a drugarez Doue, komunour on
|
a vez e kalon an den divezv zo war teod an hini mezv
|
a-benn ar fin ez eus daou seut tud er bed-mañ. Ar re a chom er gêr hag ar re na reont ket
|
a-benn bezañ brogar, kasait pep bro nemet ho pro-c'hwi; a-benn bezañ relijius, kasait pep ranngredenn nemet ho ranngredenn-c'hwi; a-benn bezañ onest, kasait pep touell nemet ho touell-c'hwi
|
a-benn bezañ ezel direbech eus un dropellad deñved ez eo ret, dreist pep tra all, bezañ penn-dañvad
|
a-benn bezañ hirhoalus n'eus nemet en em virout a vevañ
|
a-benn bezañ peurvat ne vanke dezhi nemet ur si
|
a-benn da c'hloazañ e-kreiz da galon ez eo ret kaout un enebour hag ur mignon, o kenlabourat: an eil evit komz fall ac'hanout, hag egile evit reiñ dit ar c'heleier
|
a-benn displegañ ur ger ez eus ezhomm eus gerioù all, ha d'o zro ez eus ezhomm eus re all evit o displegañ, hag evel-se c'hoazh hag adarre, hep termen. Nemet un touell n'eo ar c'hemenn
|
a-benn fin ar gont em eus kavet ez eo re sirius ar politikerezh evit bezañ lezet gant ar bolitikourien
|
a-benn lavaret ez eo seven e rankfe ar gevredigezh degemer ar poell hag ar follentez kement-ha-kement
|
a-du on e vefe aotreet a bep seurt dramm gant al lezenn. Un abeg zo evit se: ar mafia ne blij ket din
|
a-du on e vefe lezennekaet an dramm... da nebeutañ er sportoù
|
a-du on e vefe skignet a-ratozh-kaer bakteri bet aozet, en un doare renket mat, e-touez an dud hag al loened, an intr... a-benn distrujañ an eostoù, ar serk, ma vo distrujet ar c'hezeg hag ar chatal, hag ar vosenn, evit lazhañ n'eo ket hepken armeadoù met ivez annezidi rannvroioù ec'hon
|
a-du on ma vefe lezenekaet an drammoù. Hervez va reizhiad talvoudoù, mar fell d'an dud en em zistrujañ o deus pep gwir d'ober se. Ar braz eus an droug a zeu diwar an drammoù zo abalamour dezho bezañ er-maez al lezenn
|
a-fed an darempredoù, ar pep pouezusañ eo klevet ar pezh na vez ket lavaret
|
a-fed an dra-mañ, da nebeutañ, e vez emsavoc'h d'an neb a zo piket e galon gantañ e-unan - n'en em gavo ket gant kalz a genamourouzeien
|
a-fed niver ar re lazhet ganto, e-skoaz an embregerezhioù ober sigaretennoù, aozadurioù aluzenus zo eus an embregerezhioù fardañ armoù
|
a-gevret hon eus dastumet ez eo strishaet ar gwir da gaout deskadurezh, evit ar braz eus an dud, o vezañ ma'z eo ret mont d'ar skol
|
a-raok dimeziñ e rank ur plac’h c’hoari daou gant ur paotr a-benn e dapout. Goude dimeziñ e rank e dapout a-benn c’hoari daou gantañ
|
a-raok ma oamp en em gavet, ne vanke netra d'ar bed; goude ma vimp aet kuit, netra ne vanko dezhañ
|
a-raok pep tra all, an esmae! Ar gomprenidigezh ne zeu nemet goude!
|
a-raok, em marvailhoù karantez ne zeue keuz nemet goude; evidon bremañ, avat, e teu da gentañ
|
a-viskoazh em eus kredet, ma'z eus ul lec'h er bed-mañ hep gouenn c'hlan ebet, eo Bro-Italia al lec'h-se. Evit gwir, hon hendadoù o deveze tro re alies d'en em zidual
|
a-viskoazh, an ideologiezh a ren eo bet ideologiezh ar c'hlas a ren
|
a-wechoù e c'hall bezañ gwell derc'hel da vont war-raok, hep degouezhout. Goude holl, degouezhout n'eus ket anezhañ. Ur predig en amzer n'eo ken
|
a-wechoù e c’hallomp tremen bloavezhioù heb bevañ tamm, hag a-daol-trumm e vez tolpet hor buhez holl en ur predig amzer hepken
|
a-wechoù e vez lazhet hor gouloù, ha c'hwezhet e vez da flamm gant unan all. Ret e vefe deomp holl trugarekaat a greiz kalon d'ar re o deus adenaouet ar gouloù-mañ
|
a-wechoù ec'h anzav an den ur pec'hed a-benn bezañ meulet evitañ
|
a-wechoù eo gwell strivañ da vezañ eürus er gwalleur dre e zegemer, kentoc'h eget dre stourm pe dre glask e drec'hiñ
|
a-wechoù ez eo ar gerioù gros a zere ar gwellañ
|
a-wechoù ne vez ket lavaret nebeutoc'h dre chom mut
|
a-wechoù, a-benn bezañ selaouet e ranker chom mut
|
a-wechoù, er vuhez, e vez ret gouzout stourm, n'eo ket hepken hep aon met ivez hep spi
|
abalamour da zek ha pevar-ugent dre gant eus ar bolitikourien e vez brud-fall gant an dek dre gant all
|
abaoe o c'hrouidigezh, ar bankoù bras, kinklet gant titloù broadel, ne oant nemet kevredigezhioù brokerien hag a oa en em lakaet ouzh kostez gouarnamantoù...
|
abaoe pell ez eus eus keal an onestiz, met pelloc’h eo deuet da vezañ pouezusañ ha mallusañ keal ar politikerezh, rak dioutañ emañ adneveziñ feiz en ensavadurioù, e gallout ren ar vro hag e nerzh an demokratelezh
|
adkempennour: un den a navig ur c'han-skarzh en ur vag ganti ur foñs gwer
|
aerbouezer: ur benveg a ijin - menegiñ a ra peseurt amzer emañ oc'h ober amañ bremañ
|
aes e c'haller pardoniñ un den evit bezañ foll e-pad un eur, pa'z eus kement a dud ha na baouezont ket a vezañ foll memes e-pad un eur, o buhez-pad
|
aes e kavomp ankouaat hor sioù, pa ne vezont ket anavezet gant ar re all
|
aes e vez touellet an den gant ar pezh a gar
|
aes eo d'an den skrivañ e eñvorennoù, pa vez fall e vemor
|
aes eo ober berzh; ar pezh a zo diaes eo e zellezout
|
aesoc'h d'an den karout an denelezh a-bezh eget karout e amezeg
|
aesoc'h eo touellañ an dud eget o c'hendrec'hiñ ez int bet touellet
|
aesoc'h eo deskiñ un eil yezh d'an holl eget ijinañ ur mekanik da dreiñ
|
aesoc'h eo freuzañ an atom eget ar rakvarn
|
aesoc'h eo lezennelaat traoù zo eget o justifiañ
|
aesoc'h eo stourm evit ho kredennoù eget o heuliañ en ho puhez
|
aesoc'h eo touellañ ar braz eus tud ur vroad gant ur gaou bras eget gant unan bihan
|
aesoc'h kalz eo mougañ ar c'hentañ c'hoant eget gwalc'hañ ar re a zeu da heul
|
aesoc'h pardoniñ un enebour eget ur c'heneil
|
al labour a bella diouzhimp tri droug bras: an enoe, ar fallentez hag an ezhomm
|
al labour a rank bezañ fall e doare pe zoare, anez e vefe miret an holl gant ar binvideien evito o-unan
|
al labour eo ar repu evit ar re n'o deus netra welloc'h d'ober
|
al laeron a zouj ar madoù; ne reont nemet c'hoantaat e vefent-i perc'henn ar madoù-se, ma c'hallfent o doujañ gwelloc'h
|
al lealded eo, ha n'eo ket ar fealded c'houzañvus, a ra ar vignoniezh
|
al lealded zo ur bec’h warnomp-ni muioc’h eget war ar re all
|
al lenn zo un doare eürusted
|
al lenn, d'ar spered, eo ar pezh eo ar c'horfembregerezh d'ar c'horf
|
al levenez nemeti er bed-mañ eo an deraouiñ. Brav eo bevañ rak pep momed er vuhez zo dalc'hbec'h un deroù
|
al levenez zo evel ur valafenn a zo, mar bez poursuet, dalc’hmat diamen, met a c’hall, mar chomit sioul en ho koazez, diskenn warnoc’h
|
al levenez zo un dra vurzhudus: seul vuioc'h a ro an den, seul vuioc'h a chom gantañ
|
al levr ma oa skrivet ennañ pep gouiziegezh a oa o c'houlenn sikour, ma ne vije ket krignet gant al logodenn. Hag al logodenn ha c'hoarzhin gwalc'h he c'halon
|
al levr pouezusañ evit ur c'homunour eveldon eo ar Bibl
|
al levr zo unan eus an eneiennoù a eürusted a zo digor deomp
|
al levrioù a ro tro da’n den da welet n’eo ket nevez-se, goude holl, ar mennozhioù nevez a zo gantañ
|
al levrioù a vo silvidigezh mab-den
|
al levrioù fall a laka ar boazioù fall da sevel, met ar boazioù fall a laka sevel levrioù mat
|
al levrioù ivez o deus un doare lorc'h; pa vezont prestet, ne zistroont ket
|
al levrioù o deus ar memes enebourien evel an dud: an tan, al leizhded, ar preñved, an amzer, hag ar pezh a zo enno o-unan
|
al lezenn Meskimen: morse ne vez amzer a-walc'h evit ober un droidigezh vat, met atav e vez amzer a-walc'h evit adober
|
al lezennoù zo gwiadoù-kevnid ma tremen ar c'helien bras ha ma vez tapet ar re vihan
|
al lipouzerien a doull poull o bez gant o dent
|
al lorc'h a laka ar binvidigezh da zigreskiñ hag ar baourentez da greskiñ
|
al luc'hskeudennerez ne c'hall ket kontañ gevier, met sevel a-du gant ur gaou a c'hall ober
|
alies e reomp vad ma c'hallomp goude ober droug hep bezañ kastizet
|
alies e vez emsavoc'h tanañ un alumetezenn eget mallozhiñ an deñvalijenn
|
alies e vez klasket pemp troad d'ar maout; lakaat un dra gemplezh da vout eeun, eeun-eston, setu a ziskouez ez eur gouest da grouiñ
|
alies e vez lezet e peoc'h an hini a enaou an tan, ha kastizet an hini a son an alarm
|
alies e vez tamallet d'al lennegezh ec'h aesa an hent d'ar brizonidi da dec'hout diouzh ar gwirvoud
|
alies hor befe mezh eus hon oberoù mennet mat, mar gallje ar re all gwelet gant petra e oant bet broudet
|
alies, an dra nemetañ a harz ouzh an den da gaout eus ar vuhez ar pezh a garfe eo ar youl d'ober un taol-esa, hag ar feiz da grediñ e c'hall tizhout e bal
|
alies, gwir vuhez an den eo ar vuhez na vev ket
|
alies, klask ar bervezhded a harz ouzh an den a vont war wellaat
|
alies, seul ziaesoc'h e vez da glevet ur wirionez, seul dalvoudusoc'h e vez da lavaret
|
alies-tre, a-benn bezañ mat e vez ret deomp paouez a vezañ onest
|
alies-tre, spered ar merc'hed kaer n'eo ket mentet diouzh o c'hened
|
alvokad - kentorfedour na gemer riskl ebet
|
alvokad - un den hon difenn diouzh al laeron dre lemel kuit an temptadur
|
amañ e c'hourvez ma gwreg; amañ ra c'hourvezo. Bremañ e chom repoz, ha me ivez a raio
|
amañ e vev un den dieub. Den n'en servij
|
amañ ne vez ket doujet zoken lezenn ar janglenn
|
amatourien omp oll; re verr eo ar vuhez evit netra all
|
Amerika zo ur vro ha na oar ket da belec'h emañ o vont, met a zo mennet da derriñ ar rekord tizh en ur vont di
|
an aesañ da douellañ eo an den e-unan
|
an alc'hwez da sevel ur superstar zo lakaat anezho da zerc'hel war e deod. Diskuliañ un arzour d'ar bobl a c'hall talvezout e zistrujañ. Ne ra vad da zen gwelet ar wirionez
|
an alvokad eo ar c'hendorfetour naturel gant ar banker
|
an alvokaded eo an dorfedourien gevredigezhel nemeto e ranker choaz, eus o zouez, re da vezañ barnerien warno
|
an alvokaded eo ar re nemeto na vezont ket kastizet dre ma n'ouzont ket al lezenn
|
an Amerikaned zo dougerien yac'h an demokratelezh
|
an amourousted vras a vez lañset en un doare resis-tre: kerkent hag e parez da selloù warni e c'houlennez ouzhit da-unan: 'Piv eo ar sodez-se?'
