar baotred en tu all da zek vloaz ha tri-ugent, atav e kinnigont ur garantez evit ar vuhez-pad
Oscar Wilde
em diabarzh e tougan ur pounner a vec'h: pouezioù ar binvidigezh ne'm eus ket roet da dud all
Rabindranath Tagore
emaomp o vont gant un tren hag a zo oc'h ober tri c'hant kilometr an eur, n'ouzomp ket da belec'h emañ ouzh hor c'has, hag ouzhpenn-se hon eus komprenet n'eus bleiner ebet
Carlo Rubbia
emdroadur mab-den ne vo ket kaset da benn en dek mil bloavezh evit al loened doñv, met en dek milion bloavezh evit al loened gouez, rak mab-den zo ul loen gouez hag a vo da viken
Charles Darwin
emichañs n'eo nemet en ur prizon gwall ziogel e c'hall an den en em santout en surentez, gant ma ne vezer ket o c'hourdrouz e zieubiñ hepdale
Germaine Greer
emsavus eo evit an eil hag egile, rak keit ha me vez an den o kelenn, e vez o teskiñ
Lucius Annaeus Seneca
en aferioù a bouez bras, ar stil an hini eo a zo ret-holl, ket ar wirionded
Oscar Wilde
en aferioù a goustiañs, lezenn ar muiañ-niver ne dalvez ket
Mohandas Karamchad Gandhi
en anien emañ ar wirionez nemeti
Anatole France
en armerzh e vez ar muiañ-niver e gaou dalc'hmat
John Kenneth Galbraith
en arz ez eo diaes lavaret tra pe dra hag a zo koulz ha chom hep lavaret mann
Ludwig Wittgenstein
en dazont e vo nouspet rannyezh; peder yezh hepken a vo koulskoude: spagnoleg, saozneg, arabeg ha chineg
Camilo José Cela
en deiz a hiziv omp heñvel ouzh Amerika e-keñver pep tra, nemet, anat deoc'h, e-keñver ar yezh
Oscar Wilde
en e frankiz emañ penn-natur ar jedoniezh
Georg Cantor
en em douellañ a ra an nep a implij ar yezhadur a-benn klask stourm a-enep ar boaz
Michel de Montaigne
en em gavout eil a dalvez bezañ ar c'hentañ da goll
Gilles Villeneuve
en em gendrec’het int ez eo mab-den, ar pennañ torfedour eus pep spesad, begenn ar grouidigezh. Ne voe krouet pep loen all nemet da reiñ boued ha krec’hin dezhañ, da vezañ boureviet gantañ, da vezañ kaset da get gantañ
Isaac Bashevis Singer
en em lez da vezañ renet gant ar bugel ma voes
José Saramago
en em zidual, hogos bep gwech, a dalvez un doare all da vezañ inouet
Charles Régismanset
en empenn eo e c'hoarvez darvoudoù bras ar bed
Oscar Wilde
en hiniennoù eus ar brasañ istorioù a garantez am eus anavezet n'eus nemet un aktor, heb skoazell den ebet
Wilson Mizner
en hiniennoù, ral eo ar follentez, met er strolladoù, el lazioù, er pobloù, hag er mareoù istorel, setu ar reolenn
Friedrich Wilhelm Nietzsche
en ober an hini emañ ar blijadur, ket en disoc’hoù
James Dean
en traoù bras en em ziskouez an dud evel ma fell dezho bezañ gwelet; en traoù bihan en em ziskouezont evel m'emaint
Nicolas de Chamfort
en un doare hepken e vefe ret d'ur c'helaouer sellet ouzh ur politikour - gant disfi
Frank Kent
en ur farsal e c'haller lavaret n'eus forzh petra, memes ar wirionez
Sigmund Freud
en ur pok e ouezi kement tra na'm eus ket lavaret
Pablo Neruda
en ur sevel e c'hallomp atav chom a-sav, morse avat ne c'hallomp en ur ziskenn
Napoleon Bonaparte
enep-Komunour e oan pa oa komunourien
Giovanni Sartori
