about logos
logos dictionary
bilingual dictionaries
children's dictionary
fashion dictionary
volunteers
logos conjugator
learning conjugator
logos library
logos poetry
children's library
logos quotes
logos toolbars
translation course
help
Select Language
Author
Word
What Is Logos Quotes?
Submit A Quotation
Quotation Of The Day
stats
[ No Biography for this Author ]
a-viskoazh, an ideologiezh a ren eo bet ideologiezh ar c\'hlas a ren
abaoe o c\'hrouidigezh, ar bankoù bras, kinklet gant titloù broadel, ne oant nemet kevredigezhioù brokerien hag a oa en em lakaet ouzh kostez gouarnamantoù...
an arc\'hant, dre e berzh a c\'hallout prenañ pep tra, dre e berzh a c\'hallout perc\'hennañ pep tra, eo pennañ pal ar perc\'hennañ. Hollvedelezh e berzh eo hollc\'halloudegezh e voud. Setu perak e vez sellet outañ evel pa ve hollc\'halloudek
an degouezhioù a ra an den kement ha ma ra an den an degouezhioù
ar braz eus ar sujidi a gav dezho int sujidi pa\'z eo roue ar roue; ar pezh na veizer ket eo ez eo roue ar roue pa\'z int-i sujidi
ar brederourien n\'o deus graet nemet displegañ ar bed e meur a zoare, bremañ, avat, ez eo dav e gemmañ
ar c’hresk en doare ma vez disprizet bed mab-den a glot dres gant ar c’hresk er priz a vez lakaet war bed an traoù
ar feulster zo amiegez pep kevredigezh kozh a zo o tougen unan nevez
ar gomunouriezh, sklaer eo, zo unvezh an den gant e natur, gwir adsavidigezh e natur, an naturaliezh a vez sevenet gant an den hag an humenidigezh sevenet gant an natur
diorren libr pep hini eo an diviz evit diorren libr an holl
hervez kont ez eus nebeutoc\'h a ziforc\'h etre ur porzhier hag ur prederour eget etre ur mastin hag ul levran. Lodennañ al labour eo en deus lakaet ar mor etrezo
holl istor ar greanterezh modern a ziskouez, mar ne vez ket harzet, e labouro ar c\'hevela en un doare drastus ha didruez, a-benn sujañ holl glas al labourerien ma vo truezus-meurbet o stad
hor bourc\'hizien, dre ma ne gavont ket eo trawalc\'h gallout mont war-lerc\'h gwragez ha merc\'hed o frolataerien, ha c\'hoazh ar gisti ofisial, a vez en o bleud o tebochañ gwragez an eil hag egile
n\'eo ar goustiañs a dermen ar vuhez, met ar vuhez a dermen ar goustiañs
pa vez ur c\'hriz e vez kavet, a-greiz-holl, ur stropad kleñved, unan hag a vije bet kavet sot e pep mare a-raok: stropad kleñved ar produiñ betek re
pa vez ur frankiz resis en arvar ez eo ar frankiz dre vras a zo en arvar
seul nebeutoc\'h e tebrez, ec\'h evez hag e prenez levrioù; seul nebeutoc\'h ez ez d\'ar c\'hoariva, d\'an dañsoù, d\'an ostaleri; seul nebeutoc\'h e soñjez, e karez, e savez damkanoù, e kanez, e tresez, e pleustrez an iskrim, ha me \'oar-me, seul vuioc\'h ec\'h espernez, seul vrasoc\'h e vez da deñzor, na vo ket diframmet na gant ar preñved na gant ar mergl - da gevala. Seul nebeutoc\'h e vezez, seul nebeutoc\'h e lakaez anat da vuhez, seul vuioc\'h az pez, d.l.e. seul vuioc\'h e kavez estrenaet da vuhez, seul vuioc\'h e kavez alienaet da voud
seul vuioc\'h a binvidigezh a grou ar micherour, seul baouroc\'h e vez
seul vuioc\'h a varc\'hadourezh a vez kenderc\'het gantañ, seul varc\'hadmatoc\'h e vez ar micherour evel marc\'hadourezh
skouer a sotoni: an arc\'hant a dro lealded da zislealded, karantez da gasoni, kasoni da garantez, vertuz da fallentez, fallentez da vertuz, mevel da vestr, mestr da vevel, diotiz da speredegezh, ha speredegezh da ziotiz
teorienn ar Gomunourien a c\'hall bezañ diverret en ul lavarenn: torridigezh ar madoù prevez
ur skrivagner zo ul labourer ampletus, n\'eo ket evit a sell e vennozhioù, met evit a sell ar binvidigezh a zegas d\'an embanner a embann e oberenn