|
an amsentidigezh dall, dalc'hmat, eo gwir nerzh an den dieub
|
an amzer eo an dra nemetañ na c'haller ket e zaskoriñ
|
an amzer eo ar gwellañ skrivagner. Atav e skriv an disoc'h peurvat
|
an amzer eo ar pep pouezusañ, rak nemet un anv all evit ar vuhez ned eo
|
an amzer hag an eur a red zoken dre ar rustañ devezh
|
an anarkouriezh ne dalvez ket bezañ hep reolennoù, met kentoc’h bezañ heb renerien
|
an anien lazhañ, evel kemend-all a zoareoù anien all, a zo enganet e mab-den. Mab-den hag ar marv, mab-den hag ar c'hrizder, mab-den hag ar gwad - asambles ez eont holl. Ur brav a stad n'eo ket - met, hep mar ebet, evel-se emañ
|
an Ankoù, e-unan, en deus dalc'hmat lazhet nebeutoc'h eget n'en deus lazhet mab-den
|
an Aotrou Doue, evel ur virgulenn, a c'hall kemmañ pep tra
|
an arbennigourien zo tud hag a ra dalc'hmat ar memes fazioù
|
an Arboellerezh Nevez zo ur veizadenn zispar; drezañ e c'haller krouiñ pinvidigezh dre goll arc'hant
|
an arc'hant a sikour an den da c'houzañv ar baourentez
|
an arc'hant a zeu da vezañ ken pouezus ken na vimp, a-barzh nemeur, o komz eus Kennedy evel kentañ gwaz gwreg Onassis
|
an arc'hant eo laezh ar vamm d'ar politikerezh
|
an arc'hant ne c'hall ket genel arc'hant
|
an arc'hant zo mevel mat ha mestr fall
|
an arc'hant, dre e berzh a c'hallout prenañ pep tra, dre e berzh a c'hallout perc'hennañ pep tra, eo pennañ pal ar perc'hennañ. Hollvedelezh e berzh eo hollc'halloudegezh e voud. Setu perak e vez sellet outañ evel pa ve hollc'halloudek
|
an arvar zo displijus, ar surentez avat zo lu
|
an arvar zo unan eus anvioù ar speredegezh
|
an arz a walc'h eus an ene poultr ar vuhez pemdeziek
|
an arz eo ar gaou hol laka da c'houzout ar wirionez
|
an arz zo an hud bet dieubet diouzh ar gaou a vezañ ar wirionez
|
an arz zo postadur ar c'hevala, hag ar sevenadur zo un digarez
|
an arz zo ur c'halvidigezh hag a vez respontet dezhi gant re a dud ha n'int ket bet galvet da respont
|
an arz zo ur morzhol da skeiñ war ar bed, ket ur melezour d'e zameuzhiñ
|
an astenn a raklaka al luzierezh, hag al luzhierezh a raklaka ar mont war ziskar
|
an astenn dre ar bed a-bezh zo un argerzh a ra ma c'hall ar re nerzhus diwadañ ar re zinerzh
|
an avel n'emañ morse eus tu an neb na oar ket da belec'h emañ o vont
|
an avisted zo ur plac'h yaouank kozh divalav ha pinvidik hag a vez graet al lez dezhi gant an dic'houest
|
an awen nevez-se - hepti, nemet kontañ e gerioù all en ur yezh all n'eo an treiñ
|
an daeroù a daolenn ur galon skornet o teuziñ
|
an dalc'husted a c'houlenn e vefes ken diouiziek hiziv evel ma oas bloaz zo
|
an daoulagad kaer nemeto eo ar re a sell tener ouzhoc'h
|
an darn vrasañ eus an dud a gavfe gwelloc'h mervel eget soñjal; ha setu ar pezh a reont, evit gwir
|
an dazont a c'hounezo; ne vo ket a vadoù er stlennegor. Setu PoentKomunouriezh
|
an dazont eo ar seurt madoù nemetañ a vez lezet, a c'hrad vat, gant ar vistri d'ar sklaved
|
an dazont zo d'ar re a wel ar pezh a c'haller ober kent na vez anat
|
an degouezhioù a ra an den kement ha ma ra an den an degouezhioù
|
an deiz a zeuio pa gemero ar skeudennoù lec’h an den, ha hennezh ne vo ket ezhomm dezhañ bevañ mui, nemet arvestiñ hepken. Mui ne vimp ket tud vev; nemet arvesterien ne vimp
|
an Demokrated eo ar strollad a lavar e voc’h furaet, brasaet ha pinvidikaet gant ar gouarnamant, hag e vo lazhet ar milskoulm war ho letonenn gantañ. Ar Republikaned eo ar strollad a lavar ne zeu ket ar gouarnamant a-benn da cheñch an traoù, ha dilennet e vezont ha prouiñ ez eo gwir
|
an demokratelezh a laka dilenn gant an niver bras divarrek e-lec'h envel gant an nebeudig tud vrein
|
an demokratelezh a ro da bep den ar gwir da vezañ e alouber e-unan
|
an demokratelezh eo an anv a lakaomp war ar bobl bep tro m'hor bez ezhomm anezhi
|
an demokratelezh eo ar fiziañs truezus e furnez-stroll an diouiziegezh hiniennel
|
an demokratelezh eo dibab ho tiktatourien, goude m'o deus lavaret deoc'h ar pezh a gav deoc'h e fell deoc'h klevet
|
an demokratelezh zo ur sistem a warant n'hor bo ket ur gouarnamant hag a zo gwell eget na zellezomp
|
an den a c'hall bezañ difeal hep bezañ morse disleal
|
an den a c'hall ober traoù marzhus pa ne c'houlenn ket bezañ meulet
|
an den a erru bras an devezh ma c'hoarzh da vat outañ e-unan evit ar wech kentañ
|
an den a oar muioc'h eget n'eus forzh pe loen, ha nebeutoc'h ivez. Al loened all a oar ar pezh a zo ret dezho gouzout; ni, avat, n'ouzomp ket
|
an den a rank diwall diouzh e gentañ froudennoù: hogos bep gwech int mat
|
an den a rank kaout un tamm mat a ouiziegezh a-benn intent pegen diouiziek eo
|
an den a sell e re a lec'hioù evit ar pezh a glask; en ul lec'h a vefe trawalc'h
|
an den a skuilh muioc'h a zaeloù evit ar pedennoù a zo bet selaouet eget evit ar re n'int ket bet selaouet
|
an den a vez peurzarbleget da genderc’hiñ dre al labour a ra, hag er-maez eus al labouradeg e vir ar memes doare hag ar memes penn
|
an den a wel ar bed da 50 vloaz evel ma rae pa oa 20 vloaz, en deus foranet 30 vloavezh eus e vuhez
|
an den a zeu da vezañ yaouank da dri-ugent vloaz, ha re ziwezhat eo, siwazh
|
an den difur a anavezer dre e c'hoant mervel, gant lorc'h, evit ur c'haoz. Ar fur, avat, a anavezer dre e c'hoant bevañ, uvel, evit unan
|
an den gwisket mat eo an hini na vez ket taolet evezh ouzh e zilhad
|
an den na goll ket e skiant abalamour da draoù zo ne'n deus tamm skiant ebet da goll
|
an den na lenn ket levrioù mat ne c'hounez netra war an hini na oar ket o lenn
|
an den na lenn mann ebet a vez desket gwelloc'h eget an hini na lenn mann nemet ar c'helaouennoù
|
an den na oar ket bezañ droug ennañ ne oar ket kennebeut bezañ mat
|
an den ne c'hall bezañ touellet nemet gantañ e-unan
|
an den ne c'hall implijout strategiezh an amourouz nemet pa ne vez ket bet piket e galon
|
an den ne c'hall ket bezañ en e vleud o vuzhugenniñ, ma ne'n devez ket labour a-walc'h d'ober
|
an den ne zeu da vezañ fur nemet pa grog da vuzuliañ, war-vete nebeut, donder e ziouiziegezh
|
an den ne zeu da vezañ mestr warnañ e-unan nemet dre ma vez kendrec'het gant an diouer a'n em zerc'hel. Ar fouzhti a zifenn an ti
|
an den ne zeu ket da vezañ ur c’hristion dre vont d’an oferenn muioc’h eget na zeu da vezañ ur c’harr dre chom en e sav en ur parklec’h
|
an den n'eo ket ar pezh ez eo abalamour d'ar pezh a skriv, met abalamour d'ar pezh en deus lennet
|
an den zo gwalleürus dre ma ne oar ket ez eo eürus; an abeg nemetañ eo. Setu an afer penn-da-benn; n'eus nemet se! An neb a zizolo se a zeuio, en un taol, da vezañ eürus
|
an den zo ul loen poellek hag a ya atav e fulor pa vez dav dezhañ en em zerc'hel en un doare hag a glot gant ezhommoù ar poell
|
an den, pa lenn, a beursell outañ e-unan. Oberenn ar skrivagner ne ra nemet reiñ d'al lenner un doare evit gwelet, en e ziabarzh e-unan, ar pezh marteze ne vije ket bet evit e spurmantiñ a-hend-all
|
an den, pa n'en devez mui riv, na naon nag aon, en em gav gwallgontant
|
an denelezh n'eo ket evit gouzañv kalz a wirvoud
|
an denelezh n'eo ket evit krediñ e oa bet krouet ar bed dre zegouezh, dre fazi, nemet dre ma oa aet pevar atom divergont a-benn an eil en egile war ar gourhent gleb. Ret, neuze, kavout un irienn er c'hosmoz, gant Doue, ha gant an aeled, pe an diaouled
|
an denelezh zo evel m'emañ; n'eo ket he c'hemmañ a ranker, met hec'h anavezout
|
an desevel zo un doare da dreuzkas sioù ar gerent d'o bugale
|
an deskadurezh zo dizoleiñ, nebeut-ha-nebeut, hon diouiziegezh
|
an deskadurezh: un doare a zeuer drezañ da gaout rakvarnioù eus ul live uheloc'h
|
an dever eo ar pezh a c'hortozer digant ar re all
|
an diaesañ sekred da virout evit an den eo ar pezh a soñj diwar e benn e-unan
|
an diasurded zo heñvel ouzh ur boked marc'harid ha na zeuer morse a-benn d'e beurzizeilennañ
|
an didalvezidigezh zo deroù pep si fall ha kurunenn pep vertuz
|
an diforc'h bras etre ar reizh a brener hag ar reizh digoust eo ne goust ket kement ar reizh a brener
|
an diforc'h etre an demokratelezh hag an diktatouriezh zo e vouezhit da gentañ en un demokratelezh ha sentiñ da urzhioù goude; en un diktatouriezh n'eo ket ret deoc'h koll amzer o vouezhiañ
|