engehentet eo bet ar bankoù er fallagriezh ha ganet er pec’hed. Ar Vankerien eo mistri an Douar. Mar lamit se diganto en ur lezel ganto ar galloud da grouiñ an arc’hant, en un taol pluenn e vo krouet ganto arc’hant a-walc’h evit e adprenañ. Mar lamit diganto ar galloud-se, koulskoude, e steuzio pep fortun bras, evel ma hini, ha steuziañ a rankfent-i ivez, pa vefe ur bed gwell, bourrusoc’h da vevañ ennañ. Mar fell deoc’h chom sklav d’ar Vankerien, avat, ha paeañ koust ho sklaverezh, lezit ganto ar galloud da zerc’hel da grouiñ an arc’hant -
Sir Josiah Stamp
enorus, da'n neb a zo enorus, eo bezañ difennet diouzh chom hep bezañ kastizet
Giacomo Casanova
er bed-mañ n'eo ket gant ar pezh a'n em roomp d'ober e vezomp pinvidikaet, met gant ar pezh a baouezomp a ober
Henry Ward Beecher
er bed-man n'eus nemet div drajedienn: an eil zo chom hep kaout ar pezh a c'hoantaer, hag eben zo e gaout
Oscar Wilde
er bed-mañ n'eus nemet un dra ha na douell james: neuz an traoù
Ugo Bernasconi
er c'hampoù-bac'h e vevemp a vunud da vunud, ha ret e veze soñjal an nebeutañ posubl, rak soñjal a zebr nerzh an den
Haïm-Vidal Sephiha
er politikerezh, ar gwir sant eo an neb a fouet hag a lazh an dud evit o mad o-unan
Charles Baudelaire
er politikerezh, mar fell deoc'h ma vefe lavaret tra pe dra, goulennit digant ur paotr. Mar fell deoc'h ma vefe graet tra pe dra, goulennit digant ur plac'h
Margaret Thatcher
er Stadoù-Unanet, bep bloaz e vez savet muioc'h a brizonioù eget a skolioù hag a skolajoù
Jesús Sepúlveda
er stourm etrezoc'h-c'hwi hag ar bed, savit a-du gant ar bed
Frank Zappa
er vignoniezh, evel er garantez, e vez alies eürusoc'h an den abalamour d'ar pezh na oar eget nag abalamour d'ar pezh a oar
François de La Rochefoucauld
er vuhez, dijeriñ mat eo pep tra. Evel-se e kav an arzour e awen, ar re yaouank ar c'hoant karout, ar brederourien o soñjoù splann, hag an holl dud al levenez a vezañ er bed-mañ
Guy de Maupassant
er vuhez, n'eus netra da gaout aon razañ; kement tra zo da vezañ komprenet
Marie Curie
erfin, an darempredoù etre an dud eo a ro talvoudegezh d'ar vuhez
Wilhelm von Humboldt
erfin, nemet div pe deir gwirionez diazez, nemet div pe deir reolenn-stur, ne chom. Ar re-se eo ar re bet desket dit gant da vamm pa oas bugel
Enzo Biagi
erfin, n'eo ket eus komzoù hon enebourien e talc'himp soñj, met eus dilavar hor mignoned
Martin Luther King
esperout a c'haller ne oa ket an atletourien normal o doa kemeret perzh er c'hoarioù paralympek o kemer an dramm
Anónimo
eürus an den na c'hortoz ket bezañ trugarekaet, rak hennezh ne vo ket dipitet
W.C. Bennett
eürus an neb a c'hoarzho goap outañ e-unan; an diverradur ne vanko ket dezhañ
Habib Bourguiba
eürusted dreist ar vuhez eo ar gredenn ez oc’h karet evidoc’h hoc’h-unan, pe pa lavaran mat, ez oc’h karet en desped deoc’h
Victor Hugo
eus an holl blegoù reizhel, ar chasted, marteze, eo an iskisañ
Remy de Gourmont
eus an holl draoù a zo sur, an arvar eo ar surañ
Bertolt Brecht
eus ar pezh na c'haller ket komz e ranker tevel
Ludwig Wittgenstein
eus ar re gollet er brezelioù, ar wirionez eo an hini gentañ
Hiram Warren Johnson
eus kement tra ne'm eus ket ar galloud da ober, an tostañ da'm c'halon eo stardañ liammoù a vignoniezh gant ar re a gar, evit gwir, ar wirionez
Baruch De Spinoza
euzh an digenvez zo brasoc'h eget an aon da vezañ bac'het, ha neuze e timezomp
Cyril Connolly
evel ar c'hartennoù, e vez ezhomm dalc'hmat da reizhañ ar geriadurioù
Carlo Dossi
evel ar gwragez, mar bezont kaer e doare pe zoare, ral e vez feal an troidigezhioù