an digenvez evit an ene zo evel ar boued evit ar c'horf
|
an digenvez ne vez ket kavet, graet e vez
|
an digenvez zo emsavoc’h d’an den speredek-kenañ e daou zoare: da gentañ e chom e-unan-penn, ha da eil ne chom ket gant ar re all
|
an digenvez zo un dra gaer; ret, avat, eo kaout unan da lavaret deoc'h ez eo kaer
|
an dilabour a dalvez nac'hañ ar gwir da vevañ, ha gwashoc'h eo zoken eget ar marv
|
an dimezelezh: un difrae ret a-raok an torr-dimeziñ
|
an dimeziñ eo pennañ abeg an torr-dimeziñ
|
an dimezioù zo heñvel ouzh ar skabelloù-touseg; re ziwezhat e vez gwelet ha mat int pe fall
|
an diorroadur padus zo evel an hent d'an ifern - leun a vennozhioù mat
|
an diorroadur zo heñvel ouzh ur steredenn varv a vez spurmantet dalc'hmat he sklêrijenn, eviti da vezañ marv abaoe pell amzer, ha da viken
|
an diorroadur zo ur veaj gant muioc'h a beñseidi eget a re a chom bev
|
an diouer a voued dre ar bed a-bezh, a laka en arvar buhez betek pemp kant milion a vugale, a c'hallfe bezañ aesaet gant ar pezh a goust un devezhiad brezel modern
|
an diouiziegezh eo mamm al laouenidigezh hag ar wenvidigezh reizhel
|
an diouiziegezh eo pennañ eneienn al levenez
|
an diouiziegezh zo o'n em ledañ en un doare spontus
|
an diouiziegezh zo tostoc'h ouzh ar wirionez eget n'emañ ar rakvarn
|
an disemglev eo an uhelañ doare karantez-vro
|
an disoc'h a c'hall digareziñ an doare, gant ma'z eus tra pe dra hag a zigarez an disoc'h
|
an disoc'h a ziwan diwar an doare-ober, evel ma tiwan ar wezenn diwar ar c'hreunenn
|
an diviz kristen da gavout ar bed divalav ha drouk en deus lakaet ar bed da vezañ divalav ha drouk
|
an divwregiezh zo kaout ur gwaz re. Heñvel eo gant an unwregiezh
|
an diwezhañ touell eo krediñ ez eur dieub diouzh pep touell
|
an doare nemetañ ma c'hall an den difenn e sevenadur a zo dre e lakaat en arvar
|
an doare nemetañ ma c'hallomp mirout ouzh ar re all a ouzout petra eo hon termenoù a zo dre chom hep mont er-maez eus ar park
|
an doare nemetañ ma c’hall an den difenn e zigenvez eo dre feukañ an holl, en ur gregiñ gant ar re en kar
|
an doareoù niverennel zo buan hag efedus. Ar paper zo ur blijadur
|
an douar en deus ur c'hroc'hen, ha kleñvedoù zo o tagañ ar c'hroc'hen-se; 'mab-den' a vez graet eus unan anezho
|
an Douar zo d'e berc'henned, stumm ar maezioù, avat, zo d'an neb a oar e istim
|
an dour a fistilh dibaouez, morse avat ne adlavar netra
|
an dra a bouez nemetañ, pa vimp marv, eo eo tresoù ar garantez hon eus lezet war hon lerc'h
|
an dra nemetañ a zesk ar skiant-prenañ deomp eo ne zesk ar skiant-prenañ netra deomp
|
an dra n'eo ket bet peurgomprenet ganit, ma n'out ket evit e zisplegañ da'z mamm-gozh
|
an dresadenn-mañ he deus kemeret pemp munud; tri-ugent vloaz avat am eus tremenet evit gouzout ober se
|
an droourien zo evel al liverien boltredoù; kaeraat an eilskouer a c'hallont, met ret eo e chomfe bepred heñvel ouzh an hini orin
|
an droourien zo mirc'hi-tenn ar sevenadur
|
an droug a reomp ne sach ket kement a gasoni hag a enebiezh evel ma ra hon oberoù mat
|
an drougintent eo an doare lavarantiz a gaver an aliesañ kenetre an dud
|
an drougwelañs a sell ouzh ar spered; ar gwellwelerezh a sell ouzh ar volontez
|
an dud a gav dezho int libr; n'int nemet libr da grediñ se avat
|
an dud a neuñvio dre ar c'haoc'h, mar bez lakaet un nebeud shillingoù e-barzh
|
an dud a sav re a vogerioù, ha morse pontoù a-walc'h
|
an dud a vale bro a-benn bamañ ouzh ar menezioù, ar morioù, ar stêrioù hag ar stered, ha tremen a reont hebiou dezho o-unan hep bezañ souezhet e nep doare
|
an dud dre vras a rankfe talañ, hep skuizhañ, evel pa vije ur renkad soudarded war an talbenn Piave, ouzh an droug a savfe diwar diemprediñ risklus nerzh ar youl, ouzh kas da get emskiant ar c'heodedour hag ouzh koll ar skiant eus ar pezh a zo reizh - diwezhañ kreñvlec'h skiant ar mad
|
an dud na c'hoarzhont james n'int ket sirius
|
an dud ne implijont ar yezh komzet... nemet da guzhat o soñj
|
an dud ne'z lezint ket da vevañ evel ma fell dit-te, met mar bezez kreñv a-walc'h, da nebeutañ ne vo ket ret dit bevañ evel ma fell dezho-i
|
an dud n'int ket prizonidi d'o zonkadur, met d'o spered o-unan hepken
|
an dud n'o deus nemeur a istim an eil evit egile; met nemeur a istim n'o deus evito o-unan kennebeut
|
an dud n'o devez ket a vennozhioù dispar; ar mennozhioù dispar eo a gav an dud
|
an dud n'o devez ket mezh abalmour d'o soñjoù lous; mezh o devez kentoc'h pa soñjont e c'hallfe ar re all kavout dezho e vefent gouest da gaout ar soñjoù lous-se
|
an dud vras eo a zo ar muiañ o-unanig
|
an dud zo deuet da vezañ binvioù o binvioù
|
an dud zo ganet diouiziek, ha n'eo ket diot; an diotiz a sav diwar an deskadurezh
|
an dud zo gwirion. Kemmañ a reont o doare gwiriondeb, setu an holl
|
an dud, evel an deñved, a vez techet da heuliañ ur rener - a-wechiadoù war an tu mat
|
an eeunded eo stumm ar gwir veurded
|
an eil ne c'hall ket gounit hep na c'hwitfe egile
|
an ekonomiezh nevez, marteze, eo ar brasañ touellwel bet luc'hvannet war ar blanedenn: ur marc'had n'eus ket anezhañ evit bastañ da ezhommoù n'eus ket anezho
|
an embregerezhioù apoitikerezh a oar gwell ijinañ kleñvedoù hag a glot gant al louzeier a zo anezho eget ijinañ louzeier evit klotañ gant ar c’hleñvedoù a zo anezho
|
an emgarantez n'eo ket bevañ diouzh e c'hoant, met goulenn digant ar re all en ober
|
an emgav etre div bersonelezh zo evel ar stok etre daou zanvez kimiek; mar bez ersav pe ersav e vezont treuzfeurmet o-div
|
an emskiant sevenadurel eus hor sujidigezh vresk hag enganet d’an ‘douar bev’ eo ar pouezusañ arm evit kas war-raok ar justis, ar padusted hag un armerzh nevez
|
an enebour zo o vale en hor raok
|
an eneoù o deus un doare dezho o-unan d'en em gompren, da gaout darempredoù tost, tost, da deal an eil egile, tra ma chomomp, da welet, dindan gazel-ge difraeoù an divizoù gortozet hag ar mac'homerezh lakaet warnomp gant ar gevredigezh
|
an enklaskoù diazez eo ar pezh a ran pa n'ouzon ket petra a ran
|
an enklaskoù d'ar c'hleñvedou zo aet ken pell ken na'z eo dibosupl, pe dost, kavout un den hag a zo yac'h e pep keñver
|
an enoe zo ur si, ha dre labourat hepken e vezer pareet dioutañ; nemet e zic'hrevusaat ne ra ar blijadur
|
an eñvor a vez lezet gant ul levr zo pouezusoc'h eget al levr e-unan
|
an eñvorennoù a vez displeget evel an huñvreoù
|
an eñvorennoù hon eus, an eil eus egile, memes pa vez bet piket hor c'halon, n'int ket ar memes re
|
an estren zo en hon diabarzh. Ha pa dec'homp diouzh an estren, pe p'en emgannomp en e enep, emaomp oc'h en emgannañ a-enep hon diemskiant hon-unan
|
an eürusted - ar binvidigezh a chom gant an den pa vez touellet-mat
|
an eürusted a zeu diwar vezañ dieub, da lavaret eo, chom hep c'hoantaat mann ebet
|
an eürusted eo pa vez en unvaniezh ar pezh a soñjit, a lavarit hag a rit
|
an eürusted n'eo ket un dra a vez bevet, un dra a vez kounaet an hini eo
|
an eürusted zo en em glevout ganit-te da-unan
|
an eürusted zo ur prof hag a vez roet d'an nep n'eo ket bet ouzh e glask
|
an hanter eus tud ar bed o deus traoù da lavaret met ne c'hallont ket, hag an hanter all n'o deus netra da lavaret met derc'hel a reont d'en lavaret koulskoude
|
an hardizhegezh a laka an nerzh-kalon da greskiñ; daleañ avat a laka an aon da greskiñ
|
an hendraouriezh a zizolo ar pezh a zo dianav. An diplomaterezh a c'holo ar pezh a zo anavezet
|
an hini a bourchas ar muiañ a feulster er bed hiziv: ma gouarnamant-me
|
an hini a implij e amzer ar gwellañ eo an neb na daol ket evezh ouzh ar pezh a ra, a lavar, pe a soñj e amezeg, dre ma kav gwell pleustriñ war kas da benn e vennozhioù e-unan en un doare azas ha reizh
|
an hini a ra ar muiañ da gas war-raok ar feulster er bed en deiz a hiziv eo gouarnamant ar Stadoù-Unanet
|
an hini na reas biskoazh enebour ebet, ne ra keneil ebet
|
an hini n'en koll ket en devo amzer a-walc'h
|
an hini trec'h zo e dalc'h e breizh
|
an hiraezh n'eo ket ar pezh e oa
|
an holl a oar ez eo dibosupl seveniñ tra pe dra, ken na zeu den pe zen hag e ijinañ
|
an holl a vousc'hoarzh er memes yezh
|
an holl a'n em gav chalet gant dazont ar frikorneg, al laou-faraon avat a zo ivez e riskl da vezañ kaset da get
|
an holl dud a fell dezho bezañ hirhoalus, met den ne fell dezhañ koshaat
|
an holl dud a komz en un doare ken amsklaer, ma'z eo ral kaout sklêrijenn
|
an holl dud o deus sevenet traoù bras a zo bet huñvreerien vras
|
an holl dud voemus o deus tra pe dra da guzhat, peurvuiañ kuzhat emaint penn-da-benn dindan dalc'h istim ar re all
|
an holl familhoù eürus zo heñvel an eil ouzh egile, met pep familh gwalleürus zo evel-se en e zoare dezhañ
|
an holl lizheroù karantez zo c’hoarzhus. N’eo ket lizheroù karantez e vijent pa ne vijent ket c’hoarzhus
|
an holl loened, war-bouez un den bennak, o deus un ene
|
an holl oberoù mat zo un diskouezadeg galloud
|
an holl ouiziegezh ne ra nemet hor skoazellañ da vervel en ur c'houzañv poanioù gwashoc'h eget na vez gouzañvet gant al loened na ouzont netra
|
an holl zoueoù a oa divarvel
|
an houidi a zozv didrouz o uioù, tra ma vez ar yer o sklochal evel follezed. Hag an disoc'h? Gant an holl e vez debret uioù ar yer
|
an hudurnezh n'eo ket ar bornografiezh; an hudurnezh eo e c'hallfe un den mervel gant an naon
|
an huñvreoù a zeu da wir; anez an antur n'hon atizfe ket d'o c'haout
|
an ideelerezh a gresk dres diouzh pellder an den diouzh ar gudenn
|
an ideelerezh eo an doga nobl a c'hronn enni aotrounien ar politikerezh o youl da gaout ar galloud
|
an ideologiezh eo startañ jeolier ar soñj
|
an Iliz a lavar ez eo plat an douar, met gouzout a ran ez eo ront, rak gwelet em eus ar skeud war al loar, ha muioc'h a fiziañs am eus en ur skeud eget en Iliz
|
an implij eo ar gwellañ kelenner yezhoù
|
an istor a vo trugarezus ouzhin, rak ma soñj-me eo e skrivañ
|
an istor a ziskouez deomp, pa zizolo an dud ar sovajerezh en em vobilizont a-benn lakaat termen dezhañ
|
an istor hon desk ne vez fur an dud hag ar broadoù nemet goude klask pep disoc'h all
|
an istor karantez peurvat a zo unan a'n em zispleg penn-da-benn dre lizher
|
an Italianed zo prest dalc'hmat da redeg da sikour ar re drec'h
|
an natur ne ran mann heb abeg
|
an natur n'he deus ket krouet mistri na sklaved; me ne fell ket din reiñ lezennoù nag o resev
|
an neb a fell dezhañ beajiñ war-zu ar stered a vefe ret dezhañ chom hep klask kenveajourien
|
an neb a goll e enor dre ober aferioù a goll war un dro e aferioù hag e enor
|
an neb a gred e c'haller kaout ur c'hresk buanoc'h-buanañ da viken, en ur bed ha n'eo ket diheskus, a zo pe genaoueg pe armerzhour
|
an neb a oar re a gav diaes chom hep kontañ gevier
|
an neb a sell ouzh e sioù dezhañ ne vo ket evit gwelet ar re-se er re all
|
an neb a skriv evel ma komz, hag a gomz mat, a skriv fall
|
an neb a vev evit ar gened hepken a vev atav evit ar momed
|
an neb a ya dousik, a ya dibistig ha pell
|
an neb a zesk d'an dud mervel a zesk dezho bevañ
|
an neb a zo mestr da vat war e yezh e-unan ne beurzesko morse ur yezh all
|
an neb na gastiz ket an droug a c'hourc'hemenn en ober
|
an neb na oar yezh estren ebet ne oar mann eus yezh e gavell
|
an neb ne'n deus ket a faltazi ne'n deus ket a eskell
|
an neb n'eo ket evit karout zo truezusoc'h zoken eget an neb n'eo karet gant den
|
an nep a dabut dre c’houlenn sikour un aotrouniezh ne implij ket e skiant; e vemor eo a implij
|
an nep a glask prenañ ar vignoniezh dre oberoù madoberius a'n em gav disouezhet pa anavez dizanaoudegezh mab-den
|
an nep a gresk ar furnez a gresk ar boan
|
an nep a resev muioc’h a resev digant un den all; ne vez na brasoc’h na gwelloc’h eget un den all; kiriegezhioù brasoc’h en devez, setu an holl. Ret dezhañ servijout muioc’h. Bevañ evit servijout
|
an nep a stourm a c'hall koll. An nep na stourm ket en deus dija kollet
|
an nep a vez laouen gant an nebeutañ a vez ar pinvidikañ, rak al laouenidigezh eo pinvidigezh an natur
|
an nep a zalc'h ar galloud, ha pa ve evit ur munud nemetken, a ra un torfed
|
an nep a zalc'h da welet ar c'haerder n'a ket war goshaat
|
an nep en deus kement a chañs ma n'en deus mann all da c'hounit n'eo ket eürus evel an hini ne'n deus netra da goll
|
an nep na c'hoanta ket ar vertuz eo an hini nemetañ hep vertuz ebet
|
an nep na c'houlenn netra a c'hortoz pep tra
|
an nep n'eo ket bet perc'henn ki ne c'hall ket gouzout talvoudegezh karout ha bezañ karet
|
an neuz da vezañ mignoned zo gant al lubanerien, evel an neuz da vezañ chas zo gant ar bleizi
|
an nevezentez zo ken kozh hag an douar
|
an oabl steredennek a-us din, ha reizh ar vuhez vat em diabarzh
|
an oad en deus gwennaet blev tud zo hep m'en defe bet tamm efed war o c'halonoù, hag a chom fresk hag yaouank hag a dalm ken kreñv all evit pep tra mat ha kaer
|
an oad ne dalvez mann ebet din; labourat a ran. Kozh e oan pa oan bloaz warn-ugent ha dilabour. Keit ha ma vez an den o labourat e chom yaouank
|
an orinelezh eo an arz a eilskrivañ hep na vez merzet gant den
|
an tech nemetañ er finvskeudennerezh modern eo ober kalz a arc'hant
|
an tentadurioù, disheñvel diouzh an taolioù-chañs, a adsav atav evit an eil gwezh
|
an teod eo pluenn ar spered
|
an teod flemmus eo ar benveg-tailh nemetañ a ya war lemmaat dre forzh bezañ implijet ingal
|
an tirant nemetañ a zegemeran er bed-mañ eo ar vouezhig em diabarzh
|
an torfederezh aozet zo tu (lous) all an dollar, tra ken
|
an torfedoù graet gant ar c'hirri-tan a vez graet 'gwallzarvoudoù' anezho
|
an touristañ zo mont da bell, pell a-benn klask ar c'hoant da zistreiñ d'ar gêr
|
an traoù a ouzomp ar gwellañ eo ar re n'int ket bet desket deomp
|
an traoù dibosupl zo aesoc'h eget ar re ziaes
|
an trec'h nemetken a c'hounezer en ur dec'hout eo an trec'h war ar merc'hed
|
an treiñ zo ur skiant a ginnig, hag a c'houlenn, al lennadenn c'houstadikañ zo, kazi evel kerzhet a-dreuz ec'honder douar an destenn, gant e draoniennoù, e gompezennoù hag e venezioù
|
an tri zra na vezan ket evit derc'hel soñj anezho: an anvioù, an dremmoù, ha ne'm eus ket soñj eus an trede
|
an tu kleiz er politikerezh ne oar dare e peseurt bed emañ o chom
|
an uhelañ derez a gadarnded a c’hall un hinienn e dizhout, hag e c’hall ur bobl e dizhout ivez, eo gouzout penaos talañ ouzh ar goap
|
an unaniezh eo teneredigezh ar bobl
|
an unpriedelezh zo un dra bet ijinet gant hor sevenadur er C’hornaoueg a-benn lakaat un doare urzh, unan avizet a lâfen-me, war aozadurioù ar gevredigezh, Tamm ne sell ouzh natur mab-den. Daeañ a ran n’eus forzh piv da ziskouez din un den gwir unpriedel
|
an utopia zo war an dremmwel. Ober a ran daou gammed war-raok, ha pellaat a ra daou gammed. Ober a ran dek kammed war-raok, ha kilañ a ra dek kammed all. Ne ra forzh pegen pell e kerzhan, biken ne vo tizhet ganin. Da betra e servij an utopia, neuze? Setu da betra: da zerc'hel da gerzhet
|
anataet e vez an divarregezh dre implijout re a c'herioù
|
anien mab-den: ar pezh a laka an den da gunujañ an hini war droad pa vez o vleiniañ, hag e laka da gunujañ ar bleinier pa vez o kerzhet
|
ankounac'haat a rit ez eo frouezh an douar d'an holl dud, ha n'emañ ket an douar da zen
|
aon bras am eus ez eo heñvel ar Yuzevien ouzh an holl re all a'n em gav mac'homet. P'en em gavomp e penn e vezont ken dishagar ha ken kriz evel ma oa an dud outo pa oant-i mac'het
|
aparisset on dirak ar Werc'hez
|
ar baotred a oar ar gwellañ penaos en em glevet gant ar merc'hed eo ar memes re a oar penaos bevañ hepto
|
ar baotred dimezet zo karourien vat, peurvuiañ pa vezont o tromplañ o gwragez
|
ar barzh zo heñvel ouzh roue ar c'houmoul a hant an tempest hag a c'hoarzh goap ouzh ar gwaregour; harluet war an douar, kunujennet ha dismegañset, n'eo ket evit kerzhet en askont d'e velloù eskern
|
ar barzh zo un den hag a zalc'h da welet ar bed dre zaoulagad ar bugel
|
ar bed a ya war-raok a-drugarez da seveniñ traoù a soñjed e oant dic'hallus
|
ar bed a zo frammadur ur yezh gantañ, hag ar yezh zo stummet gant ar spered
|
ar bed a-bezh zo test d'un torfed spontus a-enep gwirioù mab-den e Gaza, ma'z eus bac'het ur milion hanter a dud, hep ar gwir da gaout darempredoù gant ar bed er-maez, pe dost. Ur bobl a-bezh zo kastizet ha boufonet
|
ar bed n'eo ket gwir, gwirvoudel eo avat
|
ar bed n'eo ket un arvest kaer, met un dachenn emgann
|
ar bed zo gwelloc'h hep Saddam. Ha hep Bush?