Roy Campbell
evel boaz e lavaran ar pezh a soñjan e gwirionez. En deiz a hiziv, avat, ez eo ur fazi bras ober kement-se, rak en arvar da vezañ fallgomprenet e vezer
Oscar Wilde
evel boaz, nemet ar gerioù a gaera ar sioulder ne implijan
Eduardo Galeano
evel boaz, n'eo ket an araokaat an traoù spontus a vez graet gant an digarez ez eus ezhomm anezho evit an araokaat; nemet traoù spontus ne'z int
Russell Baker
evel korf, pep den zo un hinienn, evel ene avat, morse ne vez
Hermann Hesse
evel ma vez degaset ur c'housk c'hwek gant un devezh tremenet mat e vez degaset ur marv c'hwek gant ur vuhez implijet mat
Leonardo Da Vinci
evel ma vezomp diheñchet gant lubanerezh hor mignoned, alies e vezomp reizhet gant tamalladennoù hon enebourien
Sant'Agostino
evel neveziad en em gav mab-den e pep oadvezh eus e vuhez
Nicolas de Chamfort
evel pa oa bet rannet ar bed e daou lod e oa: ar re vat hag ar re fall. Ar re vat a gouske ar gwellañ... padal e seblante ar re fall kaout kalz plijusoc'h o eurvezhioù dihun
Woody Allen
evel un doare da zeskiñ, mann ne dalveze ar skol din-me
Charles Darwin
evel ur remed evit ar vuhez er gevredigezh e kinnigfen ar c’hêrioù bras. En deiz a hiziv eo ar gouelec’h nemetañ a c’hallomp tizhout
Albert Camus
evel-just e c'haller kaout darempredoù platonek, met nemet etre ur gwaz hag e wreg
Anonymous
evel-just ne fell ket d'an dud kaout brezel. Nemet daou dra a ranker ober: lavaret dezho emeur ouzh o zagañ, ha kondaoniñ ar re a zo o labourat ma vo peoc'h evit nompas bezañ brogar a-walc'h hag evit lakaat ar vro en arvar. Kement-se en deus ar memes efed e pep bro
Hermann Göring
evel-se emañ ar sevenadur atav, gwiskad war wiskad a arroudennad war arroudennad, a gealoù a vez ganet diwarno kealoù all, un eskemm komzoù buhezek hag a dreuz an amzer hag an egor
Rosa Montero
evidon, un den eo an neb a zo mestr war e yezh
Don Lorenzo Milani
evidon-me, atav on prest da zeskiñ, zoken ma ne blij ket din dalc'hmat bezañ kelennet
Winston Churchill
evit a sell ar pezh a zo a dalvoudegezh: an arc'hant a vez miret ganeomp en un arc'h-houarnet... an huñvreoù en un diretenn
Mirco Stefanon
evit a sell ar skoilhoù, ar pellder bihanañ etre daou boent a c'hall bezañ ur linenn gamm
Bertolt Brecht
evit an darn vrasañ eus ar baotred, ar vuhez zo un enklask a-benn kavout ar golo-lizher louet mat evit en em ziellañ
Clifton Fadiman
evit an enebourien e vez heuliet al lezennoù; evit ar geneiled hepken e vezont displeget
Giovanni Giolitti
evit an nebeud a ouzon on dleour da'm diouiziegezh
Sacha Guitry
evit ar braz eus an dud, ar skiant-prenañ zo evel gouleier penn-adreñv ul lestr; ne daol sklêrijenn nemet war ar roud a zo aet hebiou
Samuel Taylor Coleridge
evit ar re na soñjont ket ar pep gwellañ e vefe, da nebeutañ, adurzhiañ o rakvarnoù ur wech an amzer
Luther Burbank
evit bezañ speredek a-walc'h da gaout kement-se a arc'hant e rank an den bezañ sot a-walc'h d'e c'hoantaat
Gilbert Keith Chesterton
evit bezañni hon-unan e rankomp bezañ unan bennak
Stanislaw Jerzy Lec
evit d'ar marv bezañ spontus, spontusoc'h c'hoazh eo gouzout emeur o vevañ da virviken hep gallout mervel
Anton Chekhov
evit gwir, ar berz d'ar gwadserc'h ne sell ket ouzh an emgarantez
Yossi Sarid
evit gwir, ha gallout a reomp fiziout er re a fell dezho hor c'horvoiñ hor c'helenn?