|
ar bed zo leun a levrioù dispar, na vezont lennet gant den
|
ar bed zo mammel evit ar baotred, ha chovin evit ar merc'hed
|
ar bed zo tonket da vezañ fentusoc'h c'hoazh; setu perak ez eo ar fentourien a zo gwir ziaraogerien dazont hor sevenadur
|
ar bed zo ur prizon ma vez gwell d'an den bezañ en ur gellig e-unan-penn
|
ar bennrouaned a oar penaos dirouestlañ pep kudenn nemet an hini siriusañ: int o-unan
|
ar benveg diazez evit plediñ gant ar gwirvoud eo plediñ gant ar gerioù
|
ar beoc'helourien zo evel deñved hag a gred ez eo debrerien-c'hlasvez eus ar bleizi
|
ar beorien a ya d'ar brezel a-benn en emgannañ, ha mervel, evit froudennoù, evit pinvidigezh hag evit divoderezh ar re all
|
ar berc'henniezh zo ul las; ar pezh a gredomp omp perc'henn warnañ, evit gwir, a zo perc'henn warnomp-ni
|
ar berz n'en deus nemet lakaet an debr etre an dud
|
ar berzh-mat zo kaout ar pezh a c'hoantaer. An eurvad zo kavout plijus ar pezh a gaver
|
ar Bibl hon desk da garout hon enebourien kement hag hor c'heneiled. Emichañs dre ma'z int ar memes re
|
ar binvideien a gav direizh ar baourentez. Diaes-bras eo kompren perak ne vez ket sachet war ar sonetez gant ar re c’hoant ganto koaniañ
|
ar binvidigezh ne binvidika ket an den, met lakaat bec'h warnañ
|
ar boan a lazh ar boan, a servij evel medisinerezh
|
ar boeson zo bet disec'het muioc'h ganin eget na'z on-me bet disec'het gant ar boeson
|
ar bolitikourien a gomz evit o strollad, hag ar strolladoù ne vezont morse en o gaou, biskoazh n'int bet en o gaou ha biken ne vint
|
ar bolitikourien war an tu kleiz a lavar ez eo risklus evit hor bro ar re war an tu dehoù, hag ar re war an tu dehoù a lavar ar memes tra diwar-benn o c’henlabourerien war an tu kleiz. Ur soñj hepken a ginnigfen-me: an eil re a c’hallfe bezañ risklus evel ar re all
|
ar bolitikourien zo heñvel dre ar bed a-bezh. Prometiñ a reont sevel ur pont zoken pa n'eus stêr ebet
|
ar boud denel eo an Douar a gerzh
|
ar brasañ eneoù a c'hall bezañ ganto ar brasañ sioù kenkoulz hag ar brasañ bertuzioù
|
ar brasañ pec'hed eo ar pec'hed a vezañ bet ganet
|
ar braz eus an dud ne neuñvont ket ken na ouzont ober
|
ar braz eus ar sujidi a gav dezho int sujidi pa'z eo roue ar roue; ar pezh na veizer ket eo ez eo roue ar roue pa'z int-i sujidi
|
ar brederourien n'o deus graet nemet displegañ ar bed e meur a zoare, bremañ, avat, ez eo dav e gemmañ
|
ar brezel a fell dezho, met ne vint ket lezet e peoc'h ganeomp
|
ar brezel eo al ledetañ doare sponterezh arnevez
|
ar brezel eo an doare bet dibabet gant Doue evit deskiñ douaroniezh d'an Amerikaned
|
ar brezel zo brav evit an neb n'en anavez ket
|
ar brezel zo klask ar peoc'h dre skuilhañ gwad. Ar peoc'h zo derc'hel da stourm hep skuilhañ gwad
|
ar brezel zo ul lazhadeg etre tud ha n'anavezont ket an eil egile, evit mad tud hag a anavez an eil egile met na lazhint ket an eil egile
|
ar briedelezh n'eo nemet un eskemm imorioù fall e-pad an deiz ha c'hwezhennoù fall e-pad an noz
|
ar briedelezh, er vuhez, a zo evel un duvell e-kreiz un emgann
|
ar broadoù bras o deus atav en em zalc'het evel gangsterien, hag ar re vihan evel gisti
|
ar bruderezh a c'hall bezañ termenet evel ar skiant a herzel ouzh speredegezh mab-den pell a-walc'h ma c'haller tennañ arc'hant diganti
|
ar bruderezh a goubl dalc'hmat an didalvoud gant ar blijadur
|
ar bruderezh eo an arz a sevel gevier klok diouzh hanter wirionezoù
|
ar bureverezh: ur gudenn evit pep dirouestl
|
ar chalm: un doare da zont a-benn da gaout ar respont ya hep bezañ savet goulenn sklaer ebet
|
ar chasted - an hini dinaturañ eus an holl zireizhidigezhioù reizhel
|
ar c'had a gav mat polenta. Setu a lavaras ar c'heginer
|
ar c'haerañ gerioù e saozneg zo 'chekenn amañ kevret'
|
ar c'haerañ gerioù er bed n'int ket 'da garout a ran', met kentoc'h 'dizrouk eo'
|
ar c'halonoù brokus a vez feuket muioc'h gant mel eget gant dismegañs
|
ar c'hastilhaneg eo saber an Indianed amerikan
|
ar c'hastiz evit un torfed zo bezañ e c'hraet; dreist-ezhomm eo ar c'hastiz ouzhpennet gant ar gwir
|
ar c'hastizoù a servij da spontañ an neb na fell ket dezhañ pec'hiñ
|
ar c'havadennoù ne skoazellont tamm an Trede Bed; nemet kreskiñ an direizhegezh eno ne reont
|
ar c'hazetenner a vez broudet gant an termen diwezhañ evit e labour. Gwashoc'h e skriv m'en devez amzer
|
ar c'hazetennerezh d'an istor eo ar pezh ez eo gast d'ur plac'h onest
|
ar c'hazetennerezh zo embann ar pezh a fell da zen pe zen ne oufemp ket; propaganda eo ar peurrest
|
ar c'hendalc'hoù dizarmiñ zo pleustradegoù a-enep an tan, gant c'hwezherien tan-gwall
|
ar c'hentañ jestr gwir zispac'hel eo ober e anv mat eus pep tra
|
ar c'hentañ mafia a rankomp stourm en e enep eo an hini a zo e-barzh pep hini ac'hanomp. Ni eo ar mafia
|
ar c'hentañ tra a rankfe ur plac'h ober, pa fell dezhi kaout ur gwaz, eo en em lakaat da redek
|
ar c'herzhed eo ar gwellañ remed evit an den
|
ar c'hiliog a gan memes diouzh ar mintin pa'n em gavo er pod-houarn
|
ar c'hiz, atav, a zameuc'h ar mare; siwazh, avat, ne zalc'homp ket soñj eus se pa vez genaouek
|
ar c'hiz, da lavaret eo, an unton er c'hemm
|
ar c'hoant entanet n'eo ket ur si nag ur vertuz, nemet pa'z eer betek ar penn gantañ
|
ar c'homzoù implijet ganeoc'h da daolennañ ho kwirvoud a grou ar gwirvoud
|
ar c'homzoù ne glotont ket dalc'hmat gant ar galon
|
ar c'horf, mar bez soursiet outañ, a c'hall padout ar vuhez-pad
|
ar c'hoshañ hag ar berrañ gerioù, 'ya' ha 'nann', eo ar re a c'houlenn ar brasañ prederi
|
ar c'hriz zo, evit gwir, dre m'emañ ar bed kozh o vervel ha na c'hall ket an hini nevez bezañ ganet c'hoazh
|
ar c'hrizder e-keñver al loened a zesk an den ar c'hrizder e-keñver an dud
|
ar c’hazetennerezh heberzh a c’hall kregiñ e n’eus forzh pe zorn a glask reiñ boued dezhañ, ha setu a rankfe ober
|
ar c’hêraozadur eo perc’henniezh an endro naturel ha denel gant ar gevalouriezh, hag en ur emdreiñ e domani groñs, bremañ e c’hall hag e rank ar gevalouriezh adsevel an holl egor evel he c’hinkladur dezhi
|
ar c’hredennoù zo risklusoc’h enebourien d’ar wirionez eget na'z eo ar gevier
|
ar c’hresk en doare ma vez disprizet bed mab-den a glot dres gant ar c’hresk er priz a vez lakaet war bed an traoù
|
ar fallagriezh a ra an dud a chom war o lerc'h; alies e vez douaret ar vadelezh a reont gant o eskern
|
ar faltazi zo koulz ha meur a veaj, ha na marc'hadmatoc'h eo!
|
ar fanatizañ zo doublañ ar strivoù goude bezañ ankouaet petra eo ar pal
|
ar fealded a vev pa vez kreñvoc'h ar garantez eget an anien
|
ar fealded eo an arz a chom hep avoultriñ nemet dre ar soñj
|
ar fedoù a sav atav evit dislavaret an damkanoù
|
ar feulster zo amiegez pep kevredigezh kozh a zo o tougen unan nevez
|
ar feurjedadennoù war ar yec'hed a ziskouez e c'houzañv unan diwar bevar eus an Amerikaniz gant ur c'hleñved-spered. Soñjit en ho tri gwellañ mignon. Ma n'eus netra a-dreuz ganto, c'hwi an hini eo
|
ar finañs eo an arz a zezougen an arc'hant a zorn da zorn ken na'z a, en diwezh, diwar wel
|
ar fizik zo evel ar reizh: disoc'hoù pleustrek a c'hall kaout, met n'eo ket evit se e vez graet ganeomp
|
ar follentez zo lod eus stad mab-den. Ar follentez zo ennomp kement hag ar rezon. Ar pezh a gont eo e vefe ret d'ur gevredigezh, pa gav dezhi eo seven, degemer ar follentez evel ma tegmer ar rezon
|
ar frankiz a dalvez kiriegezh. Setu perak e vez doujet gant ar braz eus an dud
|
ar frankiz da garout zo ken sakr evel ar frankiz da soñjal. Ar pezh a vez graet an avoultriezh anezhañ hiziv a veze graet an herezi anezhañ gwechall
|
ar frankiz evit ar re a heuilh ar gouarnamant hepken, evit izili eus ur strollad hepken - ha n'eus forzh pegen bras e ve - n'eo ket ar frankiz. Ar frankiz dalc'hmat eo ar frankiz evit an den en meiz en un doare all
|
ar frankiz zo evel ar varzhoniezh - n'he deus ket ezhomm eus anvioù-gwan; ar frankiz eo!
|
ar frankiz zo prizius, ken prizius ken na vez ret e dailhañ
|
ar fritez zo unan eus speredelañ krouidigezhioù ijin Pariz
|
ar fromusañ falloniaj er vuhez: ar redi da gas tra pe dra da benn dindan nebeutoc'h a amzer eget na vefe ret evit gwir
|
ar furnez a vije bet tizhet gant meur a zen, ma ne'n dije kredet e oa bet tizhet gantañ c'hoazh
|
ar furnez ne sell ket kement ouzh distrujañ an idoloù, evel ouzh chom hep o c'hrouiñ da gentañ
|
ar furnez zo kaout an dizober eus an diret
|
ar gablusted a bad keit hag ar c'heuz
|
ar galloud evezhiañ pizh a vez graet ar spered-ki anezhañ, peurliesañ, gant ar re n'emañ ket ganto
|
ar gammed kentañ, hag an hini bouezusañ, war-zu ar ouiziegezh eo e karfe an deskard hag ar c'helenner an eil egile
|
ar gaou hepken en deus ezhomm da vezañ kennerzhet gant ar gouarnamant. Ar wirionez a c'hall en em zibab hec'h-unan
|
ar garantez a baouez a vezañ ur blijadur pa baouez a vezañ ur sekred
|
ar garantez a ra sodien, an dimeziñ a ra doganed, ar garantez-vro a ra imbisiled kriz
|
ar garantez eo an didermen en amen d'ar chas-foutouilhek
|
ar garantez eo ar pezh a'n em gav gant ur paotr hag ur plac'h n'anavezont ket an eil hag egile
|
ar garantez ne vez morse foranet
|
ar garantez n'eo nemet un dro fall a vez graet diwar hor c'houst ma vo asur dazont an denelezh
|
ar garantez zo gortoz ul levenez, ha kavout, pa'n em gav, ez eo enoeüs
|
ar garantez zo istimout re an diforc’hoù etre an eil plac’h hag eben
|
ar garantez zo peurbadel, tra ma pado
|
ar garantez zo ur moged hag a vez savet en ur vrumenn a hirvoudoù
|
ar garantez-mañ evit al levrioù an hini eo he deus va lakaat da vezañ gouiziekañ genaoueg ar bed
|
ar garantez-vro eo an dallañ a bep youl
|
ar garantez-vro eo ho kredenn start ez eo ar vro-mañ dreist d’an holl re all, dre ma'z oc’h bet ganet enni
|
ar garantez-vro ne oar netra eus bevennoù ar broioù all
|
ar garantez? Marteze gant an amzer, dre anavezout hor pep gwashañ
|
ar gaz zo un arm truezusoc’h eget ar bloskuzennoù bras, ha rediañ a ra an enebour da zegemer un diviz gant nebeutoc’h a vuhezioù kollet eget n’eus forzh pe zoare all da vrezeliñ
|
ar gelaouennerien ne gredont ket gevier ar bolitikourien, met o adlavaret a reont - a zo gwashoc'h c'hoazh!
|
ar gened zo e lagad an arvester
|
ar genskoazell n'eo ket reiñ, met sevel a-enep an direizhded
|
ar geriadur eo an demokratelañ tra zo er bed, hon danvez boutin nemetañ eo
|
ar geriadurioù zo evel an eurieroù: an hini gwashañ zo gwelloc'h eget netra, ha ne c'haller ket fiziout en hini gwellañ
|
ar gerioù a gemer an dalvoudegezh roet dezho gant ar selaouer
|
ar gerioù a zeu da vezañ ledet-tre a baoura ur yezh
|
ar gerioù annoazus distaget ganeomp a zisklêr hon diouiziegezh
|
ar gerioù zo a bouez, mar bezont nebeut
|
ar gerioù zo evel pezhioù moneiz: unan a dalvez kement ha kalz, ha kalz ne dalvezont ket kement hag unan
|
ar gevalaouriezh eo racket reizhek ar c’hlas a ren
|
ar gevalouriezh eo gwashañ enebour an denelezh
|
ar gevredigezh emaomp o vevañ enni, kevredigezh ar bruderezh erotek, a striv da urzhiañ ha da ziorren ar c’hoant muioc’h eget biskoazh, ha war un dro e klask derc’hel laouen an dud gant o buhez prevez. Evit ma’z afe ar gevredigezh en-dro, evit ma padfe ar c’henstriverezh, e rank ar c’hoant mont war greskiñ, en em ledañ ha krignat buhez an dud
|
ar gevredigezh zo goulezus gant ar pezh na goust netra
|
ar goapaerezh a c'hall bezañ komprenet gant ur c'hontroller a zellez bezañ diverket
|
ar godiserezh politikel a oa chomet a-sav pa oa bet roet ar Priz Nobel evit ar Peoc'h da Henry Kissinger
|
ar gomunouriezh, sklaer eo, zo unvezh an den gant e natur, gwir adsavidigezh e natur, an naturaliezh a vez sevenet gant an den hag an humenidigezh sevenet gant an natur
|
ar gomz a zieub an den. Sklav eo an neb na oar ket menegiñ e soñj
|
ar gomz zo hanter d'ar c'homzer ha hanter d'ar selaouer
|
ar gouarnamantoù ne zeskont morse. An dud hepken a zesk
|
ar goulennoù na'n em respontet ket pa savont ne vint biken respontet
|
ar gourtezi, da galon mab-den, a zo evel ar gwrez d'ar c'hoar
|
ar goustiañs eo ar pezh a lavaras da vamm dit kent na'z poa tapet da c'hwec'h vloaz
|
ar goustiañs eo ar vouezhig en hor c'halon a gemenn deomp e c'hallfe bezañ unan all o sellet
|
ar goustiañs zo ur c'hi ha na harz ket ouzhomp a vont war-raok, met n'omp ket evit herzel outañ a harzhal
|
ar gozhni eo an dra a c'hortozer an nebeutañ diouzh kement tra a c'hall degouezhout gant an den
|
ar gristeniezh he deus graet kalz evit ar garantez dre ober ur pec'hed anezhi
|
ar Gristeniezh, evel ma vez aozet en hec'h ilizoù, zo bet, hag a zo c'hoazh, pennañ enebour araokadur skiant ar mad er bed
|
ar guñvelezh en hardizhigezh eo gouzout betek pelec'h e c'haller mont re bell
|
ar gwalleur a c'hall bezañ termenet ar gwellañ evel an diforc'h etre hor gouestoni hag hon esperañsoù
|
ar gwellañ arguzenn a-enep an demokratelezh zo chom da zivizout e-pad pemp munud gant ur voter evel ar re all
|
ar gwellañ doare da lakaat an dud da zont da vezañ kiriekoc'h zo dre reiñ kiriegezh dezho
|
ar gwellañ doare da vezañ dieupoc'h zo dre reiñ muioc'h a frankiz d'ar re all
|
ar gwellañ doare da zeskiñ penaos sevel ur film eo dre en ober
|
ar gwellañ doare d'en em douellañ a zo dre grediñ ez eur finoc'h eget ar re all
|
ar gwellañ lodenn eus ar faltazi e meur a romant eo ar gemennadenn ez eo faltazius-rik an tudennoù
|
ar gwellweler a gav dezhañ eo hemañ ar gwellañ bed zo. An drougweler a gav dezhañ eo gwir an dra-se
|
ar Gwiad zo ivez ur gwir vuntrer yezhoù
|
ar gwin zo risklus-bras da yec'hed (spered) an neb n'en ev ket
|
ar gwir a oa gant Hegel pa lavaras e teskomp digant an istor ne c'hall ket an den deskiñ mann digant an istor
|
ar gwir araokaat nemetañ zo deskiñ emañ ar gaou ganeoc’h hoc’h-unan-penn
|
ar gwir blijadur zo ober fae ouzh ar blijadur
|
ar gwir brederouriezh zo addeskiñ gwelet ar bed
|
ar gwir c'halloud zo etre daouarn ar re a ren an doareoù kehentiñ
|
ar gwir gaerder kentelius eo an arz a zic'hizañ trec'hioù an den evel drougziwezhioù
|
ar gwir Skol-Veur n’he deus ket un dachenn resis. N’eo ket perc’henn war vadoù, ne bae ket goproù ha ne zegemer ket skodennoù dleet dezhi. Ur framm-spered eo ar gwir Skol-Veur
|
ar gwir ziouiziegezh n'eo ket chom hep gouzout, met nac'h gouzout
|
ar gwirañ lod eus ur gelaouenn eo ar bruderezh
|
ar gwirioù a zeu anezho o-unan d’an nep a ra e zeverioù
|
ar gwirvoud eo ar pezh a wel ar braz eus an dud evel gwirvoud
|
ar gwirvoud zo un enebour eus an ampartañ. Ober a ra tagadennoù war al lodennoù eus hor c’halon ma c’hortozomp an nebeutañ, ha ma n’hon eus ket prientet o difenn
|
ar gwirvoud zo un touell krouet gant an diouer a alkool
|
ar justis n'eo nemet ar pezh a zo emsavañ evit ar re greñvañ
|
ar justis zo kastizañ an direizhderioù diazezet
|
ar mad zo didrec'hus, an droug n'eo ket
|
ar madoù monopolizet, pe e-kerz an nebeud, zo ur mallozh war an denelezh
|
ar mafia eo ar gwellañ skouer zo ganeomp eus ar c'hevalouriezh
|
ar mafia n'eo ket ur gudenn hag a sell ouzh Bro-Italia hepken, na kennebeut un afer stag ouzh kouerien warlerc'hiet e kornioù izdiorroet e kreisteiz Italia; ur gudenn Europat eo kentoc'h
|
ar mafia zo un embregerezh evel ar re all, nemet ec'h implij, ur wech an amzer, an armoù-tan
|
ar marc'had zo ul lec'h ma c'hall an dud lorbañ an eil egile
|
ar mare nemetañ ma oa bet un troc'h em deskadurezh a oa pa oan er skol
|
ar mare pa vez ledetañ an drougwelañs a zo war-dro bloaz warn-ugent, pa glasker da gentañ treiñ an huñvreoù da wirvoud
|
ar marmouzed denheñvel hag ar babouined ne gomzont ket, rak mar graent, e vefent rediet gant an dud da labourat
|
ar marv a oa lod ac'hanon, ken na'm dilezas a-benn mont gant unan all
|
ar marv zo ur vuhez bet bevet. Ar vuhez zo ur marv da zont
|
ar marv, betek-henn, eo ar solutañ tra a zo bet ijinet gant ar vuhez
|
ar mediaoù zo c'hoarielloù etre daouarn ar binvideien, hag implijet e vezont ganto a-benn derc'hel da vont war binvidikaat c'hoazh
|
ar melestraj zo ur pezh mekanikerezh renet gant an dud vunut
|
ar memes gerioù, distaget gant genaouioù all, a gemer talvoudegezhioù all, ar c'hontrol-fed zoken
|
ar memes tra eo an arz bevañ hag an arz mervel
|
ar mennozhioù zo kreñvoc'h eget an armoù nukleel
|
ar mennozhioù zo nerzhusoc’h eget ar fuzuilhoù. Ne lezfemp ket hon enebourien da gaout fuzuilhoù; perak o lezfemp da da gaout mennozhioù?
|
ar merc'hed - an disterañ tra o dedenn, reiñ mel dezho o laka da dec'hout
|
ar merc'hed a blij dezho ar baotred tavedek. Kavout a ra dezho e selaouont
|
ar merc'hed a gar ac'hanomp abalamour d'hor sioù. Mar hor bez a-walc'h e vo pardonet pep tra deomp ganto, zoken hor poell bras-divent
|
ar merc'hed a gemer stumm an huñvre o dalc'h
|
ar merc'hed a ra ar pezh a lavaront kant dre gant, padal e chom ar baotred a-sav pa dizhont hanter-kant dre gant
|
ar merc'hed zo ken pilpous, ken na gred start pep bugel e oa ur santez eus e vamm
|
ar merc’hed zo perc’henn ur blanedenn renet gant ar baotred
|
ar moral, marteze, a zo ur skiant hag a zo aet da get e pep lec'h er bed. Ingal eo; ret e vo deomp he c'hrouiñ a-nevez
|
ar morc'hed zo bezañ mennet-start da chom hep lezel roudoù er wech a zeu
|
ar ouenn wenngen eo ar c'hrign-bev en istor mab-den. Ar ouenn wenngen, ha hi hepken - hec'h ideologiezh hag hec'h ijinadennoù - a gas ar sevenadurioù emren da get e kement lec'h ma'n em astenn, ken na'z eo bet lakaet digempouez ekologiezh ar blanedenn, ha ken na'z eo bremañ gourdrouzet boud ar vuhez hec'h-unan zoken
|
ar ouiziegezh a zalc'h da greskiñ dre ma c'hallomp en em ziazezañ war labour ar speredoù bras a zo bet en hor raok
|
ar ouiziegezh zo evel ar c’hantolioù: pa vez implijet unan a-benn enaouiñ unan all, ne zigresk ket sklêrijenn an hini gentañ. Er c’hontrol, pep tra a zeu da vezañ sklaeroc’h
|
ar pal zo mont kuit
|
ar pellder etre ur volekulenn hag unan all zo evel ar pellder etre ar stered
|
ar pennañ kaoz ez eo bet skignet an diouiziegezh-stroll eo e oar an holl lenn ha skrivañ
|
ar pennañ prouenn eus gwir veurded an den a vez kavet en doare ma verz e vihanded e-unan
|
ar pennañ riskl er vuhez eo diwall re diouzh pep riskl
|
ar pennañ skoilh rak kompren un oberenn a arz eo ar striv d'he c'hompren
|
ar peoc'h n'eo ket bezañ hep brezel, ur vertuz eo, un doare soñjal, un tech da sevel a-du gant ar vadelezh, gant ar fiziañs ha gant ar justis
|
ar peoc'h n'eo ket prof an aotrou Doue d'e grouadurien. Ur prof eo hag a roomp an eil d'egile
|
ar pep donañ e mab-den eo e groc'hen
|
ar pep gwashañ gant ar fentigelloù politikel eo e vezont dilennet
|
ar pep gwashañ gant ar gevalaouriezh eo e labour mat ar gevalaourien e-barzh o embregerezh hogos bep tro, met e vezont alies, a-hend-all, genaoueien enoeüs ha borodus, ha gwashoc'h c'hoazh a-wechoù
|
ar pep gwashañ p'en em gaver bepred d'an eur eo n'eus den ebet war al lec'h evit ho trugarekaat
|
ar pep gwellañ a-fed an dazont eo ma teu deiz-ha-deiz
|
ar pep gwellañ a-fed ar standardoù eo ez eus kement anezho da zibab eus o zouez
|
ar pep gwellañ er vuhez ne vez ket klasket, met kavet
|
ar pep pouezusañ eo pegen kreñv e talc'h an den d'e vennozh, ha n'eo ket ar mennozh o-unan
|
ar pep retañ en deskadurezh eo ar pezh a zo bet dizesket ganeomp
|
ar pezh a chom hep bezañ lavaret a chom lavaret da viken
|
ar pezh a fell din eo e vefe kelc'hiek pep tra, ha ne'n defe, koulz lavaret, na deroù na diwezh en e stumm, e neplec'h, hag ec'h arouezfe, kentoc'h, un hollad kenson, heñvel ouzh ar vuhez
|
ar pezh a gavan ar bamusañ en Amerika eo an doare ma sent an dud d'o bugale
|
ar pezh a gemerez evel ul lein n'eo nemet ur bazenn