Eric Schaub
evit gwir, ne'm eus ket gwall fiziañs er stadegoù. Un den a zo e benn en ur forn domm hag e dreid en ur skornerez, a zo normal gwrez e gorf, evit a sell ar stadegoù,
Charles Bukowski
evit gwir, n’eus forzh pe gêr, ne ra forzh pegen bihan e ve, zo rannet e daou: ur rann evit ar beorien hag unan evit ar binvideien, hag o vrezeliañ emaint an eil a-enep egile
Plato
evit kalz a dud emañ an Iliz o tont da vezañ ar pennañ skoilh ouzh ar feiz. Pelloc’h ne welont enni netra nemet c’hoant an Den evit ar galloud c’hoariet en ur c’hoariva bihan a dud a ra an neuz da verañ ar gwir gristeniezh tra ma heñvalont, peurvuiañ, skoilhañ gwir spered ar gristeniezh
Joseph Ratzinger
evit kavout an eürusted ez eo dav chom hep he c'hlask
Anonymous
evit lakaat an droug da vezañ trec'h, n'eus ezhomm nemet e chomfe an dud vat hep ober mann
Edmund Burke
evit meur a blac'h, ar berrañ hent davet ar barfeted eo an denerded
François Mauriac
evit netra e vez graet ar pezh a gont evit gwir er vuhez
Claudio Magris
evit n'eus forzh pe gumuniezh, n'eus lakadenn welloc'h eget lakaat laezh e-barzh ar babigoù
Winston Churchill
evit pe abeg e voe krouet mab-den gant an natur? A-benn diskouez ez eo ken bras ken ma c'hall ober fazioù, pe neuze dre ma'z eo diouiziek a-grenn?
Jackson Holbrook
evit un dra hepken eo mat an diouganoù-armerzh - lakaat al lenn pladennoù da vezañ doujet
John Kenneth Galbraith
evit un indian, aour an heol zo muioc'h eget a-walch
Violeta Parra
evit ur paotr, ar sekred evit ober berzh en e labour zo bezañ gant ur plac'h brav en e gichen, hag he cheñch alies...
Enzo Ferrari
evito, Nazied eo an holl dud; un Treblinka beurbadus eo evit al loened
Isaac Bashevis Singer
ezhomm am eus da santout an hevelep azaouez ouzh va mamm evel ma vez santet ouzh un uhelvennad
Anne Frank
ezhomm am eus da unan all kaout ezhomm ac'hanon
Anónimo
ezhomm am eus eus ar varzhoniezh a-benn menegiñ ar pezh na c'haller ket lavaret
José Hierro
ezhomm ez eus d'ar merc'hed bezañ kaer evit bezañ karet gant ar baotred, ha sot a-walc'h evit o c'harout
Coco Chanel
ezhomm hon eus da zistreiñ da dalvoudegezh ar gerioù, ha setu, sklaer eo, micher ar skrivagner, skoazellañ da lanaat ar geriadur
Eduardo Galeano