|
ar pezh a gont eo ar pezh n'eus ket ezhomm da lavaret, n'eo ket ar pezh a lavarer
|
ar pezh a gont n'eo ket ober kalz, met ober pep tra gant kalz a garantez
|
ar pezh a laka ar bed-mañ da vezañ spontus eo e strivomp gant an hevelep c'hoant da vezañ eürus ha da virout ouzh ar re all a vezañ evel-se
|
ar pezh a reomp c'hoazh hag adarre omp
|
ar pezh a reomp 'an araokaat' anezhañ zo lakaat ur skoilh e-lec'h ur skoilh all
|
ar pezh a soñjomp eus ar marv n'eo pouezus nemet evit a sell ar pezh omp lakaet gant ar marv da soñjal eus ar vuhez
|
ar pezh a vez graet fin ar bed anezhañ gant ar viskoulenn a vez graet ur valafenn anezhañ gant peurrest ar bed
|
ar pezh a vroud an dud da vezañ monedus eo bezañ dic'houest da c'houzañv bezañ digenvez
|
ar pezh a zebromp omp
|
ar pezh a zo a-dreuz er bed eo ez eo re sur ar re c'henaouek ha leun a arvar ar re speredek
|
ar pezh a zo hegasus a-fed ar garantez eo ez eo torfed na c'haller ket e gas da benn hep skoazell ur c'hendorfedour
|
ar pezh a zo tremenet zo ur raklavar
|
ar pezh a'm spont ar muiañ eo goañvezh ar memor
|
ar pezh hol laka da gavout argarzhus lorc'h ar re all eo e c'hloaz hol lorc'h-ni
|
ar pezh n'eo ket mat evit an hedad, n'eo ket mat kennebeut evit ar wenanenn
|
ar pezh omp eo ar pezh a reomp evit kemmañ ar pezh omp
|
ar pezh zo boutin deomp eo bezañ holl disheñvel an eil diouzh egile
|
ar pezh zo mel d'an eil a zo ampoezon d'egile
|
ar pilpouserezh eo ar wazoniezh a vez graet gant ar vis d'ar vertuz
|
ar pinvidikañ den eo an hini a goust an nebeutañ e blijadurioù
|
ar plac'h a laka anat, dre hec'h emzalc'h, e krogo da salmantenniñ mar bez lavaret ar wirionez dezhi, a zellez bezañ touellet
|
ar plac'h n'he devez ket chañs gant ar baotred ne oar ket pegen chañsus eo
|
ar pobloù orin zo mirlec'h buhezegezhel an denelezh
|
ar politikerezh - an arz a ober diouzh ar vuhez foran - zo labour ar bolitikourien a zo arzourien war an aferioù prevez
|
ar politikerezh a rank bezañ kaset war-raok en un doare onest
|
ar politikerezh eo an an arz a herzel ouzh an dud a vezañ dedennet gant ar pezh a sell outo
|
ar politikerezh eo an arz a glask kudennoù, o c'havout, o zreuzkompren, ha neuze fall-implijout an doareoù fall d'o dirouestlañ
|
ar politikerezh eo an arz habask a c’hounit mouezhioù digant ar beorien hag arc’hant evit ar c’hampagn digant ar binvideien dre brometiñ da zifenn an eil re diouzh ar re all
|
ar politikerezh eo ar brezel hep skuilhañ gwad, hag ar brezel ar politikerezh ma vez skuilhet gwad
|
ar politikerezh eo ar skeud bannet war ar gevredigezh gant an embregerezhioù bras
|
ar politikerezh eo rann abadennoù dudi ar greanterezh
|
ar politikerezh ha tonkadur mab-den zo goveliet gant tud hep uhelvennadoù ha hep meurded. Ar re a c'hall bezañ tud vras ne stagont ket gant ar politikerezh
|
ar politikerezh hag ar mafia zo, o-daou, galloudoù hag a vev dre ren ar memes tachennoù; neuze, pe en em gannont pe e vez un doare emglev kenetrezo
|
ar politikerezh n'eo ket arz ar posubl, met kentoc'h, dibab etre ar pezh a zo drastus hag ar pezh a zo kazus
|
ar politikerezh: bec'h etre ar madoù dic'hizet evel ur stourm etre pennaennoù
|
ar politikour a rank bezañ gouest da rakwelet petra a c'hoarvezo warc'hoazh, er sizhun a zeu, er miz a zeu hag er bloaz a zeu. Ha neuze bezañ gouest da zisplegañ perak ne oa ket c'hoarvezet
|
ar politikour a soñj er mouezhiadegoù a zeu, an hini a servij e stad, koulskoude, a soñj e rummadoù an dazont
|
ar politikour zo ur c'hoarier-ouesk: derc'hel a ra e gempouez dre lavaret ar c'hontrol diouzh ar pezh a ra
|
ar politilkerezh eo ar vicher eil koshañ, sañset. Desket em eus e seblant bezañ heñval-tre ouzh an hini goshañ
|
ar priedoù yaouank n'ouzont dare pegement e tleont d'ar skinwel. Gwechall e veze ret d'an den memes komz gant e bried
|
ar priñs eo kentañ servijour e stad
|
ar priz a baeer evit heuliañ n'eus forzh pe vicher pe c'halvedigezh eo anavezout, dre ar munud, he zu divalav
|
ar priz evit labour graet mat eo an dro d'ober muioc'h
|
ar raklavar eo ar pouezusañ lodenn eus ul levr. Lennet e vez zoken gant ar skridvurutellerien
|
ar re a gomz nebeutañ eo ar re wellañ
|
ar re a grou eo ar c'hontrol-bev d'ar re sivilizet
|
ar re a huñvre en deiz a anavez kalz a draoù ha na vezont ket merzet gant ar re a huñvre en noz hepken
|
ar re fur nemeto eo ar re a vev evel pa vefent o vont da vervel pe en devezh-se pe en eurvezh-se end-eeun
|
ar re gaozeüs ne lavaront mann
|
ar re nemeto a vez atav o tistreiñ eus lec'h pe lec'h eo ar re n'int aet biskoazh da lec'h ebet
|
ar re sot a zigor hentoù hag a vez kemeret goude gant ar re fur
|
ar re sot gant al levrioù ha ganto estell leun a levrioù, met hep memes treiñ ur bajenn, a c'hall bezañ keñveriet ouzh tizoged en un harem
|
ar re stad enno ha laouen ne garont ket, menel a reont kousket en o boazioù
|
ar re varv zo niverusoc'h eget ar re vev, ha war greskiñ ez a o niver. Ar re vev a ya war rouesaat
|
ar re wadsec'hedik o zemz-spered a ziskouez un tech naturel da vezañ kriz ouzh al loened
|
ar re yaouank a'n em douell a-fed o dazont; ar re gozh a-fed o zremened
|
ar re yaouank hiziv a gav dezho eo an arc'hant pep tra, ha pa'z eont war goshaat e ouezont eo evel-se emañ
|
ar reizh a sioula an tañsionoù. Ar garantez zo kaoz dezho
|
ar relijion hollvedel, evit ar braz eus an homo sapiens, eo ar vell-droad
|
ar relijionoù eo an nerzhusañ armoù bet ijinet a-viskoazh gant an Droukspered
|
ar relijionoù zo heñvel ouzh ar preñved-lugern: a-benn lugerniñ o deus ezhomm eus an deñvalijenn
|
ar resediñ eo pa goll da amezeg e labour; un enkadenn eo pa gollez da hini
|
ar respontoù talvoudus nemeto eo ar re a sav goulennoù nevez
|
ar ret n'en deus lezenn ebet
|
ar reuz etre ar beorien a dalvez un afer vat evit ar binvideien
|
ar richennoù a bad en desped d'ar poell ha d'ar ouiziegezh
|
ar risklusañ boued eo ar wastell eured
|
ar sekred evit dont da vat eo an onestiz; ur wech bet desket ober an neuz da vout onest ez eur sur da zont da vat
|
ar sekred, a-benn ober berzh, zo en onestiz hag er reizhder. Mar gallit fentañ ar re-se eo deuet brav ganeoc'h
|
ar sevel barzhonegoù zo heñval ouzh ar c'haranteziñ: morse ne ouezo an den ha rannet eo bet e levenez
|
ar sevenadur a ya war-raok dre astenn niver an oberoù pouezus a c'hallomp seveniñ hep soñjal
|
ar sevenadur en deus tennet e vrasañ mad diouzh al levrioù o deus graet o embannerien kolloù warno
|
ar sevenadur eo ar pezh a chom en den p'en deus ankounac'haet pep tra
|
ar sevenadur n'eo ket lenn kalz, na gouzout kalz kennebeut; talvezout a ra anavezout kalz
|
ar sevenadur zo ul liesadur didermen a draoù ret diret
|
ar sevenadur zo ur benveg implijet gant ar vistri-skol a-benn krouiñ mistri-skol, a grouo, d'o zro, mistri-skol
|
ar sinema, evel al liverezh, a ziskouez an diwelus
|
ar sioulded hepken a zo bras; gwanded eo pep tra all
|
ar skandal a grog pa laka ar polis termen dezhañ
|
ar skiant n'int ket disi, met an dra-se ne dalvez ket ez ezhomm eus ar relijion
|
ar skiant zo n'eus forzh petra hag a vezer prest dalc'hmat d'e vreutaat
|
ar skiant zo ur vered soñjoù marv
|
ar skiant-prenañ eo an dra vurzhudus-se a laka an den e-tailh da anaout ur fazi p'en gra c'hoazh
|
ar skiant-prenañ zo ur bilhed lotiri bet prenet goude an tiraj
|
ar skiant-prenañ zo ur flamm ha na c'hall sklêrijennañ nemet dre zeviñ
|
ar skiant-prenañ: ur grib roet dit gant ar vuhez, dres goude ma'z out deuet da vezañ moal
|
ar skiant-prenet - n'eus anezhañ nemet un anv hag a roomp d'hor fazioù
|
ar skiantoù ne servijont nemet da wiriañ dizoloadennoù an anien
|
ar skinwel a grou an ankoun, hag ar sinema ar c'houn
|
ar skinwel en deus graet kalz evit ar vredvezegiezh, dre skignañ gouiziegezh diwar he fenn kenkoulz ha dre greskiñ an ezhomm anezhi
|
ar skinwel eo al louzoù-kousk nemetañ a vez kemeret dre an daoulagad
|
ar skinwel eo ar c'hentañ sevenadur gwir zemokratel - ar c'hentañ sevenadur digor d'an holl ha peurrenet gant ar pezh a fell d'an holl gwelet. Ar pep spontusañ eo ar pezh a fell dezho
|
ar skinwel zo dedennusoc'h eget an dud. Panevet-se hor bije tud en o sav e kornioù hor salioù
|
ar skinwel zo kreñv evel ul leon, ne'n deus aon rak den ha da gas a ra da gousket evel ur genaoueg
|
ar skinwel zo un ardivink ho lez da vezañ diduellet en ho sal-degemer gant tud na zegemerfec'h ket en ho ti
|
ar skinwel zo ur melezour a vez dameuchet ennañ c'hwitadenn hor sistem sevenadurel a-bezh
|
ar sklaerder eo kourtezi ar prederour
|
ar sklêrijenn doueel a zall ar bed, kentoc'h eget e sklêrijennañ
|
ar skoilhoù ne reont nemet paouraat an dud, nemet o lakaat da vezañ krisoc’h an eil ouzh egile, ober dezho komz etrezo en ur yezh iskis, digomprenus, diwar-benn al lec’h da vevañ ha diwar-benn ar red douarbolitikel, hag o lakaat da ober disklêriadennoù a-benn kas an enbroourien estren er-maez eus an dachenn, a-boan evel pa vijent lovr, hag evel pa c’hallje an doare spontus ma tro pep pobl e-barzh enni hec’h-unan krouiñ, kentoc’h eget reuz ha pismigerezh, pinvidigezh ha galloud
|
ar skol eo an ti-bruderezh ho laka da grediñ hoc'h eus ezhomm eus ar gevredigezh evel m'emañ
|
ar skolidi a zebr ar pezh a zo bet treizhet gant o c'helennerien
|
ar skolioù ne sellont ket, dre ret, kement-se ouzh an deskadurezh... ensavadurioù evit kontrollañ int dreist-holl, ma ranker sankañ boazioù e penn ar yaouankiz. Disheñvel-tre eo an deskadurezh, ha nebeut a lec'h zo eviti er skol
|
ar skrid-orin n'eo ket feal d'an droidigezh
|
ar skrivagner na imbourc'h ket an donder ne chomo ket dalc'hmat war-c'horre
|
ar skrivañ a zeu da vezañ diaes ivez dre ma'z eo dizesk ar re all
|
ar skrivañ zo un doare da gomz hep na vefe troc'het war kaoz an den
|
ar sod eo an neb en deus kollet pep tra nemet e skiant
|
ar soñj a varv er genoù
|
ar soñj zo frouezh ar yezh
|
ar soñjoù a sach war-drenv, an traoù a gas war-raok
|
ar soñjoù zo heñvel ouzh ur c'hreunenn draezh e mekanik ar gremm
|
ar sonjoù, evel ar c'hwen, a lamm a zen da zen; ne flemmont ket an holl dud avat
|
ar sorserezed o deus paouezet a vezañ p'hon eus paouezet a zeviñ anezho
|
ar spagnoleg ne zeuio ket da vezañ ur yezh a sevenadur evit gwir ken na vo savet skridoù skiantel ennañ
|
ar spered-brezel a'n em zislavar
|
ar speredoù-krouiñ zo anavezet a-viskoazh evit dreistvevañ deskadurezh fall a bep seurt
|
ar spi da bindvidikaat zo unan eus al ledetañ abegoù evit ar baourentez
|
ar spi en deus daou vugel kaer: ar fae hag ar galon. An eil a dal ouzh ar bed evel m’emañ, hag egile o c’hemm
|
ar spi evit ar fall c’hounid eo deroù ar c’holl
|
ar spi zo mat da lein, met n'eo ket gwall vat da verenn
|
ar sport sirius ne sell tamm ebet ouzh ar reizhder. Stag outañ ez eus kasoni, gwarizi, fougaserezh, diseblanted ouzh ar reolennoù, hag ur blijadur sovaj a vezañ test d'ar feulster. Berr-ha-berr, ar brezel eo hep ar fuzuilhadegoù
|
ar stadegoù nemeto a c'haller kaout fiziañs enno eo ar re a zo bet meret ganeoc'h-c'hwi hoc'h-unan
|
ar steredoniezh he deus desket deomp n'emaomp ket e-kreiz an hollved. N’omp nemet ur blanedenn vunut o treiñ en-dro d’ur steredenn evel ar re all. Ni, evel boudoù speredek, zo disoc’h emdroadur ar stered; e danvez an astroù omp graet
|
ar stourm nemetañ a goller eo an hini a zilezer
|
ar vadelezh zo ur yezh klevet gant ar bouzar ha gwelet gant an dall
|
ar vamm eo kalon varv an tiegezh, o tispign gounidoù an tad a-benn prenañ madoù beveziñ evit gwellaat an endro ma tebr, ma kousk ha ma sell ouzh ar skinwel
|
ar vaouez zo ur prof hag ho choaz
|
ar varzhoniezh a ro buhez d'ar vuhez
|
ar varzhoniezh eo an arz a lakaat ar mor en ur werenn
|
ar varzhoniezh zo unvaniezh daou c'her na soñjer ket e c'haller o unaniñ, hag a grou un dra evel en un doare kevrin
|
ar varzhoniezh, evel ar bara, zo evit an holl
|
ar Vatikan eo ar gwashañ nerzh kilstormer en Italia. Hervez an Iliz ez eo mac'homerien ar gouarnamantoù a grenn war he gwirioù, hag ez eo ag an neñv e teu ar re, evel ar faskouriezh, o laka da greskiñ
|
ar veizegezh zo ur meizad buhezegezhel
|
ar velkoni eo an eurvad a vezañ trist
|
ar vell-droad a vez gwelet mat, o vezañ ma vez gwelet mat bezañ genaouek
|
ar vell-droad n’eo ket ur gistion a vevañ pe a vervel; kalz pouezusoc’h eget se eo
|
ar vell-droad zo krog da vezañ ur gaou, evel m'o deus displeget mat ar mediaoù
|
ar vell-droad zo rouantelezh lealded mab-den dindan ar pevar amzer
|
ar vemor zo dalc'hmat ul lec'h d'en em gavout
|
ar verb 'lenn' ne c'houzañv ket an doare gourc'hemenn. Rannañ a ra ar fed-se gant verboù all, evel 'karout' ha 'huñvreal'
|
ar verrentez eo ene ar furnez
|
ar vezeien - tud eürus. O berzh-mat a sked en heol... hag o c'hwitadennoù a vez interret
|
ar vezeien hag an alvokaded zo heñvel an eil re ouzh egile; un diforc’h zo avat, rak an alvokaded ne reont nemet laerezh diwarnoc’h, padal e skrap ar vezeien hoc’h arc’hant hag ho lazhañ ivez
|
ar vignoniezh zo bugaleaj ar garantez
|
ar vignoniezh zo heñvel ouzh an dimezelezh: ur wech diwar zek eo diazezet an darempredoù war ar garantez
|
ar vignoniezh-familh a vez miret evit an emgavoù arbennik
|
ar vis zo ul loen ken diavalav: seul vuioc'h e welez anezhañ, seul vuioc'h e plij dit
|
ar vreinadurezh zo evel al lastez - ret eo kaout an dizober anezhi bemdez
|
ar vroad a zistruj he fri a'n em zistruj
|
ar vrokusted ivez, siwazh, a c'hall talvezout kement hag un afer vat
|
ar vugale a gav pep tra e netra; an dud deuet ne gavont netra e netra
|
ar vugaleaj he deus doareoù dibar da welet, da soñjal ha da santout ha n'eus netra sotoc'h eget bezañ mennet da lakaat hon doareoù-ni en o lec'h
|
ar vuhez a c'hall bezañ marzhus ma ne'z spont ket
|
ar vuhez a gemer re a amzer an den
|
ar vuhez a zo evel ur c'han-distrouilh; an den a denn anezhañ ar pezh en deus lakaet e-barzh
|
ar vuhez eo an dra a'n em gav ganit pa vezez dalc'het o sevel raktresoù all
|
ar vuhez eo maen-touch ar c'homzoù
|
ar vuhez he deus talvoudegezh vras mar bez graet fae warni
|
ar vuhez ne dalvez ket ar boan he bevañ ma ne vez ket bet tañvaet da vat ar pezh a zo ganti da ginnig
|
ar vuhez n'eo ket ar pezh a zo bet bevet, met ar pezh a zo bet dalc'het soñj anezhañ, hag ar mod ez eus bet dalc'het soñj anezhañ a-benn e gontañ
|
ar vuhez n'eo ket ken ur fentigell evidon; ne gavan ket ez eo farsus
|
ar vuhez n’eo ket bras a-walc’h evit derc’hel kement tra a c’hall hor c’hoant empentiñ
|
ar vuhez zo da vezañ komprenet a-gil, ha da vezañ bevet war-raok
|
ar vuhez zo evel seniñ ar violoñs dirak an holl, ha deskiñ penaos ober bep ma'z eer war-raok
|
ar vuhez zo evel ur c'harr-boutin; a-benn mont en ho koazez ez eo erru en termen
|
ar vuhez zo evel ur pezh-c'hoari. N'eo ket pegeit e pad a gont, met perzhioù-mat ar c'hoari
|
ar vuhez zo ur frazenn hag a vez troc'het
|
ar vuhez zo ur marvailh kontet gant ur gaenaoueg, leun a drouz hag a fulor, hep talvezout mann
|
ar vuhez zo ur skol a wirheñvelidigezh
|
ar vuhez-mañ zo un ospital ma'z eo dalc'het pep klañvour gant ar c'hoant cheñch gwele
|
ar wirionez eo ar priziusañ tra zo ganeomp. Chomomp hep ober re ganti
|
ar wirionez morse ne ra droug d'ur c'haoz reizh
|
ar wirionez zo ken diaes da nac'h evel da guzhat
|
ar yaouank a c’hall met ne oar ket penaos, hag ar c’hozh a oar penaos met ne c’hall ket
|
ar yaouankiz n’o deus ket ezhomm eus sarmonioù, met kentoc’h eus skouerioù eus an onestiz, eus ar feiz er pennaennoù hag eus ar garantez evit ar re all
|
ar yaouankiz zo ur c'hleñved a vez pareet an holl dioutañ
|
ar yar eo doare ar ui da genderc'hiñ ur ui all
|
ar yezh a c'hall bezañ ur melezour-distummañ, met n'hon eus ket ur melezour all
|
ar yezh a vez kaset ha degaset kalz muioc'h eget ar vuhez
|
ar yezh a zo lod eus hon organeg ha ken luziet evelti
|
ar yezh eo kroc'hen an ene
|
ar yezh n'eo nemet ar soñj koazhet en e eeunañ stumm
|
ar yezh n’eo ket golo ar soñj, met ar soñj e-unan
|
ar yezh zo un arouez, ar pouezusañ arouez eus hon denelezh
|
ar yezh zo un arz diemskiant, stroll ha dianv; ur grouidigezh bet kaset da benn gant miliadoù a rummadoù
|
ar yezh zo un hollad, ha pep komzer en deus e lod enni
|
ar yezh zo ur c'hroc'hen: frotañ a ran ma yezh ouzh eben
|
ar yezhoù, dres evel ar relijionoù, a vev diwar ar fals-kredennoù
|
ar 'peoc'h' eo pa ne vez den o tennañ. Ur 'peoc'h reizh' eo pa gav hon tu ar pezh a fell dezhañ
|
arabat bezañ ken uvel... n'out ket ken bras se
|
arabat dilezel ho richennoù. Pa vint aet, marteze e vo c’hoazh ac’hanoc’h, met ne viot ket bev ken
|
arabat eo rediañ frankiz ar gomz kent kaout frankiz ar soñj
|
arabat fiziout en ur mennozh na oa ket deuet er soñj en ur vale
|
arabat gortoz ar momed mat: krou anezhañ
|
arabat goulenn diganin bezañ kuñv; goulennit hepken en em zougfen evel pa vijen
|
arabat gwech ebet arvariñ e c'hall ur strolladig tud, engoustlet hag emskiantek, kemmañ ar bed
|
arabat heuliañ un hent peurgompezet; nemet d'ul lec'h bet darempredet c'hoazh gant ar re all ne gaso
|
arabat huchal da gaout sikour en noz. Marteze e tihuni da amezeien
|
arabat implijout ar ger estren-se: 'idealioù'. En hor yezh ez eus ur ger dispar: 'gevier'
|
arabat kaout keuz evit ar pezh na oas ket evit ober, met kentoc’h evit ar pezh az pije gallet ober met a oa fae ganit
|
arabat kevezañ morse gant hoc'h amezeien. Izelait anezho ma vint a-live ganeoc'h
|
arabat klask bevañ da viken; ne zeui ket a-benn
|
arabat klask bezañ un den hag a ra berzh; klask, kentoc'h, bezañ un den a dalvoudegezh
|
arabat koll amzer o klask skoilhoù; marteze n'eus ket anezho.
|
arabat lenn evel ma ra ar vugale, evit en em ziduañ, na kennebeut evel ar re uhelek, evit deskiñ. Nann, lennit kentoc'h evit bevañ
|
arabat morse kaout keuz d'ar pezh ac'h eus soñjet diwar-benn da wreg. Traoù gwashoc'h kalz he deus-hi soñjet diwar da benn
|
arabat mouezhiañ; nemet o c'halonekaat ne ra
|
arabat ober d'ar re all evel ma fellfe dit e rafent dit-te. Marteze n'eo ket o blaz da hini-te
|
arabat sevel goulennoù ha ne vo ket kontet gevier dit
|
arabat soñjal, na pegen ret pe na pegen reizhabeget e ve, n'eo ket torfed ar brezel
|
atav ar pezh en deus lakaet ar stad da vezañ un ifern war an douar eo bet strivoù mab-den d'ober ur baradoz anezhi
|
atav e vez aesoc'h cheñch ho kwaz eget cheñch ur gwaz
|
atav e vez un dra bennak da zeskiñ digant un den bras, ha pa chom mut zoken
|
atav e vez un tamm follentez er garantez. Atav, avat, e vez un tamm poell er follentez
|
atav e vezan a-du gant ar re ouiziek, gant ma komzont-i da gentañ
|
atav em eus raktreset ma buhez ma vefe tu din da vervel gant tri c'hant mil tra war va c'houstiañs, ha hep kaout keuz da netra
|
Auschwitz a grog bep tro ma seller ouzh un ti-lazhañ ha soñjal: n'int nemet loened
|
azeuliñ ar barfeted a laka atav an den da gavout gwelloc'h ar vojenn eget ar wirionez
|